Ar Spered Santel, pe Doue ar Spered Santel, eo trede person An Dreinded er relijion gristen.
An daou berson all eo Doue an Tad ha Doue ar Mab. Spered an aotrou Doue eo ar Spered Santeln a zo anvet Karantez an Tad hag ar Mab ivez.
Iskevrennad eus | Trinded kristen |
---|---|
Rann eus | Divine providence |
Iconographic symbol | dove |
Studiet gant | pneumatology |
Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar Gristeniezh | |
Istor ar Gristeniezh | |
Doueoniezh kristen | |
Iliz Kentañ |
Er Bibl e vez graet anv eus ar Spered Santel evel galloud Doue er bed-mañ, adalek an Testamant Kozh. An Testamant Nevez a ginnig ar Spered Santel evel ur person disheñvel diouzh an Tad ha diouzh ar Mab, en ur vezañ asambles ganto un Doue nemetken.
Ar ger Spered a zo un anv da dreiñ ar ger gregach πνεῦμα (pneuma), hag a dalvez kement a c'hwezh. Se a zo kaoz e vez graet pneumologiezh eus ar studioù war ar Spered Santel en doueoniezh kristen. Ar Spered Santel a vez sellet outañ evel ar person a ro buhez d'ar boudoù er C'hredo katolik. Eñ eo ar spered a grou, bet e oa bezañt a-raok krouidigezh ar Bed ha dre e c'halloud e vez graet an holl-draoù gant Jezuz Krist hag an Tad. En doueoniezh kristen, ar Spered Santel a zo ar person a gomz ouzh ar brofeded evit o c'helenn. Dre e c'halloud, Jezuz a zo bet ganet e korf Gwerc'hez Vari (Aviel hervez sant Lukaz 1,35). Diskenn a reas war Jezuz e mare e vadeziant, gant stumm ur goulm (Aviel hervez sant Mazhev, 3,16) hag ur vouezh a lavaras dezhañ diwar an Neñv "Te eo va Mab muiañ karet"(Aviel hervez sant Lukaz 3, 22). Ar Gristenien a zegemer frouezh ar Spered Santel dre an Truez hag ar C'hras. Pedet e vez e-pad kement oferenn a vez war an douar ha lidoù all.
Enoret e vez pizh ar Spered Santel er gouelioù-mañ :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Spered Santel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.