Pantekost zo anv un degouezh eus an Aviel hag ur gouel kristen.
Meneget eo al lid anezhañ abaoe ar IVe kantved evel ur gouel graet hanter-kant deiz war-lerc'h Sul Fask.
|
Ar ger Panthecost a gaver er c'hatolicon e 1499, troet eo e galleg penthecoste. Diwar an henc'hresianeg Πεντηκοστή pentēkostē, (hanter-kantvet deiz goude Pask) e teu ar ger. E geriadur Gregor Rostren eo roet Pentekost evit Gouel ar Spered Santel pe Gouel donedigezh ar spered glan.
Dibaoe eo bet amprestet ar ger Sul-Gwenn diwar ar c'hembraeg Sulgwyn, gant Kervarker er Barzhaz Breizh, ec'h implijer muioc'h mui ar ger-se el lidoù brezhoneg.
Dre ar gouel-se e koun ar gristenien e oa diskennet ar Spered Santel war diskibien Jezuz Krist, gant stumm teodoù-tan evel m'eo skrivet e levr ar Bibl, Oberoù an Ebestel. Roet e oa dezho ar galloud da gomz an holl yezhoù evit embann keloù mat an Aviel.
Hervez an Hengoun, an ober-se a loc'has avielerezh ar Bed.
Bep bloaz, e vez aozet sakramant ar Gouzoumenn e-tro mare ar Pantekost evit diskouez d'an holl e vez ar gristenien galvet da vezañ ebestel en o buhez pemdeziek.
Unan eus ar Misterioù Glorius prederiet gant ar chapeled eo ar Pantekost.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Pantekost, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.