Un elfenn gimiek eo ar prometiom ; Pm eo e arouez kimiek, 61 e niver atomek ha 144,913 e dolz atomek.
Kevanaozet eo ar prometium, n'er c'haver ket e krestenenn an Douar, met dinoet eo bet er galaksi M31-Andromeda.
Prometiom | ||||
---|---|---|---|---|
Neodimiom – Prometiom – Samariom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 61 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 144,913 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f5 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 23, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,13 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 538,581 kJ/mol 2 : 1 051,689 kJ/mol 3 : 2 151,621 kJ/mol 4 : 3 965,544 kJ/mol | |||
Skin atomek | 238 pm | |||
Skin kenamsav | 186 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 7,22 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 042 °C | |||
Bervverk | 3 000 °C | |||
Tredanharzusted | (0,75) nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
? (Ur c'haled neuz ur metal dezhañ, war a greder) | ||||
E 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm hag a 1885 an neodimiom 60Nd ; e 1902 e verzas ar c'himiour tchek Carl Gustaf Mosander e tleje bezañ un elfenn all etre Nd hag Sm, ker bras e oa an diforc'hioù etre an div elfenn-se.
E 1914 e verzas ar fizikour saoz Henry Gwyn Jeffreys Moseley e vanke elfennoù o zolz atomek kevatal da 43 (an teknetiom, bet dizoloet e 1937), 61, 72 (an hafniom, 1923), 75 (ar reniom, 1925), 85 (an astat, 1940) ha 87 (ar frankiom, 1939).
E 1926 ez embannas klaskerien e Firenze hag en Illinois bezañ kavet an elfenn 61 ; florentium e voe an anv bet kinniget gant an Italianed hervez Florentia, anv latin Firenze, hag illinium a voe kinniget gant an Amerikaned. Didimiom a oa bet kavet gant an daou skipailh avat : n'eus nag izotop stabil d'ar prometiom nag izotop hir a-walc'h e hanter-vuhez evit ma vije bet kavet e Firenze pe en Illinois, evel a ouzer abaoe 1945.
E 1945 neuze, gant skipailh ar fizikour amerikan Jacob A. Marinsky e Clinton Laboratories (Oak Rige National Laboratory hiziv an deiz) en Oak Ridge, Tennessee, e voe kevanaozet an elfenn 61 ; dre ma oa ar skipailh o plediñ a-zevri gant enklaskoù evit al lu ne voe ket embannet an dizoloadenn kent ar bloavezh 1947.
Eus Prometheüs, an Titan a roas an tan da vab-den, e teu anv an elfenn 61.
Etre re an neodimiom ha re ar samariom eo perzhioù ar prometiom.
Abalamour da zistabilded an elfenn n'eur ket deuet a-benn da dermeniñ holl berzhioù kimiek ar prometiom.
Un nebeud kenaozadoù zo bet kevanaozet, evel Pm(OH)3, na c'haller ket dileizhañ en dour.
Un nebeud haloù zo bet kevanaozet ivez :
Delun | Liv | Teuzverk (°C) |
---|---|---|
PmF3 | Roz-mouk | 1338 |
PmCl3 | Lavand | 655 |
PmBr3 | Ruz | 624 |
N'eus izotop stabil ebet d'ar prometiom ; prometium-145 eo an izotop stabilañ, gant un hanter-vuhez a 17,7 bloavezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
145Pm | kevanaozet | 17,7 bloavezh | 145Nd |
146Pm | kevanaozet | 5,33 bloavezh | 146Nd |
147Pm | louc'hoù | 2,6234 vloavezh | 147Sm |
Prometiom-147 hepken a vez arveret war tachennoù estreget an enklaskoù, er stummoù oksidet Pm(OH)3 pe gloridek PmCl3.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Prometiom, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.