Ul levr (liester : levrioù ha levroù e Bro-Wened)a zo un teul skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh.
Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h.
Hervez Littré, ul levr a zo "dastum graet gant meur a follennoù hag a zo ur paron evit un testenn dornskrivet pe voulet warnañ.
En "Nouveau dictionnaire universel" (1870), Maurice La Châtre a skriv m'eo al levr "strobadur meur a follennoù paper, leuegen, parch, moulet pe dornskrivet, holl wriet evit kaout stumm ul levrenn goloet gant ur follenn baper, kartoñs, parch, maoutken, leuegen, ler-Marok hag all...
Diwar an deskrivazur danvezel e c'heller dispartiañ 3 c'harg :
Met e wechoù e vez divizet natur al levr diwar an traoù nes ha n'int ket heñvel-rik :
Ul levr n'eo ket levr un enskrivadur war ur savadur pa n'eo ket hezoug
Ar vedalennoù, er c'hontrol, a zo gwelet a-wechoù evel levrioù
Ul levr n'eo ket nag ur gelaouenn nag ur mareadeg pa n'int ket ur c'henstroll peurglok
Ul levr n'eo ket ur paperenn dornskrivet pe voulet, rak-se n'eo ket bet savet evit-se.
Ul levr eo a-dra-sur ur c'helc'hgeriadur moulet, met n'eo ket memestra evit ur c'helgeriadur war sederom pe war Internet.
Mesket eo bet un tamm levr ha levrioù gant ar ger eurioù, a anve gwechall al levrioù da bediñ. D'ar poent-hont, al levrioù implijetañ e oa an eurioù-se. An hini anavezetañ a zo Eurioù Briz, diouzh anv e aozer. Un eurioù a c'hell bezañ klevet evit lavarout "ul levr" e Bro-Leon. Evel reizh e rank bezañ miret evit envel ar Brevial, levr-pediñ ar veleien, levr "Liderezh an Eurioù", da bep eur eus an deiz : mintin, kreisteiz, gousperoù, komplidoù, ofis al lennadennoù. Ur palevarzh eus Liderezh nevez an Eurioù en Iliz katolik a zo bet moulet da skouer e 2009 a zo e dalbenn Liderezh an Eurioù, Azvent, Nedeleg, e ti Imbourc'h, 1200 p.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Levr, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.