Ul levrlennadur a zo pe ur rentañ-kont war al levrioù pe ur roll levrioù pe deulioù pe bennadoù a zo bet kendastumet p'o deus liammoù diabarzh pe berzhioù damheñvel (dodennoù, danvezioù, deiziadoù...).
P'eo heñvelstumm an daou ster e galleg eo bet adkemeret ar ster kentañ evit an eil. Ar ger rolladur (a-wechoù levrrolladur) a vez implijet ivez (sell ouzh Geriaoueg al levraouegoù = Vocabulaire des bibliothèques, Termbret - Skol Uhel ar Vro 1996, p. 72).
Evit ar paronoù all e vez implijet filmrolladur, roll pladennoù hag all. An diskiblezh a zo he fal deskiñ sevel levrlennadurioù en un doare efedus a zo al (levr)rollouriezh hec'h anv (passim).
Savet e vez levrlennadurioù war red pe levrlennadurioù bras gant arbennigourien zo evel al levraouegourien hag an deulaouegourien.
Sevel levrlennadurioù o tennañ d'o enklaskoù ha lakaat anezho da heul o oberennoù a zo ur ret evit ar skiantourien pa vez barnet siriusted o labourioù diwar pouezh an oberennoù skiantel pe get (levrioù, pennadoù) o deus implijet pe arroudennet.
Enebet e vez peurvuiañ d'al levrlennadur renkennañ m'emañ teulioù embannet en ul lec'h ha/pe d'ar memes deiziad.
A-hervez e c'heller menegiñ eo al levrlennadur ul levrlennadur peurglok pe ul levrlennadur berr.
Da vezañ kendalc'het
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Levrlennadur, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.