Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger (saoz.: word) evit komz eus un unanenn yezh ganti ur ster hag enni ur morfem d'an nebeutañ pe meur a vorfem liammet etreze en un doare strizh pe strishoc'h ha ganti un talvoud fonetikel.
Peurliesañ e vez savet ur ger diwar ur wrizienn pe ur c'helf ma c'hell bezañ staget staget oute kengerioù pe get (morfem mann).
Pa vez ouzhpenn ur c'helf en hevelep ger e vez graet "ger kevrennek" anezhañ, ma vez staget an eil kelf ouzh egile a-wezhoù gant ur varrennig-stagañ hervez ar yezhoù.
Diwar meur a c'her, o heuliañ reolennoù kevreadurezh pep yezh hag hervez bep o rummad yezhadur, e oc'heller sevel rannfrazennoù, islavarennoù ha frazennoù klok.
Un termen amsklaer-tre eo an termen "ger" rak daoust ha ma vezont skrivet distag an eil diouzh egile e meur a yezh, en o zouez ar brezhoneg hag holl yezhoù Europa, e meur a yezh all avat e vez skrivet distag an eil diouzh ar re all an holl morfemoù, gerioù pe get anezhe, evel da skouer e sinaeg keit h ma vezont skrivet kenstag an eil re ouzh ar re all e yezhoù all evel da skouer an taieg, keñveriit:
Ouzhpenn-se, er yezhoù yezhoù dezrannel eo aes a-walc'h dielfennañ ar morfemoù hag o c'henstrollañ e gerioù, er yezhoù liessintezel evel an inuktitut avat e vez kenstrollet meur a elfenn leksemek en ur ger nemetañ hag kalz diaseoc'h e teu va vezañ gwelet sklaer e pelec'h emañ ar vevenn etre ar gerioù en un doare heñvel ouzh ar "gerioù" implijet gant yezhoù evel ar brezhoneg.
Peurliesañ avat e c'heller implijet ur geriadur evit goût pehini eo stumm diazez ur ger (pe ur c'helf) hervez stumm ar penngerioù implijet gantañ.
Evit dielfennañ e pelec'h emañ resis ar vevenn etre an eil ger hag ar egile e implijer pemp doare disheñvel:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Ger (yezhoniezh), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.