Ar Gwener eo an deiz etre ar Yaou hag ar Sadorn.
Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo ar pempvet deiz eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, ez eo ar c'hwec'hvet devezh. Donet a ra an anv diwar an doueez Gwener, unan eus doueed pennañ ar Romaned, adalek amzer Julius Caesar.
Deiz marv Jezuz war ar groaz eo, hag abalamour da se e tle ar gristenien ober vijil en deiz-se. Gwelet ar c'hrennlavar: Ar Gwener, Devezh peñver. E Breizh ne veze ket debret kig gwechall neuze, hag ar c'hiz e oa debriñ krampouezh pe pesked. Un devezh a-bouez eo Gwener diwezhañ ar C'horaiz, a vez graet Gwener-ar-Groaz anezhañ.
Un deiz a-bouez eo Gwener-ar Groaz-er relijion gristen pa lavar Sant Yann Aveliour eo en deiz ma veze lidet Pask gant ar Yuzevien ez eo bet barnet ha kondaonet Jezuz-Krist da vezañ kroazstaget. Sul-Fask eo anv ar Sul a zeu goude ha Yaou-Gamblit ar Yaou en e raok.
N'eo ket stabil deiziad Gwener-ar-Groaz pa vez jedet pegoulz e vo deiz Sul-Fask diwar deiziadur al loar.
Un deiz a-bouez eo pep Gwener evit ar vuzulmaned sunnit ha chiit pa vezont kustum da vont d'ober o lidoù d'ar voskeenn. Er broioù muzulman ne labour ket kalz a dud en deiz-se.
Deizioù ar sizhun |
Lun – Meurzh – Merc'her – Yaou – Gwener – Sadorn – Sul |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gwener (deiz), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.