Ar pebr a zo ur spis fardet gant hugennoù meur a spesad pebrenned, plant eus kerentiad ar piperaseged.
N'eus nemet frouezh ar Piper negrum hag ar Piper longum a vez graet « pebr » anezho ent-lezennel.
Gant ar spesad Piper nigrum e vez produet pebr du, gwenn pe c'hlas hervez mare an eost hag an doare d'e fardañ.
Emañ orin gouniderezh ar pebrenned war aod kornôg India (aod Malabar) e stad ar C'herala. En em ledet eo da c'houde e broioù all eus Azia ar Gevred, Madagaskar ha Brazil.
Implijet-kenañ eo ar pebr en abeg d'e vlaz brout-tre a zeu diwar amidoù eus ar piperidin.
Dont a ra e anv eus ar sañskriteg pippali en deus roet al latin piper. Abaoe mare Aleksandr Veur eo e vije bet graet implij anezhañ e Gres.
Er Grennamzer e veze rouez ar spisoù e-giz ar pebr. Evit gwir e voe merket kenwerzh ar spisoù gant aloubidigezh Aleksandria e 642 gant an Arabed. Setu perak e veze implijet ar re rouesañ anezho, ar pebr en o zouez, e-giz moneiz.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Pebr, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.