Ur yezh kaokazek eus skourr yezhoù kaokazek ar gwalarn eo an abc'hazeg (aҧсуа pe aṗsua) komzet gant tro-dro da 600 000 den en Abc'hazia (80 000), biz Turkia (500 000) ha Jorjia (20 000).
Abc'hazeg (Aҧсуа, Aṗsua) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Georgia, Rusia, Turkia |
Rannved : | Abc'hazia |
Komzet gant : | 105 000 er c'haokaz; 100 000 - 500 000 e Turkia |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù kaokazek Kaokazeg ar gwalarn |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Abc'hazia |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ab |
ISO 639-2 | abk |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ABK |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Yezh ofisiel Abc'hazia eo an abc'hazeg.
Daoust d'an diforc'hioù e-keñver o geriaoueg, ez eo ken tost-tre yezhadur an abc'hazeg d'an abazeg ma c'heller komz eus div rannyezh eus un hevelep yezh.
Teir rannyezh abc'hazek pennañ zo :
Implijet e vez al lizherenneg kirillek gant meur a lizherenn pe divgrafenn arbennik ouzhpenn, betek 64 lizherenn en holl el lizherenneg a-vremañ :
Skrivet eo bet an abc'hazeg gant al lizherenneg kirillek abaoe 1862. Er bloavezhioù 1920-1930 e oa bet kroget d'ober gant al lizherenneg latin. Dindan beli an ez-Unaniezh Soviedel e veze implijet al lizherenneg c'heorgek adal 1937. Bremañ avat ez eo bet skrivet ar yezh gant al lizherenneg kirillek enni lizherennoù ispisial evit sonennoù na vezont ket kavet er rusianeg abaoe 1954.
Setu talvoudegezh pep lizherenn el lizhernneg a-vremañ. Evit a sell ouzh an arouezioù arbennik :
Notenn : Er pennad-mañ eo bet implijet ar stumm kozh Ҧ ҧ e lec'h al lizherenn П п gant ul lostenn dre ma n'eus ket anezhi en unicode.
|
|
|
|
Demat Мшыбзиа • Mont a ra? Шәышҧаҟоу? • Noz vat Аҵх алыҧха шәоуаат • Mar plij Сшәыҳәоит иҟалозар • Kenavo Абзиараз • Ya Ааи • Nann Мамау • Mat eo Бзиоуп • Trugarez Иҭабуп • Petra eo hoc'h anv? Ишәыхьӡузеи? • … eo ma anv Сара исыхьӡуп... • Eus pelec'h oc'h? Шәабатәиу? • Eus Europa on. Европантәиуп
Me Сара • Te Уара (gourel) / Бара (gwregel) • Eñ Иара • Hi Лара • Ni Ҳара • C'hwi Шәара • Int Дара
Piv? (113) Дазусҭада? • Piv eo den-mañ? Дазусҭада ани? • Petra? Изакәи? • Petra eo an dra-mañ? Ари закәи? • Pelec'h? Иаба? • Pelec'h emañ ar privezioù? Атуалет абакоу? • Pell Ахара • Tost Ааигәа • Penaos? Ишҧа? • Pegoulz? Ианба? • Pegement? Шака? • Pe(hini)? Иарбан?
Dilun Ашәахьа • Dimeurzh Аҩаша • Dimerc'her Ахаша • Diriaou Аҧшьаша • Digwener Ахәаша • Disadorn Асабша • Disul Амҽыша
Daou doare zo da envel ar mizioù : unan levezonet gant an anvioù rusek / unan hengounel.
Miz Genver Ианвар / Ажьырыҳәа • Miz C'wevrer Феврал (pe Ҧеруал) / Жәабран • Miz Meurzh Март / Жәажәкыра • Miz Ebrel Апрел /Мшаҧымза • Miz Mae Маи / Лаҵара • Miz Mezheven Ииун / Рашәара
Miz Gouere Ииул / Ҧхынгәы • Mizt Eost Август / Нанҳәа • Miz Gwengolo Сентиабр / Цәыббра • Miz Here Октиабр / Жьҭаара • Miz Du Ноиабр / Абҵара • Miz Kerzu Декабр / Ҧхыҷкәын
Unan Акы • Daou Ҩба • Tri Хҧа • Pevar Ҧшьба • Pemp Хәба • C'hwec'h Фба • Seizh Быжьба • Eizh Ааба • Nav Жәба • Dek Жәаба
Unnek Жәеиза • Daouzek Жәаҩа • Trizek Жәаха • Pevarzek Жәиҧшь • Pempzek Жәохә • C'hwezhek Жәаф • Seitek Жәибжь • Tric'hwec'h Жәаа • Naontek Зеижә • Ugent Ҩахәа Unan-warn'n-ugent Ҩажәи акы • Tregont Ҩажәижәаба • Daou-ha-tregont Ҩажәи жәаҩа • Daou-ugent Ҩынҩажәа • Tri-ha-daou-ugent Ҩынҩажәи хҧа
Hanterkant Ҩынҩажәи жәаба • Tri-ugent Хынҩажәа • Dek-ha-tri-ugent Хынҩажәи жәаба • Pevar-ugent Ҧшьынҩажәа • Dek-ha-pevar-ugent Ҧшьынҩажәи жәаба • Kant Шәкы • Mil Зқьы
Kentañ Актәи • Eil Аҩбатәи • Trede Ахҧатәи • Pevare Аҧшьбатәи • Pempvet Ахәбатәи • C'hwec'hvet Афбатәи • Seizhvet Абыжьбатәи • Eizhvet Аабатәи • Naovet Ажәбатәи • Dekvet Ажәабатәи
Mellad 1:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Abc'hazeg, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.