Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre fic'hal (saoz.: affricate consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma krog evel ur gensonenn dre serriñ (peurliesañ ur gensonenn kevig pe ur gensonenn dent) met pa vez distignet e vez lakaet an aer da fichal evel ma reer gant ur gensonenn dre daravat (da skouer ) pe raloc'h achuet gant ur gensonenn dre froumal.
Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Peurliesañ e vez treuzskrivet ar c'hensonennoù dre fic'hal oc'h implijout div arouezenn: an hini gentañ o tiskwel penaos e krog ar gensonenn dre serriñ hag eben evit diskwel penaos e achu dre daravat, da skouer [kx]. Seul wezh mar bez ezhomm avat, evit diskwel ez eus un unanenn fonemek anezhi kentoc'h evit daou fonem stag an eil ouzh eben e c'heller unaniñ an div arouezenn gant ur c'hombodig-stagañ, da skouer [k͡x]. A-hend all ez eus ereadurioù ispsial a c'hell bezañ implijet evit treuzskrivañ ar c'hensonennoù dre fic'hal implijet an aliesañ pa vez fonemoù anezhe e-lec'h rankout ober gant ar c'hombodig-stagañ-se: [ʦ], [ʣ], [ʧ], [ʤ], [ʨ], [ʥ]
Setu ur roll klok a-walc'h eus ar c'hensonennoù dre fic'hal implijet gant ar yezhoù dre ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kensonenn dre fic'hal, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.