Yezh Kalvezadel

Ur yezh kalvezadel pe yezh savet a-ratozh (saozneg : constructed language, conlang) zo ur yezh bet savet gant unan bennaket pe ur skipailh tud, da lavaret eo ez eo ar c'hontrol-mik diouzh ar yezhoù naturel a zo bet diorroet a-hed an amzer gant an dud.

Yezh Kalvezadel
Banniel Conlang, arouez ar yezhoù kalvezhadel : Tour Babel ouzh an Heol o sevel.

Lod eus ar yezhoù savet a-ratozh zo bet ijinet evit bezañ implijet gant an dud evel ma vefe yezhoù naturel anezhe (dreist-holl evel yezhoù etrebroadel ouzhpenn ar re naturel). Lod all avat zo bet krouet evit meur a bal all, da skouer evit reiñ un tamm buhez da skridoù faltazi evel re J. R. R. Tolkien, o klotaat neuze meur a wech gant bedoù savet a-ratozh ivez, evit gwirikaat damkanoù yezhoniel evel al lojbaneg, evit gallout daremprediñ gant tud dre guzh (da skouer : an awolang, bet krouet gant Daniel Carrasco "evit an dudi") pe c'hoazh evit dudi an dud a bled gante (da skouer : ar cinpzy).

A-wechoù e vez implijet an termen yezh steuñvekaet (planned language) evit komz eus ar yezhoù a seurt-se savet evit bezañ implijet gant an dud evel yezhoù naturel, evel an esperanteg, rak ne blij ket alies da gomzerion ar yezhoù-se termenoù all a vez implijet alies a-walc'h evel yezh kalvezadel (artificial language) abalamour ma'z eo ar yezhoù-se ken « naturel » hag ar re all herveze. Implijet e vez an termen-mañ gant ar re a ra gant an esperanteg. Peurliesañ eo pal seurt yezhoù talvezout da yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da lavaret eo yezhoù lakaet da neptu a c'hellfe bezañ desket ouzhpenn ar yezhoù-mamm (pe yezhoù kentañ) evit mont e darempred gant an dud dre ar bed a-bezh.

Renkadur

Bez' e c'heller ober an diforc'h etre daou doare yezh savet a-ratozh hervez o framm.

  • Ar yezhoù a priori n'int diazezet na war ur yezh naturel resis bennaket, na war frammoù kavet e-touez yezhoù ar bed. Ral-tre eo ar yezhoù a seurt-mañ.
  • Ar yezhoù a posteriori zo diazezet war yezhoù naturel pe a implij perzhioù yezhoniel a gaver er yezhoù naturel ; da skouer : an esperanteg, ar volapük hag an inter celtic.

Diouzh an tu all e c'hellont bezañ renket ivez hervez o fal.

  • Ar yezhoù etrebroadel ouzhpenn, da vezañ implijet evel eil yezh evit gallout mont e darempred gant tud a ra gant ur yezh disheñvel, da skouer an interlingua hag an esperanteg.
  • Ar yezhoù faltaziek, a zo bet krouet evit dre genedelouriezh, evel ar sindarin ijinet gant J. R. R. Tolkien.
  • Ar yezhoù evit palioù resis (engineered languages), a vez isrannet etre yezhoù filozofel evel an eurún ha yezhoù poellel (loglangs) evel al lojbaneg.

Lod yezhoù zo bet savet a-ratozh kaer evit amprouiñ Damkan Sapir ha Whorf, da lavaret evit gouzout hag-eñ e vez levezonet an doare da soñjal gant frammoù ar yezhoù a gomz an dud ; da skouer : ur yezh evit ar maouezed eo al láAdan evit en em dizober eus techoù ar gevredigezh diazezet war berzhioù gourel ; ur yezh n'haller lavaret nemet traoù dudius ha positivel ganti eo an toki pona.

A-hed ar c'hantvedoù, rak hir eo istor ar yezhoù savet a-ratozh, un nebeud yezhoù a-seurt-se o deus tapet gante tud o deus o desket evel yezh kentañ. C'hoarvezout a ra kement-mañ dreist-holl gant ar yezhoù etrebroadel evel an esperanteg komzet gant etre 200 ha 2 000 a dud evel yezh kentañ, ha gant ar volapük en XIXvet kantved.

Klasket e oa bet kelenn ar yezh klingon ijinet evit Star Trek evel yezh kentañ d'e vab gant d'Armond Speers, met ne zeuas ket a-benn abalamour d'an diouer a c'heriaoueg er yezh-se, da dkouer gerioù boutin evel '"kador" pe "taol".

Yezhoù etrebroadel

Lod yezhoù zo bet krouet evit ar bed a-bezh, evel ar volapük e 1880, an esperanteg (Lingvo Internacia, 1887) pe an ido (Linguo internaciona de la Delegitaro, 1907).

Yezhoù all zo bet krouet evit broadoù hag o deus ur yezh kar. Ar slovio (1999) hag an interslavic (2006) zo bet krouet evit kehentiñ etre ar broadoù slavek.

Yezhoù all c'hoazh zo bet krouet evit un tiriad. Meur a yezh azo bet krouet evit aesaat ar c'hehentiñ en Europa, da skouer. An eurolang (1990) zo aet da get, evel an europanto (1996, ha ne oa ket bet kinniget evel ur raktres sirius. Re all a hañval bezañ diorroet dalc'hmat : an uropi (1986, an eubabel (2013), an europeo (2018) hag an nove latina (2020).

Ukroniezh

Lod yezhoù zo bet krouet evel pa vije emdroet o yezh orin en hevelep doare hag ar yezhoù hengounel. O emdroadur eo hini o yezh orin mar bije en em astennet war un tiriad all. Evit o sevel ez eo bet argemmet geriaoueg o yezh orin hervez al lezennoù fonetek a gaver er yezh o dije erlec'hiet. Ar brithenig (1996), emdroadur al latin m'en dije hemañ diwezhañ kemeret lec'h ar predeneg e Breizh-Veur, eo ar yezh kentañ bet krouet evel-se. Ur yoc'h yezhoù all ar seurt-se zo bet ijinet d’e heul.

Tu da lakaat ar yezhoù-se e-touez ar yezhoù hengounel e renkadur ar yezhoù. E-touez ar yezhoù romanek, da skouer, e vije ur skourr nevez, ar yezhoù « keltiek-ha-romanek », a gaver ennañ ar brithenig hag ar breathanach (1998), un emdroadur eus al latin ivez, m'en dije troadet hemañ ziwezhañ en Iwerzhon diwar-goust an heniwerzhoneg.

Liammoù diavaez

Daveoù

Tags:

Yezh Kalvezadel RenkadurYezh Kalvezadel Yezhoù etrebroadelYezh Kalvezadel UkroniezhYezh Kalvezadel Liammoù diavaezYezh Kalvezadel DaveoùYezh KalvezadelSaoznegYezhYezh naturel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Meurvor HabaskMoskva (stêr)Kastell-PaolMarcosUkrainaKemperDaouzek labour AsteriksElzas-LorenSevenadurぢ (lizherenn)One Man Went To Mow1991Sledda EssexDans le Lit, le BaiserAzia ar gevredRené Barjavel18 GwengoloPerroz-GiregSlovakiaCascading Style SheetsKerbêrYezh1990Gwern-valouinKontelezh Essexi2ta8DanmarkOrator Sant C'hiregIzelvroioùKourzhKib vell-droad ar bed 2006OksigenBruderezhDagestanKazanTeba (Egipt)M109 howitzerTurkmenistanHong KongDegemerBrennidennWessexAnne Breizh-VeurSant-MaloùMetig Jakez-VargasPrusiaSaezhNovritschZombie StrippersTimbroù GreunlandTeknologiezhTimbroù dre rummadFeskennIndoneziaFriedrich EngelsWorld Wide Web Consortium2006KelornAescwine EssexDamh the BardKevredigezh Vroadel BreizhBill ClintonVeneziaJakez II (Bro-Saoz)Seziz LeningradDek Gourc'hemennReizhTiTomGallegTimbroù AdenAmpech🡆 More