Kensonenn Diweuz Dre Serriñ Divouezh

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn diweuz dre serriñ divouezh treuzskrivet hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 101.

LFE – niverenn 101
LFEunicode p
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA p
Selaou

Kavet e vez stank ar fonenn [p] evel fonem (pe evel alofonenn fonemoù all) e-touez yezhoù ar bed hag gant yezhoù 'zo, da skouer ar yezhoù indez-aryek komzet en India, e vez enebiet meur a doare [p] an eil ouzh ar re all ar al live fonologel.

Mankout a ra, avat, ar fonenn [p] e tro-dro da 10% eus holl yezhoù ar bed ma vez implijet gante ar gensonenn mouezhiet par [b], evel da skouer en darn vrasañ eus ar yezhoù komzet tro-dro d'ar Sahara, en o zouez an arabeg unvan. N'ouzer ket hag-eñ eo bet kollet ar fonenn-mañ gant ar yezhoù-se a-hed ar wezh. E familh-yezhoù all, da skouer ar c'hentkeltieg hag ar c'henteuskareg e vanke ar fonenn [p] daosut ha ma raent gant ar fonenn [b] ivez hervez an enklaskoù bet kaset da-benn war an dachenn-se.

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem divouezh par [b] hag ouzh ar fonem ruz mouezhiet dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

    [p] > [b]
    "penn" > "da benn"
    [p] < [b]
    "bag" > "ho pag"
    [b] > [v]
    "bag" > "da vag"

Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").

Doareoù resis

LFE Deskrivadur
p plaen
c'hwezhet
staonkaet p
gweuzet p
didarzh p
mouehziet p
dre strakal p

Skouerioù

Gwelit ivez:

  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Tags:

KensonennKensonenn diweuzKensonenn dre serriñLFEMouezh (yezhoniezh)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Bagar-BihanKanuhelGabonShōnen Jump+Kazh-mor (bronneg)SivetGallegRuzenn gostez ouel divouezhMonokiniLannuon7 EostRepublik1493LiessindetonLusker enklaskUnited States Army RangersGeorgiaZombie StrippersMarie-Antoinette AostriaTroadBerlengasJuan Antonio VillacañasCarles PuigdemontUsenetDiodoros SikiliaCollinesLaritza Bacallao1936Spijker (Norzh)31 GouereYukonHolloueziadurFanny HillLiger-AtlantelProduadur diabarzh grosManagementIsabel Sarli1897Patrick TambayWiki Commons1945Eoul-maenKawanKronikennoù Plac'h nevez BreizhWikiarroudToyotaBrazilDenIIIe kantvedC'hoarioù OlimpekBreizh-VeurKefeüsLesya UkrayinkaDilhadGeorge Walker BushAstatUslimestraXVIvet kantvedBangladeshThe Irish TimesPlant bloaziek3 Mezheven29 GouereEdouarzh VIIBro-C'hallGewehr 98Montebruno🡆 More