Kensonenn Drekstaon Dre Serriñ Divouezh

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn drekstaon dre serriñ divouezh treuzskrivet hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 109.

LFE – niverenn 109
LFEunicode k
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA k
Selaou

Kavet e vez stank-tre ar fonenn [k] e yezhoù ar bed ha gant an darn vrasañ anezhe e vez implijet un doare [t] d'an nebeutañ evel fonem ha lies gwezh e kaver yezhoù, da skouer an holl yezhoù indez-aryek komzet en India en o zouez an hindeg, ma vez implijet gante meur a doare [k] disheñvel enebiet an eil re ouzh ar re all war al live fonologel, da skouer un [k] plaen enebiet ouzh un [k] c'hwezhet.

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [g] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat hag ouzh ar fonem ruz [χ/h] dre ar c'hemmadur dre c'hwezhañ (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

    [k] > [g]
    "ki" > "da gi"
    [k] > [χ]
    "ki" > "ar c'hi"

Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").

Doareoù resis

LFE Deskrivadur
k plaen
c'hwezhet
staonkaet
gweuzet
didarzh
dre strakal


Skouerioù

Gwelit ivez:


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Tags:

KensonennKensonenn dre serriñKensonenn drekstaonLFEMouezh (yezhoniezh)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Orleañs NevezNirvana (strollad sonerezh)GwragezAlamagnAntoine GriezmannTagadenn Crocus City HallVaduzFanny HillBlaenafonC'hoarioù arc'hantKib vell-droad ar bed 1982ujjtxMaen RosettaPanda brasJean-Paul GaultierVilla medicea di CareggiFaskouriezhYann-Vari PerrotVogalenn damserr a-dreñv rontLodiSaoznegGwezenn-gerentiezhSerj IVApollonParaguayFrankizouriezhHorst KöhlerOrnitorinkDeLisle StewartImpalaeriezh santel roman germanBlack metalKib vell-droad ar bed 1962MerdeerKerneveuregNerzhioù armet ar Stadoù-UnanetIlgreizFraezhAzenStepan BanderaThe DoorsMadeleine de la Tour d'AuvergneHinSão Paulo (kêr)Niveradur arabekMenez GwennMetropol LyonRepublik Pobl SinaTennisGeorge SandDevanāgarīGwenn (liv)Kumun292AnuraEil milvedNew YorkPastezWikiSaarlouisIgboegKendalc'h Vienna5 GenverGoogle Chrome🡆 More