Ur vro en hanternoz Europa eo Latvia (latveg : Latvija), war aod reter ar Mor Baltel.
Unan eus an teir bro valt eo.
Unaniezh Europa | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Latvijas Republika | |||||||
| |||||||
Kan broadel | Dievs, svētī Latviju! | ||||||
Yezh ofisiel | Latveg | ||||||
Kêr-benn | Rīga | ||||||
Gorread • En holl • % dour | 64 589 km² 3,6%% | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankder | 1 862 6687 (2021) 29 ann./km² | ||||||
Prezidant | Egils Levits | ||||||
Kentañ ministr | Arturs Krišjānis Kariņš | ||||||
Gouel broadel | 18 a viz Du | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 371 | ||||||
Kod Internet | .lv |
Er Su dezhi emañ Lituania, hag en Norzh emañ Estonia. Harzoù boutin he deus Latvia ivez gant Rusia ha Belarus.
Ur parlamant unkambrek anvet ar Saeima he deus Latvia, kant sez ennañ. Bep pevar bloaz e vez dilennet ar barlamantidi dre ar vouezhiadeg eeun. Dilennet eo prezidant ar republik gant kannaded ar Saeima gant an tu-gounid groñs. Vaira Vike-Freiberg a oa ar Brezidantez betek 2007. Addilennet e oa bet e 2003 evit pevar bloavezh (gallout a reer bezañ dilennet div wech). Valdis Zatlers zo bet prezidant d'he heul eus 2007 da 2011.
Gant ar prezidant e vez anvet ar C'hentañ ministr a ra, a-gevred gant e vinistred, galloud-oberiañ ar gouarnamant.
Rannet eo Latvia etre peder rannvro istorel hag o deus un dalvoudegezh velestradurel dister a-walc'h :
Betek 2009 e oa isrannet ar vro e c'hwec'h kanton warn-ugent (rajon a veze graet anezho) ha c'hwec'h kêr gant reolladurioù ispisial dezho (Lielpilsēta). Bremañ eo rannet ar vro e kant dek munisipaliezh (novads) ha nav c'hêr Republik (republikas pilsētas). An novadi (liester novads) a zo bet savet dre unvaniñ ur gêr gant pagasti, liester pagasts kumun diwar ar maez, pe dre unvaniñ pagasti.
Rīga eo ar gêrbenn (753000 annezad) ; Daugavpils (112 000 ann.), Liepaja (84 000 ann.), Jelgava, Jürmala, Ventspils, Rezekne eo ar c'hêrioù bras all.
59,4 % a Latviz, 27,6 % a Rusianed, 3,6 % a Velarusiz ha 2,5 % Ukrainiz a ya d'ober poblañs ar vro.
Ken bras ha Danmark, Estonia, an Izelvroioù pe Suis eo Latvia.
Al lats e oa moneiz Latvia betek ar 1añ a viz Genver 2014. Liammet e oa gant an euro abaoe miz Mae 2005. Abaoe ar 1añ a viz Genver 2014 eo an euro moneiz ar vro.
Komzet e vez latveg a zo yezh ofisiel ar republik. Ar ruseg eo yezh-vamm 34 % eus an dud. Al Livoneg a zo anavezet gant ar stad ha gwarezet gant al lezenn. Al latgalianeg a zo gwarezet ivez, met lakaet e vez alies da vezañ ur rannyezh eus al latveg.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Latvia, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.