Darvoudoù
- 1356 : Emgann Poitiers etre armeoù Bro-Saoz ha Bro-C'hall.
- 1793 : emgann e Beuzid-Klison etre ar Republikaned ha ar Vandeidi.
- 1893 : e Zeland Nevez e roer ar gwir da votiñ d’ar merc’hed.
- 1930 : korventenn e Breizh: 27 bag kollet, mervel a ra 203 fesketour eus Groe, An Intel, Pleheneg, Porzh-Loeiz, Konk-Kerne ha Douarnenez abalamour d'ar gorventenn, ha lezel a reont 127 intañvez ha 193 emzivad war o lerc'h.
- 1944 : dieubidigezh Brest : aloubet eo bet ar gêr gant an 8vet arme amerikan.
- 1949 : kimiadiñ a ra Jean-Yves Le Toumelin diouzh ar Groazig (Liger-Atlantel) evit ober tro ar bed war e vag-dre-lien "Kurun".
- 1977 : digoret ez eus teir skol-vamm vrezhonek gant Diwan e Gwitalmeze, Kemper ha Plouneour-Menez.
- 1991 : en Alpoù, e Tirol ar Su, ez eus kavet korf un den marv ouzhpenn 500 vloaz zo, lesanvet Ötzi.
- 2006 : Taol-stad an arme e Thailand.
Ganedigezhioù
- 1551 : Herri III, roue Bro-C'hall.
- 1754 : Joseph Fouché, politikour, ministr an Diabarzh e prantad kentañ an Impalaeriezh c'hall kentañ.
- 1799 : René Caillié, ergerzher gall.
- 1866 : Marguerite Deval, kanourez hag aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
- 1903 : Émile Poilvé, gourener breizhat ha kampion olimpek e Berlin e 1936.
- 1909 : Vefa de Bellaing, bet ganet Geneviève (Jenovefa e brezhoneg) Charbonnier de Sireuil, songarourez, emsaverez yezh ha sevenadur Breizh ha barzhez.
- 1911 : William Golding, skrivagner saoznek, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh.
- 1926 : Masatoshi Koshiba, fizikour japanat, Priz Nobel ar Fizik e 2002.
- 1934 : Brian Epstein, gwazour arzel hag alier ar strollad The Beatles adalek 1961 betek e varv.
Marvioù
Lidoù
Notennoù ha daveoù
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article 19 Gwengolo, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.