Gouren

Ur sport emgann a-zaou eo ar gouren hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh.

Gouren
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
    Diwar-benn ar gouren dre-vras eo ar pennad-mañ. Ur pennad Gouren breizhek zo ivez.

Da lâret eo reiñ ur pezh mell lamm d'egile, o c'hoari gant nerzh ar gravitelezh, lakaat egile da horjellat ha d'en em gavout an divskoaz peg ouzh al leur. Ha neuze e huch an tredeog : LAMM. Un tammig e pep lec'h war ar bed e kaver seurt c'hoarioù emgann, da skouer er grennamzer e teske ar varc'herien stourm o c'hourenañ. N’heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a gaver e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) hag eo meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.

Gouren
La lutte bretonne, Paul Sérusier, 1890-1891
Gouren
Delwennig Karajà

Degemeret eo bet ar gouren libr er C'hoarioù Olimpek e 1901.

Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren a veze pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh, a veze priziet gant an Henc’hresianed p'en em gannent en noazh, hogen libistret e oant gant eoul olivez evit ma vije diaesoc’h kregiñ e-barzh izili ar gourener all.

Daou stumm gouren a gaver : ar gouren gresian-roman, m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog e lodenn ar c'horf zo dindan an dargreiz, hag ar gouren dieub. Ouzhpenn-se e weler doareoù gourenañ m'eo difennet chom a c’hourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosek) hag an darn vuiañ eus ar re all.

Pleustriñ a reer peurliesañ ar gourenoù gant amatourien.

Ar c'hourenerien wellañ er C'hoarioù olimpek zo deus Iran, ar Stadoù-Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.

Gourenoù

Gourenerien vrudet

  • Clark Gable

Ster all

Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.

Liammoù diavaez

Tags:

Gouren oùGouren erien vrudetGouren Ster allGouren Liammoù diavaezGourenBreizhEzelGouren breizhekKorfSport

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ĜSwahilegChe GuevaraPinyinCreative CommonsMindrailherez DegtiarevBolchevikAlvokadDiazad doureierKenrouedadViruzGeorge H. W. BushArdamezeg mojenn ar Roue ArzhurDeiziadur gregorianPaul AvrilEnez ar YarQuod erat demonstrandumSant-GlennImpalaeriezh romanNepalKanadaEnez Tristan (Antarktika)Águila AmmunitionRepublik Poblel ha Demokratel KoreaCheshireJean-Michel CaradecTorzhellegezhVillalba de los AlcoresKenedEtienne (eskob Treger)1924Villar de FallavesAmzerEmpire State BuildingRoperzh AodigBrazilGouarnamant1944Caius Julius CaesarIsraelNoricumISBN1228DremedalOuzbekistanEgiptAozadur ar Broadoù Unanet800JunoSTEN (pistolenn-vindrailher)Têtes à claquesKirus IIA (kirillek)FraezhMandril21 MaeGuiyangNambu 14KerienAmazoniaA (lizherenn)🡆 More