Amitabh Bachchan (hindeg: अमिताभ बच्चन; distaget: /əmitaːbʱ bətʃtʃən/) a zo un aktour sinema eus India, ganet e 1942.
Moarvat ez eo aktour brudetañ India en XXvet kantved. C'hoariet en deus e-barzh ouzhpenn 150 film.
Amitabh Bachchan a zo bet ganet en Allahabad, en India d'an 11 a viz Here 1942. Ur barzh brudet e oa e dad, Harivansh Rai Bachchan.
Studioù arz ha studioù skiant en deus bet graet. Goude-se en deus graet a bep seurt micherioù. D'e 26 vloaz e stagas gant ar sinema, gant ar film Saat Hindustani, deuet er-maez e 1969. Gant ar filmoù Zanjeer ha Deewaar e teuas da vezañ anavezet, dindan al lesanv "Angry Young Man".
Dimezet eo Amitabh Bachchan gant an aktourez Jaya Bhaduri. Daou a vugale o deus hag unan anezho, Abhishek Bachchan, a zo aktour ivez.
E 1982 e oa bet gwall c'hloazet Amitabh Bachchan, pa oa o treiñ ar film Coolie. Paouez a reas neuze da c'hoari ha kregiñ da labourat evel produktour, gant e gompagnunezh, an ABCL (Amitabh Bachchan Corporation Limited).
E 1984 e oa aet war ar politikerezh, e tu Rajiv Gandhi. Dilennet e oa bet evel kannad gant 68% eus ar votoù. Roet en doa e zilez, tri bloaz diwezhatoc'h, pa oa tamallet dezhañ bezañ bogodet arc'hant. Dilezel a reas ar politikerezh da vat hag un nebeud bloavezhioù goude e teuas d'ar sinema en-dro, met hep ober kalz a verzh.
Dek vloaz dwezhatoc'h e teuas ar brud en-dro, gant an abadenn skinwel Kaun Banega Crorepati (un doare Qui veut gagner des millions ?), a veze kinniget gantañ da gentañ, a-raok na lezfe e blas gant Shahrukh Khan goude. E 1999 e oa bet dilennet superstar ar milved gant ar BBC . E miz Even 2000 e oa bet graet un delwenn dezhañ er mirdi Madame Tussaud e Londrez. Gant ar filmoù Mohabbatein (e 2000) ha Kabhi Khushi Kabhi Gham (La famille indienne e galleg) (e 2001) eo deuet ar vrud vras en-dro, ha goude-se gant Black, gant Sanjay Leela Bhansali (e 2005), ha gant Kabhi Alvida Naa Kehna (KANK) (e 2006.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Amitabh Bachchan, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.