Ur sport emgann a-zaou eo ar gouren hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh.
Da lâret eo reiñ ur pezh mell lamm d'egile, o c'hoari gant nerzh ar gravitelezh, lakaat egile da horjellat ha d'en em gavout an divskoaz peg ouzh al leur. Ha neuze e huch an tredeog : LAMM. Un tammig e pep lec'h war ar bed e kaver seurt c'hoarioù emgann, da skouer er grennamzer e teske ar varc'herien stourm o c'hourenañ. N’heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a gaver e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) hag eo meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.
Degemeret eo bet ar gouren libr er C'hoarioù Olimpek e 1901.
Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren a veze pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh, a veze priziet gant an Henc’hresianed p'en em gannent en noazh, hogen libistret e oant gant eoul olivez evit ma vije diaesoc’h kregiñ e-barzh izili ar gourener all.
Daou stumm gouren a gaver : ar gouren gresian-roman, m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog e lodenn ar c'horf zo dindan an dargreiz, hag ar gouren dieub. Ouzhpenn-se e weler doareoù gourenañ m'eo difennet chom a c’hourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosek) hag an darn vuiañ eus ar re all.
Pleustriñ a reer peurliesañ ar gourenoù gant amatourien.
Ar c'hourenerien wellañ er C'hoarioù olimpek zo deus Iran, ar Stadoù-Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.
Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gouren, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.