Youriy Alekseyevitch Gagarin (rusianeg: Ю́рий Алексе́евич Гага́рин, Youriy Alekseyevitch Gagarin ) (9 a viz Meurzh 1934 - 27 a viz Meurzh 1968) a oa un egoraer soviedel hag un Haroz eus an Unaniezh Soviedel.
Ur gelc'htro a reas en-dro d'an Douar e-pad 1 eurvezh hag 48 munut. Gagarin en doa servijet goude-se evel rener ar gourdoniñ evit kreizenn gourdoniñ an egoraerien nepell diouzh Moskva, a voe adanvet dre e anv. Marvet e 1968 pa oa pilet e garr-nij gourdoniñ MiG-15. Ar Fédération Aéronautique Internationale en doa krouet ar vedalenn aour Youriy A. Gagarin evit e enoriñ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Allegiance | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Anv e yezh-vamm an den | Юрий Алексеевич Гагарин |
Anv ganedigezh | Юрий Алексеевич Гагарин |
Anv-bihan | Yury |
Anv-familh | Gagarin |
Patronym or matronym for this person | Alekseyevich |
Deiziad ganedigezh | 9 Meu 1934 |
Lec'h ganedigezh | Klushino |
Deiziad ar marv | 27 Meu 1968 |
Lec'h ar marv | Novosyolovo |
Abeg ar marv | aviation accident |
Lec'h douaridigezh | Kremlin Wall Necropolis |
Tad | Aleksey Gagarin |
Mamm | Anna Gagarina |
Pried | Valentina Ivanovna Gagarina |
Bugel | Yelena Gagarina, Galina Gagarina |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
Micher | nijer karr-nij, Astraer, ofiser, politiker, ergerzhour |
Karg | deputy of the Supreme Soviet of the Soviet Union |
Bet war ar studi e | College named Yuri Gagarin (Saratov), Orenburg Military Aviation Piloting High School, Zhukovsky Air Force Engineering Academy |
Lec'h annez | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Kefridi astraer | Vostok 1 |
Strollad politikel | Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel |
Perzhiad e | 22nd Congress of the Communist Party of the Soviet Union, 23rd Congress of the Communist Party of the Soviet Union |
Grad milourel | Koronal, podpolkovnik, major, senior lieutenant, letanant |
Korf an arme | Yuri Gagarin Cosmonaut Training Center, Soviet Air Forces |
Ezel eus | International Academy of Astronautics, First group of Soviet cosmonauts |
Darvoud-alc'hwez | spaceflight |
Deskrivet dre | Bust of Yuri Gagarin, Irakleio |
Youriy Gagarin a oa bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1934 e kêriadenn Klushino, nepell diouzh Gzhatsk (adanvet Gagarin e 1968 goude e varv). Labourerien e oa e dud en un atant kenstrollet : Alexey Ivanovich Gagarin evel kalvezer ha mañsoner, Anna Timofeyevna Gagarina evel dastumerez laezh. An trede bugel a-ziwar pevar e oa Youriy, goude e vreur henañ Valentin, e c'hoar Zoya, hag a-raok e vreur Boris.
Evel milionoù a dud en URSS, ar familh Gagarin a oa bet gwasket gant an nazied e-pad an Eil Brezel-bed. Klushino a oa bet e dalc'h an Alamaned e miz Du 1941 pa oant o tagañ Moskva. Un ofiser alouber en devoa kemeret ti ar re Gagarin. Ar familh a oa bet aotreet da sevel un ti pri e-tro 9 m² gorread e ziabarzh war an dachenn a-dreñv an ti gwirion. Chomet e oant da grakvevañ eno e-pad ur bloavezh ha nav miz betek fin an dalc'h alaman war ar gêriadenn. E,1943, ar breur hag ar c'hoar koshañ a voe harluet gant an Alamated e Polonia evel sklaved labour ; distroet e oant e diwezh ar brezel e 1945 nemetken. E 1946, ar familh he devoa dilojet e Gzhatsk. Eno e kendalc'has Youriy Gagarin gant e studioù eil derez.
Amsklaer e chom marv Youriy A. Gagarin hiziv an deiz c'hoazh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Youriy Gagarin, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.