Ur tsunami a zo un heuliad gwagennoù krouet en dour gant ur stroñs hag a zilec'h an tevder dour a-serzh.
C'hoarvezout a ra tsunamioù pe barroù-reverzhi da heul krenoù-douar, disac'hadennoù douar, tarzhadennoù volkanek, tarzhadennoù a bep seurt, en o zouez korfoù kosmek evel mein-kurun (oablvein), pe tarzhadennoù bombezennoù nukleel. Gellout a ra digas distrujoù bras tre.
Iskevrennad eus | gwallzarvoud naturel, displacement |
---|---|
Efed | dour-beuz, rogue wave |
Studiet gant | douarouriezh, Geofizik, morouriezh |
Arouezenn Unicode | 🌊 |
An termen tsunami (kanji: 津波) a zo ur ger japanek savet gant tsu (津), ar porzh-mor, ha nami (波), ar wagenn; da lavaret eo « gwagenn borzh ». Eus yezh ar besketaerien e teu ar ger-se. Ar re-mañ a veze souezhet-bras o welet ar porzhioù distrujet tra ma n'o doa merzet mann ebet ispisial pa vezent war vor.
Peurvuiañ e vez degaset gant ur c’hren-douar pe tarzhadenn ur menez-tan (er Meurvor Habask alies). C’hoarvezout a ra un nebeud kilometroù diouzh an aod. Ne vez ket merzet en donvor, d’ar poent-se eo bihan ha gwan, met, pa erru war an aod e teu da vezañ nerzhus-kenañ, hag e vez distrujet pep tra war e hent. Ur wagenn vras evel-se a c’hell mont betek 800 km/h a-raok distrujadenn an aod. Seul nebeutoc’h eo don an dour, seul vrasoc’h e vo ar wagenn. Ar besketaerien a vez souezhet bras pa zistroont hag e kavont distrujet an holl draoù. Un tsunami, krouet en Alaska gant ur c’hren-douar, en deus treuzet ar mor Habask evit erruout betek su Antarktika. Amzer o deus bet an dud da skarzhañ pell a-walc’h eus an aod. Ha ne teu ket ar tsunami eus an avel e-gis ar gwagennoù. Arabat kemmeskañ un Tsunami hag ur wagenn « sélérate » dre ma n’o deus ket ar memes orin.
Gallout a reer gwelout e vo un tsunami ma ‘z eus :
E 1992 e voe hejet un disterdra San Juan del Sur, e Nicaragua, gant ur seism bihan. Un nebeud munutennoù goude e oa sec'h ar porzh bihan evel ur gibell c’houllo. Neuze e oa aet an dud war an aod da welet ar pezh a c’hoarveze. Met, just er mare-se ec'h erruas ar tsunami da zistrujañ pep tra.
Unan eus tsunamioù gwashañ ar c'hantvedoù diwezhañ a oa c'hoarvezet d'ar 26 a viz Kerzu 2004 er-maez da Sumatra. Ul lodenn vat eus aodoù Meurvor Indez a voe tizhet. 300 000 den, d’an nebeutañ, a oa bet lazhet gant Tsunami ar 26 a viz Kerzu 2004.
E Hawai eo savet an tiez a zo e kichen ar mor war bilochoù evit derc’hel ouzh ar tsunamioù. El lec’hioù ma c’hell c’hoarvezout un Tsunami e vez desket d’an dud an traoù a bouezh d’ober evit skampañ kuit, evit en em wareziñ… Lakaet e vez panelioù evit sikour an dud da gemer an hent mat da vont er goudor ma ‘z eus un tsunami… Labourat a ra ar skiantourien, ar gouarnamantoù hag ar strolegezhioù lec’hel evit aozañ ur rouedad da zetektiñ un tsunami o erruout, a-benn kelaouiñ ar bobl.
Ma ‘z eus un tsunami o erruout e rank an dud mont en uhelder evit tremen e-biou ar wagenn (war toenn un ti, ur wezenn, un dorgenn…). An divezhatañ tra d’ober eo en em stagañ ouzh un objed o flotiñ er mor.
80% eus ar tsunamioù a c’hoarvez er Meurvor Habask. N’eus nemet Tsunami ar 24 a viz kerzu 2004 a n’eo ket erruet er Meurvor Habask.
Ur megatsunami a zo un tsunami gant gwagennoù uheloc’h eget 100 metrad a uhelder. Ur megatsunami a c’hell goloiñ gant dour ur c’hevandir a bez. Ne c’hell ket ur seism krouiñ ur megatsunami, ne c’hellfe nemet ur meteorit braz-kenañ o kouezañ er mor pe ur menez a bez o kouezañ er mor krouiñ ur megatsunami.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Tsunami, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.