Trinidad Ha Tobago

Trinidad ha Tobago zo ur republik er Mor Karib, anezhi div enezenn, Enez Trinidad hag Enez Tobago.

Port of Spain, en enez Trinidad, eo ar gêr-benn.

Trinidad Ha Tobago
Kartenn eus Trinidad ha Tobago.

Douaroniezh

Trinidad Ha Tobago 
Store Bay e Tobago, gwerzhet mat d'an douristed

Er biz emañ da Venezuela, hag er su da c'hGrenada, en Antilhez Bihanañ. Bevennoù war vor zo gant stadoù arall: Barbados er biz, Guyana er gevred, ha Venezuela er su hag er c'hornaoueg,.

Istor

Trinidad Ha Tobago 
Moskeenn e San Fernando. An islam eo ar pevare relijion er stad.

Gant Kristoc'h Koulm e voe anvet "La Ysla de la Trinidad" ("Enezenn an Drinded"), hervez ur gouestl en devoa graet a-raok e drede treizhadenn. Etre marevezh Kristoc'h Koulm ha 1802 edo Trinidad ha Tobago en Impalaeriezh Spagn evel trevadenn. Neuze e voe roet d'ar Rouantelezh-Unanet. Dizalc'h eo ar vro abaoe 1962.

Sonerezh

Brudet eo karnaval Trinidad ha Tobago, ha meur a sonerezh krouet en inizi: steelpan, calypso, soca, ha limbo.

Tobago

Trinidad Ha Tobago 
Traezheg e Crown Point, Tobago

Colomb a lavaras bezañ gwelet Tobago er pellder, hag hec'h envel a eure Bellaforma, hep diskenn d'an aod Dont a raje anv Tobago eus an anv kozh, "Tobaco". Izelvroiz ha Kurzeme (tud eus Kourland, e Latvia) a oa deuet da chom da Dobago er XVIvet ha XVIIvet kantved da c'hounit butun ha kotoñs. Startaat a reas krog Breizh-Veur war an enezenn e-pad brezelioù Napoleon hag e 1889 e voe unanet trevadennoù Trinidad ha Tobago.

Arouezioù broadel

Banniel

Trinidad Ha Tobago 

Dibabet e voe ar banniel e 1962.

Ardamezioù

Trinidad Ha Tobago 

Dibabet e voe an ardamaezioù gant Kuzul an Dizalc'hted (Independence committee), ha warne an Ibiz ruz (un evn eus Trinidad), an evn Cocrico (eus Tobago) ha kolibried war ar skoed. Tri lestr zo ivez, arouezioù an Drinded, ha war un dro tri lestr Kristoc'h Koulm.

Politikerezh

Ur republik eo Trinidad ha Tobago.

Notennoù



Tags:

Trinidad Ha Tobago DouaroniezhTrinidad Ha Tobago IstorTrinidad Ha Tobago SonerezhTrinidad Ha Tobago Arouezioù broadelTrinidad Ha Tobago PolitikerezhTrinidad Ha Tobago NotennoùTrinidad Ha TobagoEnez TrinidadEnezennMor KaribPort of SpainRepublik

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ISBNKlemañs VIIITagadenn Crocus City HallSaezhKornôgRoskoPornografiezhISO 4217PellgehenterezhioùBidasoaStadIndiaは (lizherenn)Bro-C'hallBreizhKesoueReizhiad korvoiñBelarusegYezhoù keltiekKembreDiwanEnezennKren-douarKuomintangVortigernKarl V an Impalaeriezh SantelPortugalLyonesseArsailh war Pearl HarborLizherenneg fonetek etrebroadel2023Beugny1974Eil Brezel BedLennegezh vrezhonek kolletJavier MileiMarie-Antoinette Aostria1331Daveennoù lec'hiañIndonezegIowaReinhard HeydrichStrollad Komunour BreizhNew YorkTaiwanMoukHippolytePas-de-CalaisHungariaKanton Dunkerque-2FinlandOadvezh an houarnIzoldWikimediaMederiegHolloueziadurGregor MendelAostraliaIstorJapanBro-GwenedYezhoù alemanekBettie Page🡆 More