Montreal

Montreal (Montréal e galleg, distaget e galleg standard, Montreal e saozneg, distaget ) eo kêr vrasañ Kebek hag eil kêr Kanada gant ouzhpenn 1,8 milion a annezidi war 365,65 km².

Montreal Pennadoù Montréal ha Montereale zo ivez.

An tolead kêr a vod 4,3 milion a dud, tro an hanter eus poblañs Kebek. Tennañ a ra hec'h anv eus ar "Mont Royal" (Menez ar Roue), ur dorgenn a-us da greizenn istorel ar gêr badezet gant Jakez Karter e 1535-1536.

Montreal
Montréal
Montreal Montreal
Banniel Ardamezioù
Sturienn : Concordia Salus

MontrealKreiz kêrIliz-veurStad olimpekMcGill UniversityMontreal gozhOrator St-Joseph

Montreal Bukit war pep skeudenn

Melestradurezh
Riez Banniel Kanada Kanada
Proviñs Banniel Kebek Kebek
Rannvro Montreal Montreal
Maerez Valérie Plante
(16/11/2017 )

Diazezet
Kêr
Meurgêr
17 Mae 1642
1832
1 Genver 2002
Douaroniezh
45° 30' 32" N – 73° 33' 42" K
Gorread
• Kêr
• Meurgêr

365,65 km²
4 360 km²
Uhelder
• Uhelañ
• Izelañ

233 m
6 m
Poblañs (2021)
• Kêr
• Meurgêr

1 762 949 (2021)
4 291 732 (2021)
Stankter (2021)
• Kêr
• Meurgêr

4 821
984
Gwerzhid-eur UTC-5 (Goañv)
UTC-4 (Hañv)

Internet ville.montreal.qc.ca

Kalon armerzhel, kenwerzhel hag arc'hantel Kebek eo. Ouzhpenn 400 sez sokial he deus, c'hwec'h skol-veur ha 450 kreizenn enklask. Ur greizenn sevenadurel a-bouezh eo ivez evit ar c'hoarioù video, ar sinema hag an dezign. Ar galleg eo yezh ofisiel ar melestradurezh hag ar yezh ar muiañ komzet er gêr. Ouzhpenn an hanter eus ar boblañs zo divyezhek, hag ar c'hard zo teiryezhek.

Sez meur a aozadur etrebroadel eo : Aozadur etrebroadel an nijerezh foran, Ensavadur stadegoù an UNESCO, sekretourva ar C'hendivizad war liesseurted ar vuhez , Ajañs bedel an enepdoperezh.

Degemeret he deus an Diskouezhadeg Hollvedel e 1967 hag ar C'hoarioù Olimpek hañv e 1976. Bep bloaz e vez savet darvoudoù bras evel Priz Bras kirri Kanada ha festivalioù a bep seurt evel Festival etrebroadel jazz Montreal, ar "Francofolies" ha "Juste pour rire". "Kanadianed Montreal", skipailh hoke war skorn ar gêr, eo skipailh oberiant koshañ Amerika.

Gevellerezh

Notennoù

Tags:

Jakez KarterKanadaKebek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Isabel Sofía PicónVeneziaMalaysiaISBNSaozneg1991Impalaeriezh SvedenEostUkrainaBrazilWorld Wide Web Consortiumuslimestra2020Yann Iañ (dug Breizh)Engravadur an AulnaysMenez AreBronnSvedenHohenzollern (1901-1914)Foar VreISOEmsavBrezelTaboulinAljebrMarselhaRobin HobbMilanoKalifiezh an OmeiadedFanny HillKesoueKartadaStringBangladesh201219901866MediaWikiDamh the BardOmar SyNaonedItaliaRoumaniaNoricumSevenadur1653Kevin CostnerFrañsez Jaffrennou1añ MezhevenMuzelloù bihanHillary ClintonTyne (Bro-Saoz)Plaza de soberaníaSimon HarrisWikiHoratio NelsonColt Anaconda8 Mezheven1671PornografiezhZombie StrippersKerzuMahomedNaturCatherine LatourBro-RoazhonDidonJohannes VermeerNovritschMor Arabia🡆 More