Kaledonia-Nevez pe Kanaky a zo un enezeg eus Okeania, lec'hiet er c'hornaoueg d'ar Meurvor Habask.
Arouezioù broadel | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Pelec'h emañ Kaledonia-Nevez. | |||||
Yezh ofisiel | Galleg (ofisiel), meur a yezh kanakek | ||||
Kêr-benn | Nouméa | ||||
Statud politikel | Stroll Sui Generis gall | ||||
Prezidant ar Republik C'hall | Emmanuel Macron | ||||
Komiser uhel ar republik | Vincent Bouvier | ||||
Prezidant ar gouarnamant | Cynthia Ligeard | ||||
Gorread | 18 575 km² | ||||
Poblañs - Hollad (2009 ist.) - Tudegezh | 249 000 13 / km² | ||||
Moneiz | Lur Habask |
Graet e vez "Kanaky" eus ar vro gant an emsaverien. An tiriad gallek nemetañ eus Melanezia a-bezh.
Dalc'het eo ar vro gant ar Frañs met a-raok 2018 e vo dalc'het ur votadeg evit gouzout ha dizalc'h e vo pe ne vo ket. Mar bez dibabet an dizalc'hiezh e vo Kaledonia-Nevez ur riez. A-hend-all e vo ur tiriad kevredet ouzh ar Frañs: ur statud bro tramor evel Polinezia.
Rannet eo an tiriad e tri froviñs:
Gant James Cook, ur Skosad beajer, eo e oa bet dizoloet an enez-se e 1774. Koulskoude, ar bobl gentañ eus ar vro-se eo ar Velanezianed abaoe 3 000 bloaz. An ergerzher-se en deus anvet "New Caledonia" e saozneg, evit degas soñj eus e vro, a veze anvet Kaledonia gwechall.
Abaoe miz Gouhere 2010 ez eus daou vanniel ofisiel: hini Republik Frañs ha hini Kanaky-Kaledonia-Nevez, hemañ bet roet lañs dezhañ gant an FLNKS. Gwintet e vezont kichen-ha-kichen.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kaledonia-Nevez, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.