Moneiz

Moneiz, en e ster hollek, a dalv arc'hant, e pezhioù hag e bilhedoù peurliesañ.

Moneiz a c'hall bezañ resisoc'h ha daveiñ d'unan eus ar binvioù arc'hant a zo anezho. Anv zo eus un unanenn arc'hant d'ar mare-se. Lies eo moneizoù ar bed dre o stummoù hag o zachennadoù.


Mon lezennel ar moneizoù

Da aesaat ar c'henwerzh etrebroadel etre an takadoù moneizel e vez implijet feurioù eskemm, da lavaret eo ar prizioù a c'haller eskemm ar moneizoù an eil ouzh egile. Komz a reer eus mon ar moneiz. Lod eus ar moneizoù n'o deus ket mon ken, evel ar Pengő pe c'hoazh Franc Aljeria. Mon ur moneiz a c'hall bezañ ret pe frank.

Pep stad en deus e voneiz dezhañ. Ret eo avat menegiñ stadoù-izili Unaniezh Europa o deus lezet kontrol ar politikerezh moneizel da [[Bank Kreiz Europa]|Vank Kreiz Europa]. Ar moneizoù all a vez roet o mon gant pep e Vank kreiz pe Ministrerezh an Arc'hant. Embreger a reont ar re-mañ ur monopol war ar produiñ hag ar skignañ. Emren pe emrenoc'h a c'hall bezañ ur Bank kreiz diouzh ar gouarnamant en deus krouet anezhañ.

Moneizoù a-vremañ

E touez ar moneizoù brudetañ e kaver an dollar US, moneiz Stadoù-Unanet Amerika, moneiz galloudusañ ar bed. Ur moneiz pouezus kenañ all e armerzh ar bed zo an euro, moneizh Unaniezh Europa. Moneizoù all a c'hall bezañ meneget : ar yen, moneiz Japan, hag al lur sterling, moneiz ar Rouantelezh Unanet.

Ar memes ger a c'hall bezañ implijet gant meur a stad, da skouer an dollar pe an dinar. Bez zo ivez stadoù hag a implij ar memes moneiz, da skouer Takad an Euro. Gallout a ra ur stad divizout implij moneiz ur stad all : war dachennadoù Panama hag El Salvador e vez reizhus an US Dollar.

Pep moneiz en devez ur moneiz-rannañ, a dalv 1/100 ar moneiz-pennañ : 100 cent = 1 dollar, 100 cent pe santim = 1 euro, 100 penny = 1 lur sterling. Unanennoù a 1/10 pe a 1/1000 a zo anezho ivez. Nebeud broioù evel Maoritania, Madagaskar ha Ginea a chom en diavaez diouzh ar sistem a-zegoù.

Nomenkladur ar moneizoù a-vremañ

Kodet eo bep moneiz gant tri lizher, ar reolad ISO 4217 an hini eo : an daou gentañ a zaved d'e stad hag an hini diwezhañ d'e lizherenn-dal. Gant se eo an dollar amerikan hag an dollar c'hanadian kodet USD (US=United States, D=dollar) ha CAD (CA=Canada), al lur breizhveurat GBP (GB=Great Britain, P=pound). Un direolder eo an euro kodet EUR peogwir ez eus meur a stad ennañ.

Arouezioù moneiz

Diamrezet int aet da vezañ ablamour d'ar reolad ISO 4217. Un nebeud arouezioù a vezer graet ganto koulskoude :

  • $ - an Dollar
  • ¥ - ar Yen e Japan
  • € - an Euro, moneiz Unaniezh armerzhel Europa
  • £ - al Lur sterling (pound), moneiz ar Rouantelezh Unanet

Stummoù moneizoù en istor

An trokerezh a oa ur seurt eskemm hep moneiz, pe gant ar madoù o-unan e plas ar moneiz. Simplik a-walc'h e oa ar seurt kenwerzh. Da luziata an eskemmoù hag an talvoudegezhioù e voe implijet ur moneiz, pe stumm bennak e vefe, evit dont a-benn da gerwerzhañ muioc'h ha gwelloc'h.

Forzh petra a c'hall bezañ ur moneiz evit gwir. Estreget ar metal prizius (aour, arc'hant, kouevr...) e voe implijet kalz dafarennoù all evel moneiz en istor :

  • troc'hadoù maen toullet, en inizi Yap, c'hoazh implijet hiziv an deiz
  • en uheldirioù Ginea-Nevez e veze implijet istr : ar re "gKina", hanterloar o stumm, livet a-wechoù. Tennañ a ra ar vro he anv deuzhouto. Skeudennet int war bilhedoù bank ar vro.
  • dilhadoù
  • mouchoueroù
  • gwalennoù
  • dent loened : dent chas, dent koleoù-mor, dent c'hwezhered braz, dent delfined, dent moc'h, dent wapitied
  • pluñv
  • feurioù avanked
  • ed
  • troioù-gouzoug kregin
  • pempilhoù lostoù olifanted
  • butun, e Virginia
  • brik te, e Sina
  • kregin kauris (pe kaori?) e Sina eus 1100 a-raok JK da 1578 goude JK. Skignet eo bet en India, er Meurvor Habask, er Maldivez, marc'hadourien arab en deus kaset anezho betek Afrika.
  • holen
  • pesked sec'het, en Island
  • alamandez, e Indez
  • fav kakao, e Spagn Nevez
  • sigaret en arme hag er c'hampoù prizonidi brezel

Liammoù diabarzh

  • moneizoniezh, studi ar moneizhoù hag ar medalennoù
  • feur eskemm
  • marc'had an eskemmoù
  • takad moneizel
  • Font Moneizel Etrebroadel (FME)

Daveoù

Tags:

Moneiz Mon lezennel ar moneizoùMoneiz où a-vremañMoneiz Stummoù moneizoù en istorMoneiz Liammoù diabarzhMoneiz DaveoùMoneizArc'hantBilhed

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

HerrinBrennidennZinkRoazhonKarl VeurBevoniezhMaouezHindouegezhKoatrevenEmgann an AlreKroatiaDolly PartonRoue ArzhurManagementGwalarnPerseüsTeknologiezhDiwanVenus KallipygosKod etrebroadel ar sinalioùBelizeStad emveliekMonc'hwezKren-douarEukariotKourzhLenn GardaCeiMickey Mouse ClubhouseGuidobaldo II Della RovereHungariaPhoenixC (lavar programmiñ)BidasoaTreiñ ha troidigezhČeská zbrojovka a.s.Unaniezh EuropaKanton DinanKesoueWapitiGeorgiaLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegEncyclopædia Britannica9 MaeMiddlesexImpalaeriezh santel roman germanLouis CapartKronikennoù Plac'h nevez BreizhEl NiñoZeusEmflourañEugène BoudinSant-PetersbourgPierrefitte-sur-SeineBronnBeugnyFrañs🡆 More