Ur Gwallzarvoud eus gwazhied an Empenn (GGE) a c’hoarvez gant ur fourgas trumm eus gwazhiadur ul lodenn eus an empenn.
Bez e c’hell bezañ ur wazhienn kas stanket pe darzhet. En daou zoare-se e vo trubuilhet mont en dro an empenn, ha neuze hini ar c’horf rak eñ eo a ro an urzhioù.
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Iskevrennad eus | cerebrovascular disease, neurological symptom |
---|---|
Lec'h | human brain |
Dibarder mezegel | neurologiezh, neurosurgery |
Medical examination | ROSIER scale, Orpington Prognostic Scale |
Louzoù | pentoxifylline |
Anatomical location | human brain |
Risk factor | butuniñ |
Anaouder WordLift | http://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/stroke_3, http://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/stroke |
ICPC 2 ID | K90 |
ID en Thesaurus NCI | C2938, C3390 |
Evit ober war-dro e gargoù disheñvel en deus ezhomm an empenn eus dioksigen hag energiezh. Hogen ne c’hell ket berniañ ar sustañsoù energiezh. Bez eo neuze kefridi ar gwad pourveziñ anezhañ e nutriantoù (evel ar glukoz) ha dioksigen. War-dro ur c’hard eus ar gwad a zeu eus ar galon a zo kaset d’an empenn. Ma c'hoarvez ur GGE iskemek e vo paouezet red ar gwad neuze ne c’hello ket mui pourvezañ sustañsoù (dioksigen, glukoz, na nutriantoù all) d’ar c’helligoù nervennel. Hag int ne c’hellont ket chom bev ma n’eo ket adkempennet red ar gwad en un nebeud munutennoù. Ma c'hoarvez ur GGE diwadek e vez moustret ar melpenn dre ar bloñsadur kiriek eus distruj ha nann-mont endro ar c’helligoù nervennel.
Bez ez eus 3 stumm GGE bras: bez e c’hell ur wazhienn kas bezañ stanket gant ur bouloudenn wad, ur wazhienn e-barzh an empenn a c'hall bezañ torret pe c’hoazh ur wazhienn kas o erruout en empenn a c'hall bezañ torret.
Ar stumm-se eo an hini boutinañ (80% eus ar GGE). Ur bouloudenn wad a c’hell sevel e-barzh ur wazhienn; da skouer gant gwazhiennoù treutaet dija gant lizoù druz. Neuze abalamour d'ar bouloudenn wad (anvet Trombus) ne c’hello ket mui tremen ar gwad enni, ar pezh a zegaso un distrujadenn eus ar c’helligoù nervennel (lodenn anvet infarktus empennek).
Pe bez e c’hell bezañ ur bouloudenn wad savet en ul lec’h all er c’horf ha zo en em distaget a-raok bezañ kaset gant nerzh red ar gwad, hag a zeu goude da stankañ ur wazhienn en empenn. Ar wazhienn stanket a vir ouzh ul lodenn eus an empenn da resev e gementad gwad ret.
Ober a ra ur c'holl gwad en empenn. Mont a ra d'ober 15% eus ar GGE. Ur wech ma'z eo tarzhet ar wazhienn e tiver ar gwad en ul lodenn vras pe vihan en empenn. Ar pezh a zegas ur voustradenn eus an empenn hag a vo stroñset.
Ar seurt koll-gwad a ya d'ober ar 5% all eus ar GGE. Ar wech-mañ pa darzh ar wazhienn ez a kuit ar gwad e-barzh lec’hioù eus toagenn an empenn, da lavaret eo al lec’h etre an empenn hag ar c’hlopenn. Pa c’hoarvez e vez 60% anezho hag o deus ur freg anevrism (distummadur eus speurenn ar wazhienn-kas a c’hell terriñ).
Arouezioù pouezus zo a-benn gallout anavezout ur GGE ha ma vez merzet kement-mañ, petra a c'heller ober.
Ur wech merzet unan pe meur a unan eus an aouezioù-se ez eo ret pellgomz diouzhtu d’ar SAMU, rak, d’ar mare-se, pep munutenn a zo pouezus. Ar buanañ e vo kemeret e karg ar c’hlañvour, an nebeutañ a labezadoù en empenn en devo, da lavaret eo ivez nebeutoc’h a heuliadurioù.
A-wechoù an arouezioù a c’hell bezañ gwelet pe santet e-pad ur pennad amzer berr nemetken, munutennoù pe eurvezhioù. Ret eo kemer anezho e kont memes tra, ha pellgomz diouzhtu d’ar SAMU. War-dro 30% eus ar GGE o deus arouezioù berr evel-se a-benn diarbenn, hag an aliesañ n'int ket kemeret e kont.
Bez ez eus meur a devouder a laka ar riskl GGE da greskiñ ; setu da heul ar reoù vrasañ anezho.
E-penn kentañ ar GGE e vez roet ul louzoù a-benn ma teuzfe ar bouloudenn wad ha ma vefe tu d’ar gwad tremen en-dro. Al louzaouenn-se zo anvet "Actilyse" e Bro-C'hall, ha ne c’hell bezañ roet nemet en ospitalioù. An amzer a-benn reiñ al louzaouenn-se a zo berr-tre, erbedet eo reiñ anezhañ e korf an 3 eurvezh goude an arouezioù kentañ. An "Actilyse" a zo efedus-kenañ, ha 40% eus an dud o deus kemeret anezhañ a oa pareet 3 miz war-lerc’h. Ar buanañ vo distanket ar wazhienn, ar gwellañ e vo an daspunadur.
Goude ur GGE ez eo ret diwall a-benn ne c’hoarvezfe ket un eil pe un dagadenn kalon (infarktus eus ar miokard).
Ar riskl da ober un eil GGE a zo eus 5-10% dre vloavezh. Ar riskl da gaout un dagadenn kalon a zo eus 2% dre bloavezh 5 bloaz goude bezañ graet ur GGE; 25% eus ar glañvourien o deus graet unan all, 10% anezho o deus bet un infarktus eus ar miokard. Ha reoù all ‘zo marvet eus gwallzarvoudoù e gwazhied all.
Ar riskloù-se a c’hell digreskiñ eus 80% gant ma vo heuliet pezh a lavar ar mezeg:
Ur wech m’eo teuzet ar bouloudenn ez eo ret klask broudañ ar c'horf ar muiañ a c'haller a-benn adpakañ holl e varregezhioù: bale, implij pep lodenn eus ar c’horf, komz, gwelet,… Forzh peseurt derez adpakadenn e vefe tizhet, ret eo deskiñ d’ar c'hlañvour implijout e varregezhioù diouzh an doare gwellañ, hag ober e doare na vefe ket nec’het gant e heuliadurioù. Mont a-enep e vefe diaesadurioù hag a c'hrevuso an heuliadurioù.
A-wechoù eo talvoudus e teufe ar mezeg, an addiorroer; ar c'hineziterapeut, an ergoterapeutour, an ortofonour ha reoù all. Ar memes pal zo ganto : reiñ e du d'ar c’hlañvour da vezañ emren.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.