Rostrenenn: Kumun Aodoù-an-Arvor

Rostrenenn (distaget er vro: pe ) a zo ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor hag unan eus kêrioù brasañ Kreiz Breizh, en tu-hont da 3 000 a annezidi dezhi.

Ur barrez eus Eskopti kozh Kernev a-raok 1790 ha kêr-benn ar Vro Fisel eo.

Rostrenenn
Ti-kêr Rostrenenn.
Ti-kêr Rostrenenn.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Rostrenen
Bro istorel Bro-Gerne Bro-Gerne
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Rostrenenn
Kod kumun 22266
Kod post 22110
Maer
Amzer gefridi
Guillaume Robic
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh
Lec'hienn web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 132 ann. (2020)
Stankter 97 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 14′ 08″ Norzh
3° 19′ 05″ Kornôg
/ 48.235436, -3.318134
Uhelderioù bihanañ 152 m — brasañ 262 m
Gorread 32,17 km²
Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù
Lec'hiañ ar gêr
Rostrenenn

Douaroniezh

Dezougen

Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù 
An ti-gar

Kumunioù amezek

Anv

  • Bernard Tanguy (1992) ː Rostrenen, 1248; Rostraenen, 1254; Rostrenen,1262, 1267, 1269; Rostraenen, 1270; 1285; Rostrenein, 1294; Rostrenen, 1296; Rostrainen, 1317; Rostraenein, c. 1330; Rosdrenen, 1368; Rostrenen, 1535-1536;
  • Rostraenen e oa en XIIIvet kantved .
  • Erwan Vallerie (1995) ː Rostrenen, 1267; Rostroenen, 1270; Rostrenein, 1294; Rostrenan, 1306; Rotrelen, Rotrelan, 1320; Rostrenen, 1328; Rostrenan, 1352; Rostrenen, 1354; 1368; Rosdrenen, 1368; Castro de Rostrelehen ?; Rostraenen, 1371; Rostrenan, 1379; Rosternen, 1536; Rostrenan, 1593; Rosternan, Rosternen, 1636; Rosternen, 1731.

Ardamezioù

Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù  En erminioù e deir zreustell en gul
• Sturienn : Oultre ("Uheloc'h bepred"), tiegezh Rostrenenn.

Istor

Deroù

E-pad ar prantad galian-ha-roman eo deuet Rostrenenn da vezañ ur c'hroashent asambles gant Karaez (Vorgium) abalamour d'ar marc'had dreist-holl. Dont a ra da vezañ ur gêriadenn da vat pa vez savet ur c'hastellig e koad-prenn e-kichen ur stank. An ti-kêr a vez kavet bremañ er plas-se. Ar c'hastellig-se a oa bet savet gant ur baron er VIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

Baronelezh ha kastell

En XIvet kantved e voe savet un tour-meur e plas ar c'hastellig. Galloudus e teuas baronelezh Rostrenenn da vezañ d'ar mare-se pa oa e varon (Riwalon aet da senesal Breizh e 1068). En em ledañ a rae levezon baronelezh Rostrenenn war pevar c'hanton betek an Dispac'h gall e 1789. Ar c'hastell a oa kelc'hiet gant mogerioù-difenn uhel hag gant ar stank bepred. Lod eus baroned Rostrenenn o deus bet ur pouez bras en istor: Jafrez Rostrenenn e-pad an Eizhvet kroaziadeg (en XIIIvet kantved), ar baron Pêr VI hag a vrezele gant Beltram Gwesklin (e 1370) hag ar baron Pêr VIII, letanant an armeoù gall, ivez, a skarzhas ar Saozon eus Frañs kuit gant Janed Ark.

E 1581, Toussaint de Beaumanoir, mestr-kamp armeoù ar Roue ha baron Rostrenenn a greñvaas an tour-meur. E 1592, e-pad 3 bloavezh e talc'has ar c'hastell ouzh an enebourien. Met en trede bloavezh e kouezhas ar c'hastell en e boull ha distrujet e voe evit na c'hellje ket bezañ implijet ken. Distrujet e oe da vat diwar urzh ar roue gall Herri IV e 1601, dindan Elena Rostrenn, merc'h Toussaint. Ur c'hastell nevez evit an annez a voe savet gant un embregour o chom e Kemper diwar c'houlenn an dugez Elbeuf, baronez Rostrenenn en XVIIIvet kantved. Ar varoned ziwezhañ a chomas er c'hastell-se betek an Dispac'h gall. Un toull-bac'h a voe graet gantañ (evel Kampostal), ti an archerien a vo staliet e-barzh da c'houde. Tudjentil ar vro a voe toullbac'het er c'hastell e-pad an Dispac'h.

E-pad labourioù kanol Naoned-Brest e servije ar c'hastell da bareañ ar brizonidi bolitikel, un ospital e oa d'ar mare-se. Implijet eo bet ivez evel skol ar merc'hed betek 1935, skoliatet e voent goude en ur savadur nevez: ar skol Édouard Herriot. Ar c'hastell en deus servijet evit bezañ skol an holl vugale e-pad an Eil brezel-bed, dre ma oa ar c'hkommandantur e skol ar merc'hed. Ar peurrest eus ar c'hastell a zo bet distrujet evit sevel an ti-post.

XIXvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

  • Yuzevion a gavas repu e Rostrenenn e-pad ar brezel; unan anezhe, dimezet gant ur plac'h eus ar vro, a voe flatret ha serret, mervel a reas en Auschwitz; ur vamm hag he div blac'hig a c'hellas chom kuzhet betek an Dieubidigezh.
  • Kemeret e voe 36 000 Lur en ti-post ha 100 000 Lur er Banque populaire, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 25 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg.
  • Mervel a reas 25 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas pevar milour eus ar gumun er Viêtnam.
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas ur soudard eus ar gumun.
Tchad
  • Oberiadenn Tacaud: un adjudant eus ar gumun a varvas d’an 29 a viz Genver 1978 e Faya Largeau.

Bonen

  • E 1970 e voe staget kumun Bonen ouzh hini Rostrenenn.

Diorroadur

En em ledet eo ar gêr tro-dro d'ar c'hastell, dreist-holl war dorgenn ar Minioù (263 metrad uhelder). A-raok an Dispac'h gall e veze korvoet ar c'hoadeier a oa tro-war-dro, diorroet eo ar gêr dre-se. 900 annezad a oa da vare an Dispac'h gall. E 1790 e teu Rostrenenn da vezañ ur gumun. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Rostrenenn da benn ur bann. Krouet voe neuze un takad evit labourat an douar, Rostrenenn o vezañ e-kreiz. A-drugarez da ziorroadur ar c'hehentiñ e teu kêr da vezañ liammet gant an diavaez. Diorroet 'vez ar skoliata ivez, degas a ra skolidi ha studierien. Dont a ra da vezañ ur gêr artizanel ha kenwerzhel. Da Veurzh e c'heller kavout ar marc'had e pep lec'h e kêr. Ur vediaoueg brav-tre a zo bet savet e 1993.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Iliz katolik Itron Varia an Draeneg, savet er XIVvet-XVIIvet-XIXvet kantved. Bet chapel ar c'hastell-kreñv.
  • Feunteun (XVIvet kantved).
  • Chapel Sant Jakez (XVvet kantved).
  • Chapel Lokmaria (XVvet kantved).
  • Tiez kozh (XVIIvet kantved).
  • Maner Kampostal.
  • Monumant ar re varv el leurgêr e-kreiz ar vourc'h, luc’hskeudenn ha kartenn-bost. Dioueliet e voe d’an 30 a viz Genver 1921.
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn.

Poblañs

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù

Tud

Tud ganet eno

Tud marvet eno

Tud liammet gant Rostrenenn pe o deus bevet eno

Ardamezeg ar familhoù

Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù  Beaumanoir

Baroned ar barrez

En glazur e unnek c'hanochenn en argant, 4, 3, 4
Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù  du Quélenec

Baroned ar barrez

En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour

Relijion

Burzhud miz Kerzu 1300 hag ar pirc'hirindedoù

E miz Kerzu 1300 e voe kavet gant un den un delwenn eus ar Werc'hez Vari e-kreiz un draeneg. Pa voe lakaet an delwenn e chapel ar c'hastell e voe pirc'hirined o tont da azeuliñ Itron Varia an Draeneg. Pardon ar Werc'hez a vez dalc'het bep 15 a viz Eost.

Brezhoneg

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • Ur skol divyezhek publik a zo eno abaoe 1984.
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet 118 skoliad er c'hlasoù divyezhek (34,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) .

Krennlavaroù

  • Merc'hed Rostrenn 'Zizola o revr da c'holoiñ o fenn.

Ar festival Fisel

Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù 
Banniel Rostrenenn

Ur festival anavezet e Breizh a-bezh a vez bep bloaz e Rostrenenn, hini an dañs fisel evel-just. E 2007, da skouer, e oa bet dalc'het ar 35vet festival fisel, etre an 23 betek ar 26 a viz Eost 2007.

E 1969 e oa dalc'het kenstrivadeg kentañ an dañs Fisel e Loudieg hag ar bloaz war-lerc'h e Bonen. Ac'halehont e oa bet kaset da Vêl-Karaez e 1972, met re vihan e oa deuet da vezañ sal ar gumun evit an dañserien. Goude-se e oa bet kaset da Rostrenenn. Hengounel eo an dañs fisel e Rostrenenn ha tro-war-dro, e Groñvel, e Plougernevel, Plevin, hag all.

Gevelliñ

Bro Kêr Abaoe
Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù  Iwerzhon Ceann Toirc
Rostrenenn: Douaroniezh, Dezougen, Ardamezioù  Martinik Le Morne-Rouge

Pennad kar

Levrlennadur

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Tags:

Rostrenenn DouaroniezhRostrenenn DezougenRostrenenn ArdamezioùRostrenenn IstorRostrenenn Monumantoù ha traoù heverkRostrenenn PoblañsRostrenenn RelijionRostrenenn BrezhonegRostrenenn KrennlavaroùRostrenenn Ar festival FiselRostrenenn GevelliñRostrenenn Pennad karRostrenenn LevrlennadurRostrenenn Liammoù diavaezRostrenenn Notennoù ha daveoùRostrenenn1790Aodoù-an-ArvorDepartamant gallEskopti KerneKumun c'hallKêrKêr-bennLizherenneg fonetik etrebroadel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Reizhiad korvoiñPornografiezhManagementSivetKensonenn kevig dre dostaatLugSemyon AlapinYec'hedYezhoù keltiekJakez RiouTehranSistrEl NiñoKolkidaYukonBeg ar vronn3 C'hwevrerKawanRubén González (pianoour)Stadoù-Unanet AmerikaClaireChileBill Clinton1998OuigouregIntelRouanHetairKazhPrederouriezhLitiomHImpalaeriezh roman ar ReterMeurlarjezBahamasToullañ goloenn an ellig28PistolennTania MalletRoumaniaAozadur ar Broadoù UnanetLiger-AtlantelNovorossiya (kevredad)Chomlec’h IPEil Brezel-bedNeon3 MezhevenMarco PauloBrezel-bed kentañNvidiaBukkakeMerdeerXXvet kantvedAlamanCarles PuigdemontKlausen (Sutirol)Rouantelezh-UnanetLesya Ukrayinka1999LegumajTaylor Swift1936Kronikennoù Plac'h nevez Breizh🡆 More