Ul lec'hienn a vez lavaret gant tud zo (gerioù all zo c'hoazh: lec'hiad, load, gwivan, sit-web) eus un dastumad pajennoù eus ar Genrouedad, liammet kenetrezo, gouestlet da un den, ur gevredigezh, un obererezh pe embregerezh bennak.
E Geriadur brezhoneg An Here eo disklêriet evel ur pourvezer stlenn war ur rouedad pellgehentiñ.
Rann eus | World Wide Web |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1990 |
Krouet gant | Tim Berners-Lee |
Oberataer | webmaster |
Lec'h produiñ | Frañs |
Software engine | web server |
Operating area | worldwide |
Maintenance method | website maintenance |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/website |
Peurvuiañ e kaver skrid ha skeudenn, met filmoù a c'haller kavout ivez. Un anv zo d'ar pajennnoù-se (anv-domani, gouez da lod), hag ur chomlec'h er Genrouedad.
Tud zo (Albert Boché, Tugdual Kalvez) a gav gante eo savet fall ar ger hag a gav gwelloc'h ober gant lec'hiad. E skridoù Preder pe e geriadur Ménard e kaver ar ger load.
Unanig bennak a gav gwelloc'h azasaat ar ger kembraek gwefan, hag ober gant gwivan, diwar gwiad ha man (evel peurvan, diwar peuriñ ha man), da lavarout eo ul lec'h er gwiad.
Ul lec'h eo al lec'hienn, gant ur ster un tamm spisoc'h.
Met implijet e vez kentoc'h al liester, lec'hiennoù, evit ober anv eus un nebeud lec'hioù resis, tre evel ma implijer ar ger gwezennoù, .
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lec'hienn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.