Michael Haneke

Michael Haneke, ganet d’an 23 a viz Meurzh 1942 e München, zo ur filmaozer ha skriver scenario aostrian.

Oberennoù

Teiroberenn ar Skornerezh

Anvet eo bet e dri film sinema kentañ teiroberenn ar Skornerezh. Er filmoù-mañ e kaver tudennoù a gav diaes mont e darempred ha komz, livioù yen, luskoù goustad.

Der siebente Kontinent

Aozet eo bet e film sinema kentañ, Der siebente Kontinent (ar seizhvet kevandir, 1989), diwar un istor wir, hini ur familh a ziviz drailhañ pep tra en he buhez hag en em lazhañ.

Bennys Video

Kontañ a ra e eil film, Bennys Video (Video Benny, 1992), istor ur c’hrennard a vev dre filmoù. Lazhañ a ra e gamaradez ha gwarezet eo gant e dud.

71 Fragmente einer Chronologie des Zufalls

E drede film, 71 Fragmente einer Chronologie des Zufalls (71 darn ur gronologiezh ar chañs, 1994) a gont, e stumm perzhioù berr, istor un hold-up en ur bank.

Das Schloß

Das Schloß (ar c’hastell, 1997) a zo azasaet diwar romant Franz Kafka gant ar memes titl.

Funny Games

E Funny Games (1997) e weler ur familh aet da vakañsiñ war word ul lenn, taget gant div baotr yaouank a glask lazhañ anezho. C’hoari a ra tudennoù ar familh evel en ur drajedienn, hag an daou baotr evel en ur gomedienn.

Code inconnu

E Code inconnu (Kod dianav, 2000) e weler tudennoù a glask kemenn hep kavout penaos ober.

La pianiste

La pianiste (Ar sonerez piano, 2001) a zo aozet diwar levr Die Klavierspielerin (1983), skrivet gant Elfriede Jelinek. Kontañ a ra istor ur gelennerez piano, diaezamantoù reizhel en he buhez.

Le Temps du loup

Le Temps du loup (Amzer ar bleiz, 2003) a gont istor ur familh en ur bed post-apokalips.

Caché

E Caché (Kuzhet, 2005) e weler un den a resev kasetennoù video a zegas d’e soñj e vugaleaj.

Funny Games U.S.

Funny Games U.S. (C’hoarioù fentus SUA, 2007) zo un adaozañ (remake) eus ar film Funny Games evit arvesterien ar Stadoù-Unanet Amerika.

Das Weiße Band

Kontañ a ra Das Weiße Band (Ar seizenn wenn, 2009) istor ur gêrig alaman goude ar brezel-bed kentañ.

Aet eo palm aour gouel Cannes gant ar film-mañ.

Amour

En Amour (Karantez, 2012) e rank un den kozh ober war-dro e wreg, klañv goude bezañ bet ur gwallzarvoud eus gwazhied an empenn.

Meur a enor en deus tapet ar film-mañ:

  • Palm aour gouel Cannes
  • Césarioù: gwellañ film, gwellañ aozour, gwellañ skrid orin, gwellañ aktour, gwellañ aktourez
  • Oskar ar gwellañ film estren

Happy End

Kontañ a ra Happy End (2017) istor ur familh bourc'hizien o vevañ e Calais.

Filmlennadur

Filmoù skinwel

  • … Und was kommt danach ? (Ha petra a zeu war lec’h?) (1973)
  • After Liverpool (Goude Liverpool) (1974)
  • Spermüll (Lastez) (1976)
  • Drei Wege zum See (Tri hent davet al lenn) (1976)
  • Lemminge (Lemminged) (1979)
  • Variationen (Variadurioù) (1983)
  • Wer war Edgar Allen ? (Piv a oa Edgar Allen?) (1984)
  • Fräulein (Dimezel) (1985)
  • Nachruf für einen Mörder (Mortuaj ur muntrer) (1991)
  • Die Rebellion (An emsavadeg) (1992)
  • Das Schloß (Ar c’hastell) (1997)

Filmoù sinema

  • Der siebente Kontinent (1989)
  • Benny's Video (1992)
  • 71 Fragmente einer Chronologie des Zufalls (1994)
  • Funny Games (1997)
  • Code inconnu (2000)
  • La Pianiste (2001)
  • Le Temps du loup (2003)
  • Caché (Kuzhet) (2005)
  • Funny Games U.S. (2007)
  • Das Weiße Band (2009)
  • Amour (Karantez) (2012)
  • Happy End (2017)

Enorioù

  • Komandour Urzh an Arzioù hag al Lizheroù
  • Marc'heg al Lejion a enor (2012)

Levrlennadur

Michel Cieutat et Philippe Rouyer, Haneke par Haneke, Pariz, Stock, dastumad « Essais - Documents », 2017, ISBN (ISBN 978-2234064850).

Daveoù

Tags:

Michael Haneke OberennoùMichael Haneke FilmlennadurMichael Haneke EnorioùMichael Haneke LevrlennadurMichael Haneke DaveoùMichael Haneke194223 MeurzhAostriaMeurzh (miz)München

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Sébastien PatocheRepublik KoreaIsabel Sofía PicónKoweitAerborzhLituaniaAr C'houerc'hadHenri de Toulouse-LautrecSerbiaSilabennSgùrr na Cìche (Gleann Comhann)Sikist10082010LvivListenn prezidanted Stadoù-Unanet Amerika1953Lec'hiennNevenoeHoratio NelsonUnited States Army Air ForcesHosni MoubarakIslam chiit18 MaeRodrigo AmaranteMengleuzStadoù-Unanet AmerikaWOstaleriSkramm-nijerezAzeriWiki1941KemennadurAfroamerikanedStrossburiJornal de NotíciasOntario1970MongoliaBrengoloùKeltiaArm nukleelMargaritas ante porcos2024 e BreizhSaladenn CaesarKarl VeurStrollad ar Vro BaganDervKarr-samm876OurdouegMarine LavigneYemanjaSinemaJakez II (Bro-Saoz)Seattle1882Emgann KergiduMacaca pagensisLiderezh an EurioùShanxi🡆 More