Kevredigezh Broadoù Gevred Azia

Kevredigezh Broadoù Gevred Azia (ASEAN e saozneg, da lâret eo Association of Southeast Asian Nations) zo un aozadur douarbolitikel, armerzhel ha sevenadurel.

10 bro eus Gevred Azia zo e-barzh. Diazezet e voe e 1967 e Bangkok (Thailand) gant 5 bro e-pad ar brezel yen da herzel ouzh al luskadoù komunour, diorren ar c'hresk ha stabilaat ar rannvro. Kreñvaat ar c'henober hag ar skoazell etrezo, kinnig un takad evit diskoulmañ ar c'hudennoù rannvroel ha pouezañ a-gevret en gendivizoù etrevroadel eo palioù ar gevredigezh hiriv. Aozet e vez ur c'huzuliadeg bep bloaz e miz Du. He fennsekretour zo staliet e Jakarta e Indonezia.

Kevredigezh Broadoù Gevred Azia
Stadoù izili KBGA

E 2005 e dalv broioù an aozadur-mañ :

  • 558 milion annez (war-dro 10% eus poblañs ar bed)
  • 862 miliard $USD PDK
  • 26 miliard $USD postadurioù estren


Izili

Diazezet e voe an ASEAN gant 5 stad eus Gevred Azia an arvor dreist-holl : Filipinez, Indonezia, Malaysia, Singapour ha Thailand. Mont a ra Brunei daveto 6 devezh goude e zizalc'h diouzh ar Rouantelezh-Unanet d'an 8 a viz Genver 1984. Vietnam a ya e-barzh e 1995, heuliet gant Laos ha Birmania d'an 23 a viz Gouere 1997 ha Kambodia d'an 30 a viz Ebrel 1999.

Ginea-Nevez he deus ur statud seller abaoe 1976. Timor ar Reter zo aet war ar renk d'an 23 a viz Gouere 2006. Aostralia a vefe dedennet ivez met broioù zo a zo a-enep he mont e-barzh.

Deiziadoù mont e-barzh

Levrlennadur

  • ASEAN: Building national cooperation de Richard Stubbs dans Contemporary Southeast Asia embannet gant Mark Beeson, embanadurioù Palgrave Macmillian, 2004.

Gwelet ivez

Liammoù diabarzh

Liammoù diavaez




Tags:

Kevredigezh Broadoù Gevred Azia IziliKevredigezh Broadoù Gevred Azia LevrlennadurKevredigezh Broadoù Gevred Azia Gwelet ivezKevredigezh Broadoù Gevred Azia Liammoù diavaezKevredigezh Broadoù Gevred Azia1967BangkokBrezel yenGevred AziaIndoneziaJakartaThailand

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

IwerzhonArvorigWapiti1866PiemontegDronBeorhtric WessexEostNikki FritzSpesadUnaniezh EuropaGwengoloSuisKerveskontBloavezhioù 2020Napoleon IañLondrezKesoueRoz-kiIstorAfrika an NorzhBlogUkrainaTeknologiezhColt AnacondaWessexBengaluru1996Republik IwerzhonRusia2012JorjiaKevredigezh Vroadel BreizhMarc'h Przewalski16 a viz KerzuAlamagnLandregerBro Gwiniegi NaonedYezekael, roue DomnoneaKergrist-MoeloùMediaToullañ beg ar vronnLezverc'hPaul AvrilKarr-tanSimon HarrisMoskovRouantelezh Bro-SaozAziaTiTom2020Johnny DeppDiwanNaonedTalierouriezhPornografiezhMontanaBeg ar vronnC++18 GwengoloKerorgenDek Gourc'hemenn1665Pedro SánchezWikeriadurAmalie Sophie von Wallmoden🡆 More