Nagorno-Karabac'h (Armenieg : Լեռնային Ղարաբաղ, Lernayin Gharabagh; azerbaidjaneg: Dağlıq Qarabağ pe Yuxarı Qarabağ; ruseg: Нагорный Карабах, Nagorniy Karabac'h, Karabac'h-Uhel pe Republik Nagorno-Karabac'h) a zo ur rannvro, 4 400 km² he gorread, en Azerbaidjan abaoe an didammerezh a oa bet graet gant gouarnamant Jozef Stalin d'ar mare ma oa bet savet Republik Soviedel Azerbaidjan e 1936.
Poblet eo gant Armeniz hag un enklozadur emren e oa dindan ar galloud soviedel, anvet Oblast emren Nagorno-Karabac'h. Aloubet e voe gant lu Republik Armenia ha chomet emren e 1994. Ur Stad dizalc'h eo, met n'eo ket anavezet na gant ar Gumuniezh etrebroadel, na gant Republik Armenia a ro sikour dezhi koulskoude.
(ar)Լեռնային Ղարաբաղ (Leṙnayin Ġarabaġ) (az) Dağlıq Qarabağ (ru) Нагорный Карабах Nagorno-Karabac'h | |
Nagorno-Karabac'h, a-raok 1991 | |
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) | Stepanakert (Khankendi) |
Yezh(où) ofisiel | Armenieg (1) |
---|---|
Gouarnamant | {{{doare gouarnamant}}} |
Gorread | |
- Hollad | 4 400 km² |
Poblañs | |
- niveradeg 2010 | 141 400 |
- Stankter | 33 ann./km² |
Gwerzhid-eur | (UTC+4) |
- Hañv (Eur hañv) | (UTC+5) |
Kod kenrouedad |
E 1922 ez aloubas Lu Ruz an Unvaniezh Soviedel nevez ar C'haokaz ha gouarnamant kreiz an URSS a savas ar Republik treuzkaokaziat. Lakaet e voe un nebeud pastelloù-bro poblet gant Armenianed e-barzh harzoù Republik soviedel Azerbaidjan, Karabac'h uhel en o zouez, ur vro meneziek-kenañ.
E 1923 e voe savet Karabac'h-Uhel, evel ur rannvro (oblast e rusianeg) emren a voe savet evit an Armenianed a oa o vevañ eno.
E 1936 e tivizas URSS rannañ ar Republik treuzkaokaziat e teir Stad : Armenia, Azerbaidjan ha Jorjia hep kemmañ statud an oblast emren.
D'an 10 a viz Kerzu 1991, d'ar mare ma oa URSS o vont war ziskar, e voe aozet ur referendom e Nagorno-Karabac'h hag e pastell-vro Sahumian a zo nes dezhañ. Pa voe asantet gant ar muianiver eus an annezidi e tisklêrias Republik Nagorno-Karabac'h he dishualded diouzh Azerbaidjan. Brezel Nagorno-Karabac'h a darzhas etre nerzhioù milourel Nagorno-Karabac'h, harpet gant lu Armenia, ha lu Azerbaidjan. Rannvroioù Azerbaidjan etre Armenia ha Nagorno-Karabac'h zo bet aloubet gant Armeniz ha skarzhet ar boblañs azeri dioute kuit na vefe enklozet ken ar republik dianavezet.
Abaoe 1994, en tu-hont d'ar pep brasañ eus tachenn Nagorno-Karabac'h ez eus e dalc'h homañ 9% pe war-dro eus gorread Azerbaidjan. Homañ ziwezhañ a zalc'h tammoùigoù eus Nagorno-Karabac'h.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Nagorno-Karabac'h, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.