Breudeur Ar C'hoadeier

Breudeur ar C'hoadeier (estoneg : metsavennad, latveg : mežabrāļi, lituaneg : miško broliai) a oa anv partizaned enep-komunour ha broadelourien a orin eus teir bro : Estonia, Latvia ha Lituania.

Ul lodenn anezho a oa bet emouestlet pe rediet da emouestlañ er Waffen-SS e-pad ar Brezel war Talbenn ar Reter (1941-1945).

Breudeur Ar C'hoadeier
Adolfas Ramanauskas anv kod "Vanagas", penn ar bagad Lietuvos Laisvės Kovos Sąjūdis.

A-feur ma tec'he al luioù Nazi eus ar broioù balt e teue anatoc'h-anatañ da dud ar broioù-se ne vefe ket adrentet o dishualded d'o bro (dieub abaoe 1918) met e oa un aloubadeg gant an URSS. Kroget e voe gant broadelourien ar vro ur guerrilla enep-komunour oc'h implij ar c'hoadeier evit bevañ hag en em guzhañ. Etre 50 000 ha 170 000 den a emezelas en aozadur, ar stourm a badas dreist-holl betek 1953 pa varvas Stalin hag e voe kinniget un distaoladeg.

Breudeur Ar C'hoadeier
Kalju Jakobsoo e 2008 e-pad ul lid-koun. Ezel eus an divizionoù 5vet SS Panzergrenadier Divizion Wiking hag 20vet Waffen Grenadier Divizion eus an SS (1añ Estonian), deuet da vezañ ezel eus Breudeur ar C'hoadeier.

Doareoù dreistbevañ

Evit chom bev er c'hoadeier, dreist-holl e-pad ar goañv, e oa ret d'ar vreudeur bezañ sikouret gant ar boblañs evit ar boued, dilhad... Lod eus ar Vreudeur o devoa savet bunkerioù dindan-zouar.

Breudeur Ar C'hoadeier 
Lid-koun er Sinimäed Memorial e 2009. Amañ e vez gwelet lod Breudeur ar c'hoadeier.

Kastiz

Pa veze tapet un ezel eus an aozadurioù enep-komunour e c'helle bezañ jahinet evit kaout titouroù ha kaset d'ar goulag e Siberia, pe lazhet war al lec'h.

Ment ar bagadoù

Ment an unvezioù a oa lies kement hag an doare tud a veze kavet enno. Mont a rae eus un den e-unan o sevel trapoù betek bagadoù a c'helle talañ ouzh unvezhioù al Lu Ruz e-pad emgannoù.

Liammoù diavaez

Oberennoù savet diwar o fenn

Filmoù

Filmig

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Breudeur Ar C'hoadeier Doareoù dreistbevañBreudeur Ar C'hoadeier KastizBreudeur Ar C'hoadeier Ment ar bagadoùBreudeur Ar C'hoadeier Liammoù diavaezBreudeur Ar C'hoadeier Oberennoù savet diwar o fennBreudeur Ar C'hoadeier Notennoù ha daveennoùBreudeur Ar C'hoadeierEstoniaLatviaLituaniaTalbenn ar ReterWaffen-SS

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

IstorHerrinKouevrKanton LumbresYar (evn)Montroulez24 MezhevenJavier MileiElektronekIndoneziaPellgehenterezhioùSoudanSpoletoC++SvedegGourskridChomlec’h IPSaoznegWiki-niTro Bro LeonBlogCarne (film, 1968)OrinokoNeil ArmstrongAostraliaKronosMerc'her (deiz)Guido III Spoleto8 KerzuStrollad Komunour BreizhColt M1911KourzhClub Social y Deportivo Colo-ColoBekedHilionSanYann Iañ (dug Normandi)Rouantelezh-UnanetDiwanMarc'hStringTan-gwallBanniel KanadaJames Harden-HickeySoiano del LagoFuerteventuraFront de libération de la BretagneCaradoc FreichfrasPalamedesKoatrevenVenus KallipygosKouign-amannIndiaEukariotAn Daol GrennISBNPriedoù-kleiz ar rouaned c'hallKanton DinanRoue ArzhurFetichegezh ar brennid🡆 More