Emgann Al Linenn Tannenberg

Emgann linenn Tannenberg (alamaneg: Die Schlacht um die Tannenbergstellung; rusianeg: Битва за линию «Танненберг») pe Emgann an torgennoù glas (estoneg: Sinimägede lahing) a voe un emgann etre ar c'horfad lu alaman Narwa ha Talbenn soviedel Leningrad.

Ar stourm a oa bet evit bezañ mestr eus an Narva Isthmus etre ar 25 a viz Gouhere ha an 10 a viz Eost 1944.

Emgann Al Linenn Tannenberg
Emgann al linenn Tannenberg e 1944

Ul lodenn e oa an emgann-se eus Talbenn ar Reter en Eil Brezel-bed. Pal pennañ ar Soviediz a oa aloubiñ an douaroù eus Estonia evit kaout ur bazenn diazez evit aloubiñ Finland ha Prusia ar Reter. 24 batailhon troadegiezh emouestlet eus Danmark, Prusia ar Reter, Flandrez, an Izelvroioù, Norvegia, ha Wallonia a oa eus tu ar Waffen-SS.

Emgann Al Linenn Tannenberg
Soudarded Talbenn soviedel Leningrad o tougen unan anezho gloazet.

War-dro an hanter eus an droadegiezh e kostez an Alamanted a oa soudarded eus al lu estoniat mennet gant dishualded o bro muoc'h evit un harp gwirion d'an naziegezh. An nerzhioù alaman a oa savet gant 22 250 soudard o devoa talet ouzh 136 830 soudard soviedat. An nerzhioù soviedat a oa dafaret gant soudarded hag armoù nevez dizehan. En holl e voe kollet ganto 170 000 den lazhet pe gloazet, gant ur 157–164 tank.

Goude an emgann

Emgann Al Linenn Tannenberg 
Soudarded Estonia, gant ur Panzerschreck o c'hortoz an tankoù soviedat, Eost 1944.

Goude an emgann e chomas sioul an talbenn-se betek miz Gwengolo 1944. D'ar 14 a viz Gwengolo e voe argadet hag un-dro an talbenn alaman a zalc'ho betek an 22. Goude-se e kilas an Alamanted. Ul lodenn eus an unvezioù estonian a gendalc'ho ar stourm evel Breudeur ar C'hoadeier. Lod a stourmo a-enep ar Soviediz betek ar bloavezhioù 1970.

Emgann Al Linenn Tannenberg 
Lid e kounlec'h Sinimäed e 2009, gant tud bet soudarded e Breudeur ar C'hoadeier ha lod en 20vet rann SS greunaderien (1añ estoniat).

Adkemer er sevenadur

Filmoù

  • 1944, film gant Elmo Nüganen, 2015, 100 munutenn

Tags:

10 a viz Eost1944

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Beg ar vronn1879Bretoned20003 MezhevenBahamasLaosRann-eurElligPortugalegMediaWiki1901WikipediaKuzul Kernev-VeurLaritza BacallaoISO 4217Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegPlouginSaoznegSingapourBro-SkosKronikennoù Plac'h nevez BreizhKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietTasbihMe zo ganet e-kreiz ar morBrown BessReizhiad korvoiñKensonenn kevig dre stlakatFernão de MagalhãesRouantelezh Bro-C'hallVladimir PoutinHungariaDeiziadur berberekWiki CommonsBlev-gaolKolkidaC'hoarioù OlimpekPenélope CruzDegemerBengaluruBrezel israelat-arabCascading Style SheetsKaouennieg1997KawanXXvet kantvedDandadanKlausen (Sutirol)PloubêrConnecticutDenis MarionAostraliaTaylor SwiftPaul AvrilBosnia-ha-HerzegovinaAstatKefeüsHigh Heel HomicideRepublikJekoPornografiezhNaturToullañ goloenn an elligKrubuilh dispak🡆 More