Seaborgiom

Un elfenn gimiek eo ar seaborgiom ; Sg eo e arouez kimiek, 106 e niver atomek ha 263,118 e dolz atomek.

Ur metal ardreuzat eo. Skinoberiek eo ar seaborgiom.

Seaborgiom
Seaborgiom
Seaborgiom
DubniomSeaborgiomBohriom

W
Sg
Taolenn beriodek, Seaborgiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 106
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 6
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [269]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d4 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 12, 2
Seaborgiom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +6 Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 753 kJ/mol
2 : 1 650 kJ/mol
3 : 2 490 kJ/mol
Skin atomek 132 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 143 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 23,2 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Seaborgiom

Un elfenn kevanaozet gant mab-den eo ar seaborgiom, n'eus ket anezhañ en natur.

Istor

E miz Gwengolo 1974, e Lawrence Berkeley National Laboratory (LBNL) e Kalifornia, ur skipailh kaset gant Albert Ghiorso a zeuas a-benn da genderc'hañ un atom eus izotop 263 an elfenn 106 (263106) dre vombezenniñ 249Cf gant derc'hanoù 18O.
E 1985, en Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna e teuas Georgiy Flerov, Youri Oganesian hag o skipailh da genaozañ an izotopoù 259106 ha 260106 dre vombezenniñ plom gant krom.

Tabut a voe pa ginnigas LBNL envel an elfenn nevez en enor da unan eus izili ar skipailh, Glenn T. Seaborg (1912-1999), en devoa kemeret perzh e dizoloadur meur ag aktinid. Unnilhexium e voe an anv kinniget gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) da c'hortoz gwell. E 1994 e kinnigas an IUPAC an anv rutherfordium, ha divizout a reas ne vije elfenn ebet a gement a vije anvet en enor d'un den bev. Enep an diviz-se e savas an American Chemical Society (ACS), pa oa bet anvet an einsteiniom e-kerzh buhez Albert Einstein. E 1998, pa voe tabut adarre a-zivout an elfennoù 104Rf betek 108Hs, ez asantas an IUPAC e vije seaborgium anv etrebroadel an elfenn 106.

Perzhioù

Dre arselliñ an izotop stabilañ 271Sg, eo 2,4 munutenn e hanter-vuhez, e ouzer ez eo perzhioù 106Sg par da re e amezeg er strollad 6, ar wolfram 74W.
Diouganet eo e vije Sg an elfenn bounnerañ e strollad 6 an daolenn, dindan 24Cr, 42Mo ha 74W. Dre m'eo +6 niver oksidadur an teir elfenn-se ha dre ma teu stabiloc'h-stabilañ a-feur ma tiskenner er strollad e c'haller lavaret ez eo +6 (stabil) niver oksidadur ar seaborgiom.

Kimiek

Diwar re 42Mo ha 74W e c'haller diouganañ e vo perzhioù kimiek ar seaborgiom par da re e amezeien.

Izotopoù

Meur ag izotop da Sg zo bet kevanaozet a-c'houde 1974, dre zagweredoù disheñvel, a gavor en daolenn amañ a-is.

Izotop Kavet e Dazgwered
258Sg 1994 209Bi(51V,2n)
259Sg 1985 207Pb(54Cr,2n)
260Sg 1985 208Pb(54Cr,2n)
261gSg 1985 208Pb(54Cr,n)
261mSg 2009 208Pb(54Cr,n)
262Sg 2001 207Pb(64Ni,n)
263mSg 1974 249Cf(18O,4n)
263gSg 1994 208Pb(64Ni,n)
Izotop Kavet e Dazgwered
264Sg 2006 238U(30Si,4n)
265Sg 1993 248Cm(22Ne,5n)
266Sg 2004 248Cm(26Mg,4n)
267Sg 2004 248Cm(26Mg,3n)
268Sg (dianav)
269Sg 2010 242Pu(48Ca,5n)
270Sg (dianav)
271Sg 2003 242Pu(48Ca,3n)

Arver

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Seaborgiom IstorSeaborgiom PerzhioùSeaborgiom ArverSeaborgiom NotennoùSeaborgiom DaveennoùSeaborgiomArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kirgizstan178519984 GouereBreizhBill Clinton2001FilipinezBannielAourBro-C'hallUnited States Army RangersMickey MouseAmerindianedRr (lizherenn)LitiomUslimestraThe Elder Scrolls Online1901Brezel etre Ukraina ha RusiaAmzerPlouginBluesRepublik1831Deiziadur berberekDispac'h ar JenoflKaonLiger-AtlantelISO 4217High Heel HomicideRouanNikki FritzJapanRoll yezhoù ofisiel IndiaLusker enklaskWiki CommonsBelarusHImpalaeriezh roman ar ReterKarnoedMilizag-GwiproñvelEostAchille DevériaA (lizherenn)Stankell an Teir C'haniennISBNBeatrice d'AragonaKrubuilh dispakLizherenneg kirillekSaoznegThe Running Man (film 1987)Karl CarstensBahamasAstatHungariaPenélope CruzRouantelezh Bro-C'hallBeg ar vronnGeriadurouriezh ar brezhonegGeorge Walker BushAostraliaJakez RiouKensonenn kevig dre dostaatE (lizherenn)Enez HéronNeonKensonenn dent dre dostaatYezhoù keltiekBreizh-VeurFelipe IISpijker (Norzh)🡆 More