Hasiom

Un elfenn gimiek eo an hasiom, Hs eo e arouez kimiek, 108 e niver atomek ha 265,13 e dolz atomek.

Skinoberiek eo an hasiom.

Hasiom
Hasiom
Hasiom
BohriomHasiomMeitneriom

Os
Hs
Taolenn beriodek, Hasiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 108
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 8
Trovezh 7
bloc'h d
Tolz atomek [269]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d6 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 13, 2
Hasiom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +8 (Diouganet)
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 733 kJ/mol
2 : 1 760 kJ/mol
3 : 2 830 kJ/mol
Skin atomek 126 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 134 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 28,6 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Hasiom

Istor

E 1978, en Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna, e teuas ur skipailh renet gant Youri Tsolakovitch Oganesian ha Vladimir Outyonkov a-benn da genaozañ izotop 270 an elfenn 108 dre vombezenniñ radiom gant kalkiom. E 1983 e kenaozjont an izotop 263 dre vombezenniñ bismut-209 gant manganez-55, an izotop 270 adarre dre vombezenniñ kaliforniom gant neon hag an izotop 264 dre vombezenniñ plom-208] gant houarn-58.
E 1984 avat e voe kavet an izotop 265 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner") e Darmstadt (R.K. Alamagn d'ar mare-se), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dre vombezenniñ plom-208 gant houarn-58 ivez.
E 1993 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) ar GSI evel dizoloer ofisiel an elfenn 108, rak resisoc'h e oa e zisoc'hoù eget re an ОИЯИ — ha resisoc'h c'hoazh pa oant kadarnaet gant labour Soviediz.

Fellout a reas d'an Alamaned reiñ an anv hassium d'an elfenn nevez, gant an arouez Hs, hervez stumm latin Hassia ar Stad Hessen m'emañ Darmstadt ; e 1994 avat ez erbedas an IUPAC an anv hahnium (Hn) evit an elfenn 108, en enor d'ar fizikour alaman Otto Hahn hag evit ma vije an hahnium amezek d'ar meitnerium (109Mt) : gant Otto Hahn ha Lise Meitner e oa bet dizoloet ar skiriadur derc'hanel e 1938. Ouzhpenn da gement-se, ne gave ket d'an IUPAC e oa Stad Hessen dellezek da reiñ hec'h anv d'un elfenn gimiek ; brouzet e voe ar GSI hag an American Chemical Society, ha ret-mat e voe d'an IUPAC degemer hassium, a voe lakaet da anv etrebroadel ofisiel e 1997.

Perzhioù

Gortozet int evel par da re elfennoù all ar strollad 8 (26Fe, 44Ru hag 760s), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.

Izotopoù

Pemzek izotop eus Hs zo bet kenaozet, gant hanter-vuhezioù o vont eus 0,4 ms (268HS, 2009) betek 3,6 s (269Hs, 2004).

Arver

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Hasiom IstorHasiom PerzhioùHasiom ArverHasiom NotennoùHasiom DaveennoùHasiomArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

DouarouriezhCascading Style SheetsJapanegOblast Pskov1118Raoul SalanDialZapotekeg ZanizaBrezhoneg♯brezhoneg (kelaouenn)Albertine von MontenuovoGwenroc'hKriked515IngriaBengaluruWikipedia e brezhonegLondrezEmflourañBeltram GwesklinMåneskinOntarioDamaskSaint-Aubin (Norzh)Energiezh nevezadusIsraelEgiptMoutAbruzzoMandragonJean Léger19 MaeISO 639-3Enez TristanTimbroù TasmaniaHTMLMediaWikiPandinosaorFanny HillRequin ChagrinAi vist lo lopDronIwerzhonStadoù ar PabLizherenneg semafor7 KerzuKavan-tourlec'hiennLevr skeudennetIdyiaHamburgMeurgêr TorinoBrazilGouarnamantOSIIstor BreizhRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùBedreuziad COVID-19FranciscoMorfa15091695AsteroidennSinemaTeknologiezhKanton MachikoulDinosaorRepublik Soviedel Hungaria🡆 More