Poseidon (Ποσειδῶν / Poseidỗn en henc'hresianeg) a voe unan ag an daouzek Olympad e gwengelouriezh Hellaz, a ren war ar morioù hag ar c'hezeg, hag a zegas ar c'hrenoù-douar hag ar barroù-avel.
E-pad oadvezh an arem, e veze anavezet evel un doue-tiern e Pylos ha Thebai. Graet e vez "difretour an douar" anezhañ. Er gwengeloù Arkadiat eo ereet gant Demeter ha Persefone, ha skeudennaouet e veze evel ur marc'h, daoust ma seblante bout un doue ag ar morioù e penn-kentañ. Kevatal eo Neptunus dezhañ e mitologiezh ar Romaned.
Rann eus | Doueed an Olimpos |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Anv e yezh-vamm an den | Ποσειδών |
Tad | Kronos |
Mamm | Rea |
Breur pe c'hoar | Hestia, Haides, Zeus, Hera, Demeter |
Pried | Arne, Amfitrite, Tyro, Euryte, Corcyra |
Lec'h labour | Henc'hres |
Iconographic symbol | trident of Poseidon, hippocamp |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres |
Tachenn ar sant pe doue | mor, Kren-douar, horse breeding |
Present in work | Odysseia, Ilias, Hades |
Deskrivet dre | Poseidon or Corybant statue at Elis |
A implij | trident of Poseidon |
Enemy | Athena |
Epithet | Hippius, Gaeaochus, Ennosigaeus |
Poseidon a oa gward ar voraerien ha meur a gêr hellazat. Homeros hag Hesiodos a venegjont e teuas Poseidon da vout tiern ar morioù goude marv e dad kronos, ha rannadur ar bed e teir lodenn: an oabl a voe roet da Zeus, an isdouaroù da Hades, hag ar morioù da Poseidon. En Ilias e oa Poseidon e tu an ac'haiz pa oant o aloubiñ Troia. Hag a-enep Odysseüs hag e zistro davet Ithake e oa en Odysseia, peogwir e voe tarzhet lagad mab Poseidon: ar c'hyklop Polyfemos. Poseidon a zialas en ur zegas ur mell barr-avel dezhañ, o tistruj bag Odysseüs ha kas d'an Anaon holl e gileed. Kavout a reer Poseidon e Kanoù Homeros. En Timaeus ha er Critias skrivet gant Platon e veze gwardet an enezenn Atlantis gant Poseidon.
Un emgann a voe etre an doueez Athena ha Poseidon evit keoded Athen. An tiern ag ar morioù a voe trec'het, hogen, degas a reas ul liñvadenn war an Atheniz d'o c'hastizañ evit bout dibabet Athena en e raok.
Dimezet eo gant Amfitrite, met meur a zoueez all en deus karet, evel Demeter, pe euzhviled evel Medousa.
An doue Kronos e oa e dad hag an doueez Rea e vamm. Breur eo da Zeus ha Haides.
Pa voe ganet e voe debret gant e dad Kronos, evel gant e vreudeur hag e c'hoarezed, met ganet e voe en-dro dre un dro-widre ijinet gant e vreur Zeus. Hervez un hengoun all danevellet gant Diodoros Sikilia e vije deuet a-benn Rea da guzhat e c'hanedigezh da Gronos hag he dije fiziet anezhañ e kuzh d'an Okeanidenn Kafeira, merc'h Okeanos, ha da Delc'hined Enez Rodos, a reas war e dro e-doug e vugaleaj. Goude bezañ roet an dorn da Zeus e-pad e emgann a-enep an Ditaned e resevas, da-geñver rannidigezh ar bed, rouantelezh bed an dour mor, war-bouez domani kozh e eontr Okeanos, avat, a roas dezhañ e verc'h pe e verc'h-vihan Amfitrite da wreg.
Da gustum e vez diskouezet gant e dridant pe e garr, a dalvez dezhañ da nijal war-c'horre an dourioù, ambrouget gant euzhviled mor. Er mor e vez o chom, met mont a ra betek an Olympos a-wezhioù, evit bodadeg an doueed.
Dimezet eo da Amfitrite ha tri bugel en deus bet diganti : Triton, Benthesikyme, Rode (e lod eus an hengounioù danevellet gant Diodoros Sikilia ez eo homañ ziwezhañ ar verc'h en deus bet digant Halia, c'hoar an Delc'hined).
Bugale all en deus bet avat digant doueezed pe maouezed arall.
Tad sperius e oa, hag un toullad mat a vugale a engehentas:
Kontet eo da vezañ tad meur a euzhvil mor, evel Glaokos, gant an nimfenn Nais pe ar Bleiadenn Alkyone, Proteüs, gant an Nereidenn Fenike, ha kement zo... Hesiodos a ra anezhañ ivez tad an nimfenn Kymopoleia a zo dimezet hervezañ gant an Hekatonc'hir Briareos evit trugarekaat anezhañ da vezañ stourmet gant an doueed e-pad an Ditanomakiezh, met ne veneg ket anv mamm honnezh neblec'h.
Skrapat a ra ivez Pelops, ur paotr yaouank, a gas betek Olympos, evel m'en doa graet Zeus kentoc'h gant Ganymedes.
Kemer a ra perzh en darvoudoù e meur a vojenn :
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Poseidon, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.