Kiklop

Ar Gikloped, pe Unlagadeion, a zo boudoù faltaziek eus gwengelouriezh Hellaz.

Ramzed int, dezhe ul lagad hepken e-kreiz o zal. Dont a ra o anv eus an henc'hresianeg κύκλωψ, kýklôps, eus κύκλος, kýklos « rod », « kelc'h » ha ὤψ ốps, « lagad », a c'hallfer treiñ gant « lagad kelc'hiek ». Anavezet int dre skridoù mitologel Henc'hres. Hervez Hellanikos e teu o anv eus o zad, Kyklop, mab da Ouranos.

Kiklop
Ar C'hiklop, gouach hag eoul gant Odilon Redon, hep deiziad, (Kröller-Müller Museum)

Ar Gigloped el lennegezh

Kalz skrivagnerien eus Henc'hres pe eus Henroma o deus skrivet diwar-benn ar Gigloped abaoe Homeros. Tris seurt Kikloped a gaver hervez ar skrivagner Hellanikos : "ar re o deus savet murioù Mykenai, ar re zo en-dro da Bolyfemos hag an doueed o-unan". Miret eo bet an termenadur-se alies. Kavout a reer eta ur strollad Kikloped, mibien da Ouranos ha goved eus ar c'hentañ, unan all, brudet gant Polyfemos, a veve war mar maez, e-kichen an Etna marteze, hag un trede strollad Kikloped deuet eus Anatolia en dije roet an dorn da sevel mogerioù fromus e keodedoù zo evel Mykenai, Tiryns hag Argos.

Homeros

An titouroù kentañ diwar-benn ar Gigloped zo meneget gant Homeros en Odysseia, pa'n em gav Odysseüs gant unan anezhe, Polyfemos, war e hent d'ar gêr. Kreñv meurbet int ha n'o deus nemet ul lagad e-kreiz o zal. Deskrivañ a ra anezhe evel tud a vev hep lezenn. Ne hadont tamm plant ebet ha ne labouront morse an douar, evel tud ouez. Pep tra a gresk e-unan a-drugarez d'an Doueed. Dastum a reont heiz, gwinizh ha kutuilh a reont rezin ar gwini. O holl labour zo ober war-dro « deñved ha givri ». Magerien chatal ha kutuilherien zo anezhe eta. Ar Gigloped n'o deus bodadenn foran ebet, na d'en em guzuliañ, na da rentañ ar justis, evel re ar C'hresianed. Bevañ a reont e krib ar menezioù, er groc'hoù don. Sikour a reont an eil egile, diredek a reont pa huch Polyfemos da skouer, met da gustum e vevont pep hini diouzh e du, gant o maouezed hag o bugale. ouzhpenn-se ez int debrerien tud ! En tu all da Bolyfemos ec'h anavezer unan hepken dre e anv : Telemos, mab Eurimedes hag a oa gouest da welet an amzer da zont. Kemenn a reas da Bolyfemos e vefe dallet gant Odysseüs met ne oa ket kredet gantañ

Hesiodos

Kiklop 
Govel Hefaistos gant Ernst Kirchbach, etre 1869 ha 1875

En Theogonia, savet gant Hesiodos, e reer anaoudegezh gant Kikloped, ampart-kenañ war ar goveliañ, ha n'o deus, evit doare, mann da welet gant ar strollad Kikloped a gaver en Odysseia, maeserien ha kutuilherien anezhe holl : ar Gigloped Brontes ("kurun"), Steropes ("luc'hedenn") hag Arges ("foeltr") (henc'hresianeg : Βρόντης, Στερόπης hag Ἄργης) a oa mibien da Ouranos (an oabl) ha Gaia (an Douar) ha breudeur d'an Hekatonc'hired Ramzed a oa anezho, dezhe ul lagad hepken e-kreiz o zal hag un temz-spered fallakr. Hervez Hesiodos e oant kreñv, pennek, ha brusk. Skeudennet e vezont alies en ur c'hovel. Dianav int da Homeros evit doare. Hervez skrivagnerien all o dije savet ivez aigis Pallas Athena hag armoù Aineias.

Ouranos, spontet rak o nerzh, o bac'has e-barzn an Tartaros. Kronos, ur mab all da Ouranos ha Gaia, a zieubas ar Gigloped diwezhatoc'h, war un dro gant an Hekatonc'hired, ha sikour a rejont anezhañ da zidronañ Ouranos. Kronos o zaolas en Tartaros adarre abalamour m'en doa aon razo ivez hag e chomjont eno, gwarded gant an aerouant Kampe betek ma voent dieubet gant Zeus. Goveliañ a rejont ar foeltr implijet gant Zeus evel armoù, ha sikour a rejont anezhañ da ziskar Kronos hag an Titaned all.

Sevel a ras ar Gigloped armoù all ivez : tridant Poseidon, gwareg ha saezhoù Artemis graet gant bannoù loar, gwareg ha saezhoù Apollon graet gant bannoù heol, ha tokarn Haides a laka an hini en doug da vezañ diwelus hag a oa roet da Berseüs en e gest da lazhañ Medousa.

Kallimac'hos

Hervez ur skrid gant Kallimac'hos, Skoazellañ a raent Hefaistos en e c'hovel. A-hervez e oa bet savet mogerioù "kiklopean" Tiryns ha Mykenai er Peloponnesos Santo. An trouz a gleved er menez-tan a oa lakaet war o c'hont.

Euripides

Kiklop 
Odysseüs o vezviñ Polyfemos

Hervez Alkestis gant Euripides, Apollon a lazhas ar Gikloped abalamour ma oa bet douklazhet e vab Asklepios gant Zeus war-bouez ar foeltr o doa savet (evel-just n'halle ket en em gemer ouzh Zeus). Hervez pezh-c'hoari Euripides, Alkestis, Apollon a oa rediet goude se da chom sklav Admetos e-doug bloaz. Zeus en dije tennet ar Gigloped diouzh an an ifern diwezhatoc'h. Hervez Ferekides Siros, n'eo ket ar Gigloped met o mibien a oa lazhet gant Appolon da veñjañ e vab.

Theokritos

Ar barzh gresian eus Sikilia Theokritos a savas div varzhoneg e-tro 275 kent J.K. diwar-benn orged Polyfemos evit Galateia, un nimfenn vor. Pa zimezas Galateia gant Akis, ur Sikilian, hennezh a voe drouklazhet gant Polyfemos dre warizi gant ur roc'hell. Galateia a reas ur stêr gant gwad Akis a-anv gantañ e Sikilia.

Virgilius

Virgilius, ar barzh roman meurzanevellek, a skrivas e teirvet levrenn an Aeneis, penaos Aineias hag e verdeidi a zouaras war enezenn ar Gigloped pa oa o tec'het diouzh Troia e diwezh Brezel Troia. Aineias en em gavas eno gant un Akean eus Ithaka dic'hoanag, Ac'haemenides, dilezet eno un nebeud bloavezhioù kent gant listri Odysseüs pa oant en em gavet gant Polyfemos.

Orin ar vojenn

Kiklop 
Klopenn un olifant korr war-ziskouez en Tierpark Hellabrunn, zoo München, Alamagn.
Kiklop 
Ur grouell klañv gant an holoproenkefaliezh.

Walter Burkert ha skrivagnerien all a lavar e teu ar strolladoù hag ar c'hevredigezhioù arkaek a zoueed vihan evel ar Gigloped eus kevredigezhioù azeulerezh gwirion : "Gallout a reer soñjal e oa breuriezhoù govien a-dreñv d'ar gaberosed, d'an Daktiled, d'an Telc'hines, ha d'ar Gikloped." Un orin all a c'hallfe bezañ da vojenn ar Gigloped, kinniget gant ar paleontologour Othenio Abel e 1914,. Kavet ez eus klopennoù olifanted korr ragistorel, dezhe div wezh ment klopenn un den, a c'hallje bezañ bet kavet gant ar C'hresianed e Kiprenez, Kreta, Malta hag e Sikilia. Abel a lavar e c'hallfe bezañ kammgemeret kleuzenn ledan ar fri e-kreiz tal ar c'hlopenn evit poull ul lagad divent Dre ma ne anave ket an Henc'hressianed an olifanted bev peurliesañ, ne oant ket evit gouzout petra oa ar c'hlopennoù..

Komz a reer ivez eus ur c'hleñved, an holoproenkefaliezh, zo un distummadur hêrezel eus an empenn hag eus an dremm. Derezioù kleñved disheñvel zo met dre vras ez eo diglok rannadur div hemisferenn an empenn hag a-wezhioù hini an daoulagad. Aes eo ijinañ e c'hallfe bezañ bet ganedigezh ur bugel skoet gant ar c'hleñved-se en orin mojennoù spontus.

Mogerioù ar Gikloped

Kiklop 
Mogerioù ar Gikloped e Mykenai.

Goude an "Oadvezh teñval", pa selle ar C'hresianed gant doujañs ouzh ar bloc'hadoù ramzel en o sav, anavezet evel frammoù kiklopean, a oa bet implijet er mañsonerezh mikenaean (e lec'hioù evel Mykenai ha Tiryns pe e Kiprenez), e soñje dezhe ne oa ken ar Gikloped a gement a oa bet gouest ha kreñv a-walc'h da sevel an hevelep monumantoù.

Lakaet e oant bet da zont espres-kaer gant ar roue Proteos eus Lykia, en Azia-Vihanañ da sevel mogerioù en-dro da geoded Tiryns. Hervez Strabon e oant seizh hag anvet e oant gasterocchiresgasterocchires a dalvez "devezhour". A-wezhioù evez lakaet chirogasteres en e lec'h. s.o. Géographie de Strabon, traduite du grec en français, Letronne, Imprimerie Impériale, Pariz, 1812, levrenn III, 235, "da zegas soñj e diwar labour o daouarn evit doare" emezañ. Lod a lavar ne oant nemet tri

Notennoù


Kiklop 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Kiklop Ar Gigloped el lennegezhKiklop Orin ar vojennKiklop Mogerioù ar GiklopedKiklop NotennoùKiklopGwengelouriezh HellazHenc'hresHenc'hresianegOuranos

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

RifegIndiaAbati MontmajorGoulven PennaodIndoneziaLannolonReiñ bronnBizkaia12,7 × 99 mm NATOBella HadidAgliano TermeSportKembreFallschirmjägergewehr 42Grammy AwardsCarles PuigdemontRouantelezh-UnanetWorld Wide WebRequin ChagrinMêlwennOablSukarnoStêr an AlreMicrosoftPeter FondaWarcraft (film)AssesseElektronekKhuzestanMichael Clarke DuncanSinaegMongoliaLennegezh vrezhonek kolletStandschütze Hellriegel M1915AristotelesMonokiniRoll ar brederourien veurKemmadurioù ar brezhonegISO 639-1HTMLFortunate Son (kanaouenn)Txoria txoriGweronell an AlpoùToullañ goloenn an elligKleizLoenSkoazogJentilezKenrouedadStrollad politikelWikipediaPedro Iañ BrazilFacebookWikiarroudWikeriadurRitennAtenPuttoSam WorthingtonSmith & Wesson Model 17XXvet kantvedRepublik Sina (1912-1949)Tierniezh ar BtolemeedUrzhiataerezhMengleuz ar Re FuzuilhetKazhLitiom🡆 More