Pireneoù

Ar Pireneoù zo un aradennad-venezioù lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa.

En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar, er reter, d’ar Meurvor Atlantel (pleg-mor Bizkaia), er c'hornôg. Ledet int war hanternoz Katalonia, Aragón, Euskal Herria (Bro-Vask) ha war kreisteiz Okitania. Emañ priñselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia, e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneoù d'ober an harzoù, tamm pe damm, etre Frañs ha Spagn. Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent-douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent-politikel : Traoñienn Aran, a red he dourioù war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshañ Cerdanya, a ya he dourioù war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frañs (departamant Pireneoù-ar-Reter), war-bouez enklozadur Llívia.

Pireneoù
Estanh dels Gorgs en okitaneg, Lac d'Arlet e galleg, e Bearn.

430 km eo hed aradennad ar Pireneoù ha 100 km eo he ledander d'ar muiañ. Aneto eo ar menez uhelañ (3 404 m), lec'hiet e Spagn.

An anv

Cheñch a ra anv ar Pireneoù hervez ar yezhoù a gaozeer eno: Pirineus e katalaneg, Pyrénées e galleg, Pirineos e spagnoleg, Pirenèus en okitaneg, Perinés en aragoneg ha Pirinioak en euskareg.

Hervez mojennoù Henc'hres e voe krouet ar Pireneoù gant Herakles, evit douarañ ar briñsez Pirene.

Pireneoù 
Ar Pireneoù, diwar skeudennoù tapet gant loarelloù an NASA

Dremmvroioù

N'eus ket lennoù bras evel en Alpoù. Ral hag uhel eo an odeoù. Kalz froudoù zo avat, hag a ra alies lammoù-dour meurdezus. Alies e ra an traoñiennoù un hantergelc'h gant tornaodoù serzh, anvet sirkoù.

Lamm-dour Gavarnie (462 m) eo an hini uhelañ, e-kreiz ar Pireneoù e sirk Gavarnie (departamant Pireneoù-Uhel, Gwaskogn). E-barzh Park Broadel ar Pireneoù emañ.


Pireneoù 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

AndorraAragónCerdanyaEnklozadurEuropaEuskal HerriaFrañsHanternozKataloniaKornôgKreisteizLedenez iberekLlíviaMeurvor AtlantelMor KreizdouarOkitaniaPireneoù-ar-ReterPleg-mor GwaskognReterSpagnTraoñienn Aran

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1794Amber HeardDegemerStad emveliekKastell-PaolKatalanegPellgehenterezhioùISOKravatenn noterJorj Iañ Breizh-VeurKrampouezh2012Marie-Antoinette AostriaDouar ha FrankizPabBro-RoazhonOksigenLondrez1676Kazan1999Chesten MarchantAescwine EssexJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughHTMLBadalonaBrexitBarack ObamaSvedenSkritur taiekRouantelezh Bro-SaozKerien-BoulvriagNoazhdedMorlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina1509Skol-veur AberystwythDaouzek labour AsteriksAnne Breizh-VeurGalizaJorjiaEl NiñoHohenzollern (1901-1914)Elzas-LorenKarantezTaboulinDonald TrumpTeba (Egipt)SoukotFouzhlec'hISBNPaskhom42ReizhM109 howitzerSpongeBob SquarePantsSomalilandKerorgen1952Ti ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)IXvet kantvedSivetBengaluruFernandeCerdic eus WessexSaint-Martin (Antilhez)Plaza de soberaníaKerfodMoukGwrezverk🡆 More