Louis Aragon, barzh, kazetenner ha romantour gall anezhañ, a oa bet ganet d'an 3 a viz Here 1897 e Neuilly-sur-Seine (Hauts-de-Seine a-vremañ) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Kerzu 1982 e Pariz.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Louis Aragon |
Anv-bihan | Louis |
Anv-familh | Aragon |
Lesanv | Arnaud Saint Romain, Arnaud de Saint-Roman, François la Colère, Témoin des martyrs, Albert de Routisie |
Deiziad ganedigezh | 3 Her 1897 |
Lec'h ganedigezh | 16th arrondissement of Paris |
Deiziad ar marv | 24 Kzu 1982 |
Lec'h ar marv | 7vet arondisamant eus Pariz |
Lec'h douaridigezh | Moulin de Villeneuve |
Tad | Louis Andrieux |
Mamm | Marguerite Toucas-Massillon |
Pried | Elsa Triolet |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Implijer | L'Humanité, Ce soir, Les Lettres Françaises |
Bet war ar studi e | Lycée Carnot |
Lec'h annez | rue de Varenne, Moulin de Villeneuve |
Strollad politikel | Strollad Komunour Gall |
Tuadur revel | Divrevelezh |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Luskad | Dada, surrealism |
Tachenn | romant, barzhoniezh |
Bet kinniget evit | Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh, Priz Nobel al Lennegezh |
Oberennoù zo en dastumad | Minneapolis Institute of Art |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Anavezet eo ivez abalamour d'e skoazell diehan d'ar Strollad Komunour Gall adalek 1930 betek e varv. A-gevret gant André Breton, Paul Éluard ha Philippe Soupault e voe unan eus diazezerien al luskad dada e Pariz hag an dreistrealouriezh. Adalek dibenn ar bloavezhioù '50 e voe savet ha kanet sonennoù diwar e varzhonegoù gant Jean Ferrat, Léo Ferré ha reoù all, oc'h ober d'e oberenn varzhoniel bezañ anavezet. Il n'y a pas d'amour heureux, ur varzhoneg embannet e 1944 en dastumad La Diane française, a voe kentañ kanaouenn bet tennet eus oberennoù Louis Aragon : azasaet ha kanet e voe gant Georges Brassens e 1953.
Meur a varzhoneg gant Aragon a zo bet troet e kanaouennoù gant Lino Léonardi, Hélène Martin, Léo Ferré, Jean Ferrat ha Georges Brassens ha kanet gante o-unan ha gant Yves Montand, Alain Barrière, Isabelle Aubret, Francesca Solleville, Nicole Rieu, Monique Morelli, Marc Ogeret ivez.
]
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Louis Aragon, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.