Kazetenn

Ur gazetenn zo un embannadenn, da lavaret eo ur strobad follennoù moullet, embannet ingal, bemdez (pemdezieg) pe bep sizhun (sizhunieg) peurvuiañ.

Reiñ a ra keleier d’al lennerien diwar-benn ar pezh a zo nevez-c’hoarvezet hag embann a ra soñjoù diwar-benn an traoù-se. Kemennoù bruderezh a gaver enno ivez. Kavet e vez kazetennoù da brenañ e stalioù a-ratozh. Gallout a reer resev kazetennoù er gêr ivez, gant ma paeer ur c’houmanant evit se.

Kazetenn
Ur stal kazetennoù e Roma
Kazetenn
Ur gwerzher kazetennoù e kreiz kêr Londrez, d’ar 7 a viz Gwengolo 1939
Kazetenn
"Das Lesekabinett", taolenn gant Heinrich Lukas Arnold (1840)

Danvez a bep seurt a gaver er c’hazetennoù. Keleier eus ar politikerezh, an armerzh, ar sport, an torfedoù hag an darvoudoù a bep seurt. Diaweladoù amzer a gaver ivez, koulz ha pennadoù diwar-benn ar sevenadur. E-kichen ar pennadoù-skrid e kaver alies luc’hskeudennoù ha tresadennoù d’o skeudennaouiñ. Pennadoù zo, ma lenner soñjoù tud ar gazetenn, e stumm ar pezh zo anvet pennadoù-stur. Lizheroù kaset gant al lennerien a c’hall bezañ embannet ivez, da zisplegañ o soñj war pennadoù bet embannet diagent.

Ment

Moullet e vez an darn vrasañ eus ar c’hazetennoù a vez embannet bremañ e hini pe hini eus ar mentoù-mañ:

  • Ment vras (600mm x 380mm), evel The Wall Street Journal, L’Équipe. Nebeutoc’h e vez implijet ar vent-se bremañ : kelaouennoù hag a veze moullet evel-se gwechall (Le Figaro, The Guardian...) a vez moullet er vent Berliner bremañ.
  • Tabloid (380mm x 300mm), an hanter vihanoc’h. Ar vent-se a weler muioc’h (Daily Express, The Sun pe The Times e Bro-Saoz, Le Télégramme e Breizh, 20 minutes pe Libération e Bro-C'hall, da skouer).
  • Berliner (470mm x 315mm). Ar vent-se a vez implijet kalz bremañ : gant Le Monde e Bro-C'hall, La Stampa en Italia, El País e Spagn pe The Guardian e Breizh-Veur.

Titloù

A bep seurt anvioù a vez roet d’ar c’hazetennoù ha cheñch a reont hervez ar vro hag ar yezh. Un toullad gerioù avat a vez kavet ingal en titloù-se.

En anvioù zo e veneger pegen alies e teu ar gazetenn er-maez, evel Daily Express Rénmín Rìbào (pemdezieg ar bobl), pe La Setmana. E titloù zo e veneger daoust ha dont a ra ar gazetenn er-maez diouzh ar mintin pe e fin an devezh, evel De Morgen, Le Soir pe Maariv. Alies e veneger pelec’h e vez embannet ar gazetenn, gant un anv-lec’h (Frankfurter Allgemeine Zeitung, The Jerusalem Post), un anv bro pe rannvro (Israel HaYom, Le Journal du Pays Basque) pe c’hoazh anv unan eus ar pevar avel (Ouest-France, Western Mail).

Liammoù diavaez


Sellit ouzh ar ger Kazetenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.



Kazetenn 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.


Kazetenn 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Sizhunieg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1671Enez Vreizh16651991Amber Heardぢ (lizherenn)Lennegezh vrezhonek kolletBloazMao ZedongEostPierre-Joseph Proudhon16761833The Parting GlassYezhoù romanekNikki FritzNovritschTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Hohenzollern (1901-1914)EetionShōnenBloavezhioù 20202001MarselhaTurkmenistanCharlez II (Bro-Saoz)9 a viz EbrelLadinoegCatherine LatourBrexitWikeriadurLennegezh vrezhonek kolletYezhRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Franklin Delano RooseveltAndhun SussexSydney1añ MezhevenPrusiaRacing Club Asociación CivilOblast MoskovNormandi (rannvro)1999BroWessexYa d'ar brezhonegFoar Vre1635DagestanReizhColucheKravatenn noterVladimir PoutinPaskBrandenburgWorld Wide Web ConsortiumTaoiseachISO 8601DihunBangladeshDans le Lit, le BaiserTimbroù dre rummadRobin Hobb1897Ar Pok (Toulouse-Lautrec)LondrezAvankAdolf HitlerAziaOne Man Went To MowZeca AfonsoColt Anaconda🡆 More