Süddeutsche Zeitung (SZ) a zo ur gazetenn bemdeziek alaman bet krouet e München e 1945.
Unan eus an teir c'hazetenn alaman bouezusañ eo (an div all o vezañ Frankfurter Allgemeine Zeitung ha Die Welt). A-fet linenn stur e lavarer ez eo ur gazetenn frankizour ha tost eus an tu-kleiz. Gwelet e vez evel ur gazetenn distag diouzh ar strolladoù politikel ha digor war ar bed. Un embannadur bavarian (keleier lec'hel) a zo hag unan broadel ivez, ennañ peder lodenn : politikerezh, sevenadur, armerzh ha sportoù. 448 411 skouerenn a vez gwerzhet bemdez (sifroù 2008).
Daoust d'hec'h anv ez eo Süddeutsche Zeitung (SZ) ur gazetenn a dalvoudegezh vroadel en Alamagn, ha en diavaez. Dre ma'z eo kentoc'h eus an tu-kleiz e vez gwelet evel enebour nemetañ (hervez lod) galloud CSU e Bavaria.
D'ar 6 a viz Here 1945 e voe Süddeutsche Zeitung a gazetenn gentañ aotreet gan an arme amerikan. Dindan renerezh August Schwingenstein, Edmund Goldschagg ha Franz Josef Schöningh e voe embannet an niverenn gentaén en deiz-se. Ouzh ar bajenn gentañ e c'haller lenn :
Soit :
Amañ e c'haller lenn ar bajenn-se : [1]. E 2000 e voe diaesterioù armerezhel, goude-se eo bet kreñvaet ar gazetenn, degemeret ez eus bet kevranneien nevez. Er memes bloavezh e savas reuz ivez abalamour da atersadennoù bet kemmet a-raok bezañ embannet e-barzh SZ-Magazin.
E-pad an nevez-amzer 2004 eo bet krouet Süddeutsche Bibliothek : bep sizhun, e vez adembannet unan eus 50 danevell vrudetañ lennegezh an XXvet kantved. Berzh a reas an dra-se, neuze e voe krouet Klavier Kaiser e miz Here 2004 : un dastumade pladennoù warno sonerezh piano eo. E miz Kerzu 2004 e voe krouet SZ Wissen, ur gazetenn diwar-benn ar skiantoù. E miz Meurzh 2005 eo bet krouet SZ-Cinemathek, un dastumad DVDoù eo. Abaoe m'eo bet krouet an holl draoù-se ez eo gwelloc'h ar gazetenn a-fet armerzh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Süddeutsche Zeitung, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.