Ar postañ a dalvez evit an armerzhour kement ha treuzfurmadur ur c'hevala, gant ar ster danvez moneizel, e kevala sonn (ur mad aveiñ pe diloc'h da skouer); evit an arc'hantour e c'holeiñ kement-mañ ar meizad postadenn war grenn pe hir dermen e fredoù arc'hantel.
Evit ar jederien eo heñvelster ur postadur gant ur klaviad|c'hlaviad, ha pa vefe-eñ korfel, ankorfel pe arc'hantel.
Ar postadurioù a c'hell bezañ renket hervez o fal.
Ar postañ gouestoni pe emledañ a zo e bal kreskiñ barregezh produiñ an embregerezh en ur ouzhpennañ da skouer unvezioù produiñ muioc'h evit ur produ a zo anezhañ endeo, ar pezh a vo graet outañ un emled kementadel, pe evit ur produ nevez, amañ e komzer kentoc'h eus un emled doareadel.
Ar postañ erlerc'hiañ pe adneveziñ a zo e bal derc'hel an oberiantiz gant e live a-vremañ dre erlerc'hiañ an aveadurioù arveret pe diamzeret. An embregerezhioù a vez tomm ouzh ar stumm postañ-se er prantadoù enkadennek.
Ar postañ arnevesiñ pe a broduusted a zo e bal kreskiñ ar broduusted dre ober gant aveadurioù arnevez ha peurwellaet.
Ur stumm strategel a c'hell ivez kaout ar postañ a-benn diogelaat diorroadur an embregerezh.
Ar postadurioù a zo dezho meur a berzh.
Ur postadur a vez graet outañ ur postadur produus pa vez uhel a-walc'h gwerzh sammet ar madoù hag ar bozioù bet e-keñver ar c'houstoù ganet. E kontrol e vez graet outañ ur postadur dibroduus (pe n'eo ket produus war-eeun) pa sell ar postadur ouzh madoù pe servijoù a dalvoudegezh foran (skolioù, ospitalioù, h.a.)
Ur postadur danvezel a sell ouzh ur mad produiñ, da skouer. Ur postadur dizanvezel a sell ouzh ar servijoù : stummadur, enklask ha diorren, nevezadur, marketing, teknologiezhioù ar c'hehentiñ, bruderezh, h.a. gouest da zegas un diorroadur da zont.
An tu armerzhel a bled gant perzhioù gwerc'hel ar postañ, an tu arc'hantel o plediñ nemetken gant ar e c'hourzhgread arc'hantel.
Dispignoù 'zo, an dispignoù liammet gant teknologiezhioù ar c'hehentiñ da skouer, a gustum bezañ adstaget ouzh koustoù an embregerezhioù. Lod eus an dispignoù-se a sell ouzh trezalc'h an arloadoù ha ne vezont ket alies jedet evel dispignoù postañ e konterezh an embregerezhioù (e Frañs).
En e ziviz postañ e vez keñveriet gant an embregour koust ar postañ (I) gant sammad gwerzhioù bremanaet an enkefiadoù teñzorerezh gounezet a-drugarez d'ar postadur (W). Ar raktres postañ a vo sevenet ma W > I. En dielfennadur keynezian, e talvez an efedusted orel ar c'hevala kement hag ur feur askorusted diabarzh ar postadur. Ar feur-se a vez implijet evel ur feur bremanaat ar gounidoù tennet eus ar posterezh. Seul wanoc'h eo ar feur kampi, seul bouezusoc'h e vo ar posterezh. Evit Keynes eo termenet ar postañ gant ar c'heñveriadenn etre efedusted orel ar c'hevala (w) hag ar feur kampi pleustret war varc'had ar c'hevalaoù (i). Ma vez w > i e vo divizet seveniñ ar postadur. Arc'hantet e c'hell bezañ gant fontoù an embregerezh pe gant un amprest izeloc'h e goust eget feur askorusted ar postadur.
En dielfennadur meur-armerzhel e vez miret ar ger posterezh evit termeniñ ar grouidigezh madoù ha kevalaoù nevez (mekanikoù, madoù diloc'h...). Ez wir eo termenet an dispignoù e madoù postañ dreist-holl gant div varienn : askorad gortozet ar postañ, anvet « efedusted orel ar c'hevala », hag ar feur kampi pe koust an amprest graet evit arc'hantañ prenadenn ar madoù postañ. Evit un efedusted orel ar c'hevala roet e teu war wel penaos eo ar postañ ur fonksion digreskus eus ar feur kampi. Live ar feur kampi a zo neuze ar varienn a c'hoari en diviz postañ. En dielfennadur keynezian bepred eo meizet ar feur kampi evel ur varienn emren, rak dizalc'h ouzh ar c'horvoder.
Postañ a dalvez kement ha dispign arc'hant en ur raktres, ha dre-se dilezel ur bevezerezh diouzhtu hag asantiñ ur riskl bennak, a-benn kreskiñ ar c'horvoderioù da zont.
An distro war bostañ pe askorad, a zo ar c'heñver etre ar varregezh emarc'hantañ hag ar sammad postet. Jedet e vez alies gant ar soñj rakwelet hag-eñ eo azasaet ur postadur kinniget, ha penaos eo-eñ evit mad ar poster. An askorad a zo anezhañ un dezverk pennañ en dibab postañ. En jediñ a reer hervez meur a zerverk : ar gwerzh bremanel rik, ar feuriader spletusted, an termen adtapout ar c'hevala postet hag ar splet keñverel.
Ar feur askorusted diabarzh (FAD) a c'hell a-wezhoù bezañ enebet ouzh dezverk ar gwerzh bremanel rik (GBR). Evit daou bostadur A ha B e c'hell neuze FADA > FADB ha GBRB > GBRA.
Ar c'hevala postet a c'hell mirout gantañ un dalvoudegezh dilerc'h e dibenn e badelezh vevañ.
Priz keñveriel ar c'hevala e-keñver hini al labour a c'hoari war ar posterezh. Ma 'z eo a > b gant a priz al labour ha b priz ar c'hevala (e-keñver o gwerzhioù implij), e vo un erlerc'hiadur eus c'hevala d'al labour, da lâret eo ur postadur.
An embregerezhioù a glask diarbenniñ ar goulenn a-raok postañ a-benn gouzout ma 'z eus ezhomm kreskiñ ar barregezhioù produiñ. Diarbennoù amsavus, pa ziarbenner ur c'hresk eus ar goulenn, a ro lañs d'ar postañ padal diarbennoù diamsavus a harz anezhañ.
Ar feur kampi a dermen koust an amprestoù graet a-benn seveniñ ur postadur. Ma vez uhel e c'hell herzel ar postañ. Live endleadur an embregerezh a c'hoari ivez : un embregerezh endleet a vo ret dezhi gouestlañ ul lodenn eus e spletoù d'en em ziendleañ.
Pep postadur a rank kemer e kont ar c'houst hegoulz hag a zo anezhañ an askorad degaset gant implijoù dazeilat ar c'hevala.
A-raok postañ e ranker en em soñjal war penaos en arc'hantañ. Ezhommoù arc'hantañ un embregerezh, ezhommoù e postadurioù peurgetket, a zo 3 doare d'o vastañ : an emarc'hantañ, an amprest ha kresk ar c'hevala. An teir mammenn-se a c'hell c'hoari a-gevret. Ar postadurioù a c'hell ivez bezañ arc'hantet gant un dilez fredoù, e stern ur strategiezh adkreizañ da skouer.
Emarc'hantañ a dalvez kement hag arc'hantañ ar postadurioù gant korvoderioù diabarzh an embregerezh. An emarc'hantañ a vez muzuliet e daou vod : ar feur marz (Reñver Kriz Korvoiñ / Gwerzh Ouzhpennet) hag ar feur emarc'hantañ (RKK / Danzeadur Kriz a Gevala Sonn) hag a vuzul al lodenn eus ar postañ arc'hantet gant ar RKK (mentelad ar c'hont korvoerezh).
Talvezout a ra kement ha dastum kevalaoù dindan stumm amprestoù digant tredeoù. Padelezh an amprest a rank klotañ gant padelezh ardalañ ar mad prenet (alies e vez un tammig berroc'h padelezh an amprest). An amprest a zo 2 stumm dezhañ : bankel pe dre endalc'hennoù.
Ar pal a zo amañ kreskiñ kevalaoù piaouel an embregerezh dre lakaat isskridañ lodennoù nevez (Kevredad Atebegezh vBevennet) pe kevrannoù (Kevredad Dizanv). Goulennet ez eus dre un oberiadenn kreskiñ ar c'hevala en arc'hant dizolo,
An doare-se a zo e berzh mat kreñvaat talusted an embregerezh, pehini ne c'hell ket forzh penaos mont dreist d'ul live amprestiñ bennak hep koll fiziañs e vankoù hag e bourvezerien. N'eo ket an doare-se diouzh laz ar gevranneien rak an embannidigezh kevrannoù nevez a « danav » talvoudegezh ar c'hevrannoù beziat.
Ezhomm 'zo neuze asant ar gevranneien a-benn pleustriñ an doare-se. An dra-se a vo hervez :
Arabat eo kemmeskañ kresk ar c'hevala en arc'hant dizolo gant an enlakadur miradoù (a n'eo nemet un treuzkas postoù kontouriezh e-barzh ar c'hevalaoù piaouel) na gant an eskemm teulioù (pa vez ur c'hendeuzadur-prenidigezh)
Ma vez diarselloù gwellwelus gant an oberourien armerzhel e c'hellont postañ re, ar pezh a raio dezho kaout ur reñver a varregezhioù produiñ. An dreistpostañ a vez graet eus se. Un dreistpostañ uhel a vent ur vro a gas alies d'un enkadenn armerzhel.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Posterezh, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.