Embregerezh

Un embregerezh a zo ur framm kevredigezhel renet gant un embregour.

Diforc'hiñ a ra diouzh ar raktres plaen m'eo gouestlet an aozadur anezhañ da vezañ divodet pa 'z eo bet kaset da benn. Meizet eo kentoc'h an embregerezh evel un dra padus evit seveniñ tro ha tro meur a raktres damheñvel, pezh a empleg e padfe ar frammoù (da sk. : ardivinkoù, koskor, kevranneien, ...).

Embregerezh
Embregerezh
legal form, embregerezh, agreement, company
Iskevrennad eusjuridical person Kemmañ
Rann eusekonomiezh Kemmañ
Abeg pennañincorporation Kemmañ
Palprofit maximization Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùby-law Kemmañ
Dezverket drecorporate identity, corporate personhood Kemmañ
Enebet ouzhpartnership Kemmañ

Pelloc'h e implijer ivez ar ger embregerezh evit raktresoù dieil hogen a seblant arvarus pe ziaes (beajoù bras da skouer).

Gallout a raer termeniñ ken plaen all un embregerezh evel obererezh un den pe ur strollad tud a labour evit pourchas madoù pe servijoù da arvalien en un endro a gevezerezh (ar marc'had) pe get (ar monopol).

Tri rumm bras a embregerezhioù a zo en holl vroioù :

  • an embregerezhioù prevez dezho palioù kenwerzhel (da sk.: KEBAT, EBE, Embregerezhioù bras),
  • an embregerezhioù prevez hep pal kenwerzhel (a denn d'an armerzh sokial),
  • an embregerezhioù foran (da sk.: Ar Post, KBHF, ...).

Pal un embregerezh a zo kreskiñ war he marc'had en ur reiñ o c'hoant d'e arvalien e sell da c'henel gounidoù, goude bezañ paeet tailhoù ha taosoù hag ar c'hargoù digemm all (goproù, mizoù mont en-dro, ...).


An embregour

Ent istorel, an embregour a zo un hanterour, ur c'hourater labour : urzhiet e vez sonn digantañ madoù pe servijoù, klask a ra ar vicherourien a broduio peb a lodenn eus an urzhiad-mañ ha kemer a ra e karg ma vo degaset reizh. Kement-se en ur c'henarroud lec'h n'eo ket gwall merket rannadur al labour, ma chom ar vicherourien er gêr da labourat, hag ez eus en o c'herz o ostilhoù ha zoken o ardivinkoù (stern-gwiadiñ da skouer).

Un embregour a zo dreist-holl ur "Yann e vil vicher", e-tailh da wellekaat an ezhommoù kevala hag ar c'hoskor evit ren un obererezh reizhek ha spletus. Evit hen ober, e oueziadur gwiraouel a 'n em ziskouez priziusoc'h priziusañ en abeg d'an doare m'eo aozet ar marc'had ha ma ranker mont dezhañ.

Kavet vez c'hoazh ar seurt aozadur-se hiziv an deiz, da skouer e greanterezh an treuzdougen, ar servijoù (ijinouriezh, ...), lec'h ma kaver, e-kichen strolladoù bras, tud dizalc'h perc'henn war o ostilh labour (sammgar pe kobar) hag a gav o urzhierien dre hanterouriezh kouraterien.

Gant an dispac'h greantel e kemm an embregourien, aveet int gant o ardivinkoù dezho hag e viront ar memes micherourien pell amzer, diwar se e tisoc'h an embregerezhioù hengounel. En armerzh a-vremañ, ma lañs ar servijoù war ar greanterezh, keal an implijad a lañs eñ ivez war hini ar micherour.

Diazezet eo un embregerezh war un niver a gefridioù pouezus-meurbet a warant e mont en-dro.

Peurvuiañ e sav an embregerezhioù un urzhaz e-touez o implijidi : ar re a zo lec'hiet war ur bazenn izeloc'h (sk.: skipailherien, kenlabourerien, implijidi, ...) a sent ouzh ar re lec'hiet war ur bazenn uheloc'h (merourien, sternidi, pennoù raktres, ...).

Ar stummoù embregerezh

An embregiñ a zo - en holl vroioù - enframmet gant ur reoliadur. Mont a ra en-dro eta ar bras eus an embregerezhioù hervez ur framm raktermenet gant al lezenn. E kenarroud un armerzh kevalaour, e c'haller kaout un embregerezh war un anv personel (peurvuiañ un mikroembregerezh). Da skouer, e Frañs, 95% eus an 3 millon a embregerezhioù a gaver er vro a zo mikroembregerezhioù etre 0 ha 3 kenlabourer.

Gallout a reer ivez stummañ un dudelezh dindan stumm ur c'hevredad. Hemañ a c'hell bodañ meur a berzhiad en e gevala, ha barrek eo da seveniñ aktaoù merañ. Ar stummoù liesseurt a gevradoù a gemm hervez ar broioù.

Da neuze e ranker digemmañ perc'henniezh gwirion an embregerezh hag ar galloud da seveniñ aktaoù merañ en anv ar gevredigezh. Hervez ar stumm kevredadel e vo graet ur merour pe ur prezidant (eilet gant ur rener hag ur c'huzul-merañ diouzh tro) eus an hini e karg eus mont en-dro red an embregerezh. An hini titlet war ar c'hefridi-se a c'hell bezañ en e gerz lodennoù kevredadel pe gevrannoù pe c'hoazh bezañ gougemennet.

Frammañ un embregerezh diouzh stumm ur c'hevredad dre gevrannoù na empleg ket dre ret e vije feuriet an titloù-se en un eskemmdi (pe zoken na vije sellet outañ evel ma rafe galv foran d'an espern). M'eo an degouezh, prenadennoù en eskemmdi pe kinnigoù prenañ foran a c'hell lakaat kemm e muianiver kontroll an embregerezh, ha disoc'hiñ ivez e kemm e renerezh.

An amkanioù armerzhel hollek

Kemm a ra kefridi pennañ un embregerezh eus unan d'egile pe c'hoazh hervez ar savpoentoù e kreiz ar memes embregerezh (da sk.: savboent ar c'hevranneg, an implijad, ar sindikad, ar renerezh, ...). E-touez ar c'hefridioù oberata lies eur kustum da arsellet, e kaver :

  • servijout ar marc'had, en ur broduiñ ha dasparzhañ madoù ha servijoù a glot gant ur goulenn talus. Hennezh eo e reizhabeg armerzhel nemetañ, nep embregrrezh na c'hell dreistbevañ hep hel lakaat da bal bennañ, anez bezañ diwallet ha lakaet e-maez tachenn ar c'hevezañ (da sk.: servijoù publik zo), pezh a c'hall, diouzh ur savpoent armerzhel rik, lakaat anezhañ da veveziñ muioc'h a zanvez eget na zegaso a zalvoudegezh, alies diwar goust ar strollegezh.
  • gounit arc'hant, da lavaret eo eztennañ gounidoù kellidel en ur « zastum muioc'h a arc'hant eget n'eo bet postet », pergen evit desachañ ar bosterien ensavadurel hag ar gevranneien vihan,
  • produiñ un dreistad teñzoriezh, a vo postet gant ur splet brasoc'h evit diorren an obererezhioù pe un embregerezh all (e-barzh stern ur « strollembregerezh »).
  • gwellekaat, hervez an dezvad, an talvoudegezh sokial (gwellaat saviad ar gevredigezh) pe ar gounid (diforc'h etre ar priz gwerzhañ ha koust an danvez bevezet).
  • diraeziñ ur pal teknikel : seveniñ un oberiadur (riboul, pont, hent...), fardañ ur produ oberiet, empennañ ha seveniñ ur servij a roio e c'hoant d'un arval. Liesdoare-kenañ e c'hall bezañ ar pal teknikel-se e-unan, menegiñ a c'hellomp pergen :
    • an obererezhioù n'int ket, evit an embregour, an dalc'h pennañ, met un araez evit mad un obererezh all : da skouer perc'hennañ strolladoù gwask, produerien danvezioù strategel pe embregerezhioù vektor a skeudennoù (war batrom bezañs ar farderien sigaret e gennad an dilhaderezh),
    • ar c'hevelourioù labour-douar, anezho embregerezhioù o deus da bal genel ur gounid neket evito o-unan, met evit ar gevelourien ezel,
    • an « embregerezhioù kenemprañ » o deus da bal lakaat o implijidi e-tailh da zerc'hel ur post-labour « boas », hep klask e degouezhioù zo (atalier chanter kenemprañ) genel gounidoù.

Gant kevredadoù zo e c'hall bezañ diheñchet kefredioù pennañ an embregerezh, pergen evit :

  • darguzhat obererezhioù reizh pe eneplezenn (sk.: obererezhioù zo evel ar c'hoarioù, an eskemm, ar gwalc'hañ kirri, ar madoù diloc'h... a zo anavezet evit reiñ an tu da « adaozañ » pe da « wennañ » an arc'hant o tont eus obererezhioù eneplezenn).

Savpoentoù politikel liesseurt war talvoudegezh kefridiel an embregerezhioù prevez a zo bet stummet e-kerzh red an istor ha saveladur ar preder armerzhel :

  • eus an didalvez-holl ma vefent, o tisoc'hiñ war o dilemel ha/pe o strollañ,
  • betek o talvoudegezh krenn (pergen evit a sell ouzh krouiñ implijoù), o tisoc'hiñ war reiñ ton ha diorren an EBE, EBK, kevredadoù artizanel, micherioù frank.

Didroc'hañ ar c'hefredioù e diabarzh ar framm

Ar c'hefridioù oberatael (sk.: produiñ, kontouriezh, kenwerzh, marketing, kontroll war ar merañ, ...) hag a zever eus amkanioù armerzhel an embregerezh a c'hall bezañ :

  • embreget gant strolladoù tud aozet e servijoù, rannoù... pa vez anv a embregerezhioù bras (sk.: servij an Danvez),
  • eilkevratet da embregerezhioù diavaez pourchaser servijoù (sk.: kehentiñ diavaez) pe
  • d'ar pellañ, embreget gant un den e-unan-penn, oc'h emellout peurvuiañ e karg a guzuliad diavaez (sk.: prizachour perzhded).

N'eus ket a genere eeun hag emgefre etre kefridioù ha frammoù un embregerezh, ma c'hell e aozadur kemmañ kalz eus unan d'egile. Alies mat eo gwevn ar framm ha ec'h emdro aes a-walc'h. Kemm a ra diouzh ment, lec'hiadur, gennad labourerezh, patrom aferioù (business model) ha strategiezh an embregerezh.


Aktourien an embregerezh

An embregerezh a zo ur metoù aozet, a gaver ennañ savlec'hioù sokiologel liesaet :

  • piaouerien ar c'hevala (ar gevranneien, perc'hennerien gwirion an embregerezh),
  • Renerezh an embregerezh (kemennet gant ar gevranneien),
  • implijidi an embregerezh (tutaet gant Renerezh an embregerezh ).

Hervez ment an embregerezh e c'hell bezañ kemmesket an aktourien-se a-wezhioù : d'an eeunañ-toud, ur gereerezh a c'hell da skouer mont en-dro gant un den hepken, war un dro piaouer ar c'hevala, rener ha goprad dieil.

En embregerezhioù brasoc'h eo digemmet an aktourien-se.

Ar gevranneien

Ar gevranneien a zo en o c'herz kevala an embregerezh. Emañ en o c'hefridi degas ar fontoù kellidel evit diorren an embregerezh, dibab izili ar Renerezh ha gwiriekaat eo meret reizh an aferioù gant ar Renerezh.

Resev a reont korvoderioù war spletoù an embregerezh, a reer ranndal anezho.

Gwelet ivez : KEBAT, Kevredad dre gevrannoù (KDG), Kevranneg.

Ar Renerezh

Emañ ouzh e ober tud karget a verañ aferioù red an embregerezh ha lakaat e pleustr strategiezh an embregerezh evel m'eo bet degemeret gant ar kevranneien.

Ouzh e baeañ ez eus peurvuiañ ur gopr, hag ivez un doare deuriekadur, alies dindan stumm stock-optionoù pe bonuzoù kellidel menegeret war berzh an embregerezh.

Gwelet ivez : PRM, Merour.

Ar genlabourerien

Ouzh o ober ez eus peurvuiañ :

  • sternidi, karget da verañ ha da ren an oberata dre sterniañ ar c'hoskor azas,
  • implijidi, karget da seveniñ an argerzhoù kenwerzhañ ha produiñ e liamm gant ar sternidi.

Resev a reont ur gopr en eskemm eus o labour sevenet e kreiz an embregrezh.

Gwelet ivez : gopridi, sternidi.

Aktourien o keveliñ pe aktourien o keveziñ ?

Gant selloù zo, techet da goazhiñ - pa n'int ket flemmus pe manikean - e vez lakaet kevezerezh dre ret etre 3 rummad aktourien an embregerezh prevez (kevranneien, renerezh, gopridi) ha kement ne vez ket grataet d'ar c'hopridi gant ar Renerezh a-fet arc'hant - da skouer en ur vuiaat ar goproù - a zo tonket "d'ar c'hevala" e kerz ar gevranneien.

An doare-enebiñ-se da welet - a c'hell diskouez e reizhidigezh e kenarroudoù armerzhel trubuilhet-kenañ pe a-ziwar-lerc'h (krach en eskemmdi, patrom cost-killer, ...) - a ranker arlivañ gant ur sell reizhiadel muioc'h reolet ha kenoberel etre an 3 rummad aktourien ... se pergen evit mad an embregerezh, mad ar c'hopridi ha mad ar gevranneien.

Klask ar spletoù

Finvez ar spletoù : paeañ ar riskl sammet gant ar c'hevranneg

E-touez ar palioù liesseurt a c'hell bezañ d'un embregerezh, klask ar spletoù a zo dezhañ ur plas a bouez. Splet an embregerezh (da vezañ digemmet diouzh ar gounid) a dalvez da gentañ-penn da baeañ ar c'hevala postet.

Pa 'z eus anv a embregerezhioù a reer kevalaour anezho, ma fell d'ur postour (un den en deus arc'hant) e bostañ en un embregerezh kentoc'h eget e virout, ez eo dre ma venn e ampletfe muioc'h an arc'hant postet evel-se en embregerezh. Ma ne c'han ket un embregerezh a-walc'h a c'hounid dasparzhet dindan stumm ranndaloù, e vrud a goll lufr ha ne zedenn ket mui ar postourien. Da heul e vije lakaet diaez e varregezh da ziorren (a vevez peurvuiañ kellidoù evit - da skouer - digeriñ adstalioù en estrenvro pe loc'hañ programmoù nevezadenniñ) ma n'eo ket da chom bev zoken.

Evit pep gennad obererezh ez eus ul live gounidoù « boas » gortozet. Evel-henn da skouer er gennad apotikerezh ar bloavezhioù 2000, live keitat ar gounidoù gortozet a oa 15% / bloaz eus ar c'hevala postet (a zo kalz !). Ma c'han un embregerezh nebeutoc'h a c'hounid, ar gevranneien o deus postet ennan o arboelloù (en un doare eeun pe aliesoc'h dieeun, dre ur bank pe ur c'hef leveoù) a zo dipitet, a goll fiziañs e fin ar gont er postadur asantet hag a werzh o c'hevrannoù : digreskiñ a ra neuze priz an embregerezh (ne vern e vije feuriet en eskemmdi pe get) hag ar bostourien a chom a zo war goll.

Un embregerezh kevalaour a vije re wan ar gounidoù anezhañ re bell amzer n'en deus ket a reizhabeg armerzhel : ar peurvuiañ e vez serret pe adprenet. Pa 'z eus anv a embregerezh eus an armerzh sokial, e treistpado ma tegas un dalvoudegezh sokial d'ar gevredigezh (sk.: embregerezh kenemprañ) ha ma kav ur c'hellidvastour e-tailh da gellidañ ar c'holloù a c'hall c'hoarvezout (sk.: strollegezh tiriadel). Erfin, an embregerezhioù familh - war un dro prevez ha nann feuriet - a c'hall kavout o c'hempouez etre gounidoù uhel ha talvoudegezh sokial hag ober berzh war hir dermen, pergen dre o ment a-skeul gant an dud ha nested ar merañ e-keñver ar gopridi.

Penaos e vez ganet spletoù ?

E berr gomzoù, lakaat a reer un obererezh da vezañ askorus en ur werzhañ ar c'herañ a c'heller ur produ pe ur servij hag en ur zispign an nebeutañ a c'heller evit e oberiañ.

Digejañ a reer korvoderioù boas ha korvoderioù divoas :

  • ar c'horvoderioù boas a zo frouezh ar gwerzhioù hag an oberiadennoù kellidel red war ar bloaz a ren (kredoù arvalien ha pourvezerien)
  • ar c'horvoderioù divoas n'int ket - dre ziviz - lodek en oberiadennoù red an embregerezh. Anv a c'hell bezañ a werzhañ kaoud (savadurioù, ardivinkoù, ha c'hoazh), gwerzhañ adstalioù pe oberiadennoù kontouriezh liesseurt (sk.: adprizañ talvoudegez kellidel ur stok).

Ar marz, jedet evel diforc'h etre priz gwerzhañ ha koust produiñ ar marc'hadourezh entoueziet er produ gwerzhet, a dalvez kement ha lodenn bennañ splet an embregerezh.

Evit muiaat ar marz-se, n'eus ken nemet daou loc'h :

  • muiaat priz ar produioù pe servijoù gwerzhet (sk.: gwerzhañ ur c'harbed emloc'h da 15 000 €),
  • leiaat koust produiñ ar produioù pe servijoù gwerzhet (sk.: produiñ ar c'harbed gant 12 000 €).

An araezioù ober evit leiaat ar c'houstoù a zo liesseurt kenañ, pergen :

  • kevraouiñ gant ar bourvezerien evit izelaat priz prenañ ar marc'hadourezh entoueziet,
  • gwellaat ar perzhded evit produiñ gant nebeutoc'h a reputailhoù,
  • gwellaat askorad an ardivinkoù (ober dezho turgnañ buanoc'h),
  • gwellaat askorad an dud (leiaat ar c'hoskor, gwellaat ar perzhiadur),
  • leiaat ar stokoù evit leiaat ar c'hevala diloc'h,
  • kevraouiñ aozoù paemant primoc'h a-berzh an arvalien a-benn bezañ nebeutoc'h a frejoù kellidel.

Koust al labour vs. koust ar c'hevala

En ul lodenn eus Europa, evel e-barzh broioù diorroet all (dre vras ar broioù kornôgat enno koustoù tud labour uhel), ez eo hiziv askorusoc'h evit ar produadurioù emgefrenadus ha dezho ur gwerzh ouzhpennet izel da implijout un ardivink kentoc'h eget ur goprad (koust al labour nebeut perzhek o vezañ uheloc'h eget koust ar c'hevala). Setu perak kalz a embregerezhioù a dreuzlec'hia produadurioù zo war-du broioù m'eo izel enno koust an dud labour ... zokenoc'h e implijont ur wezh an amzer pourchasoù etreadegerezh, pa ne geidont ket o c'hoskor en ur zifredañ.

Nevezadenniñ evit dreistbevañ, nevezadenniñ evit aloubiñ

Evit talañ ouzh kudenn dilec'hiadur bedel ar produiñ gant ur gwerzh ouzhpennet izel e ranker lakaat e pleustr an nevezadenniñ, krouiñ obererezhioù dezho ur gwerzh ouzhpennet uhel (sk.: Airbus A380, TTB, karbedoù poellek, mikrokewerieroù, danvezioù nevez, meziantoù hefil, bevdeknologiezhioù, armerezh, kreizennoù derc'hanel, robotoù skoazeller evit an dud kozh, gwiadoù poellek, gwrierezh uhel, ...) a c'houlenn tud labour ijinek ha perzhek uhel ha war un dro diorren ar servijoù nested.

Kement ha lavaret, ar servijoù a dalvez hiviziken 70% eus obererezh armerzhel (PDK) ar bed kornôgat, pezh a gadarna emdroadur ar broioù diorroet war-du an armerzh goude greantel.

Evit diverrañ

Evit diverrañ :

  • « Ur firm liesvroadel a zo un embregerezh a brodu lec'h m'eo koust al labour en e izelañ, lec'h m'eo ar perzhekadurioù en o gwellañ - pergen e kreiz polioù kevezusted -, a werzh lec'h m'eo ar marc'hadoù en o digorañ hag en o ampletusañ hag a ziskleir e spletoù lec'h m'eo an tailhoù en o skañvañ » ...

kement-se a-benn :

  • « izekaat e c'hounidoù evit war un dro :
    • 1) paeañ ar gevranneien zo perc'henn war ar c'hevala engouestlet (mar bez tu etre 5%/bloaz ha 15%/bloaz en ur zasparzhañ ranndaloù) ha
    • 2) kreñvaat e gevalaoù piaouel ret evit prientiñ an dazont (en ur loc'hañ programmoù I&D ha nevezadenniñ, en ur adprenañ kevezerien, ...).»

Rummata an embregerezhioù

Rummataet e c'hall bezañ an embregerezhioù hervez meur a zezverk :

  • Hervez o obererezh :
    • Embregerezh artizanel : Ne implij ket en tu-hont da zek goprad.
    • Embregerezh kenwerzhel : Prenañ a ra madoù a werzh en-dro hep o zreuzfurmiñ.
    • Embregerezh greantel : Treuzfurmiñ a ra danvezioù krai ha gwerzhañ produioù peuraozet (pe hanteraozet). Aparchant a ra d'an eil gennad, hini an treuzfurmiñ
    • Kevredad servijoù : Adwerzhañ a ra ul labour hep oberiañ traezoù fizikel.
  • Hervez o gennad armerzhel (termenet dre o obererezh pennañ) :
    • Gennad kentañ (labour-douar, foresterezh, pesketaerezh, a-wezhioù mengleuzioù)
    • Eil gennad (greanterezh, sevel-tiez ha labourioù foran).
    • Trede gennad (servijoù).
  • Hervez o ment hag o skog armerzhel (gouez da dermenadur ar C'hengor Europa en hec'h erbedadenn eus ar 6 Mae 2003 (3002/361/CE - Kelaouenn ofisiel L124 eus ar 20 Mae 2003) :
    • Mikro-embregerezh pe embregerezh bihan-kenañ (EBK) : dindan 10 goprad gant pe ur c'hengreadur dindan 2 villion a euroioù dre bloaz, pe ur ventelad hollek dindan 2 villion a euroioù.
    • Embregerezh bihan (EB) : etre 10 goprad ha 49 goprad gant pe ur c'hengreadur dindan 10 milion a euroioù dre bloaz, pe ur ventelad hollek dindan 10 milion a euroioù.
    • Embregerezh etre (EE) : etre 50 goprad ha 249 goprad gant pe ur c'hengreadur dindan 50 milion a euroioù dre bloaz, pe ur ventelad hollek dindan 43 milion a euroioù.
    • Embregerezh bras : 250 goprad ha muioc'h pe war un dro ur c'hengreadur brasoc'h pe par da 50 milion a euroioù dre vloaz hag ur ventelad hollek brasoc'h pe par da 43 milion a euroioù.
    • Stroll embregerezhioù : a zo ouzh e ober ur pennkevredad hag adstalioù
    • Embregerezh ledek (pe e rouedad, pe e kael, pe c'halloudel) : a zo ouzh e ober un embregerezh sturier e kenlabour gant meur a embregerezh keveler.
  • Hervez ar skourr hag ar gennad obererezh (rummatatur EBSSA) :
    • Ar gennad : Teskad an embregerezhioù o deus an hevelep obererezh pennañ.
    • Ar skourr : Teskad unvezioù produiñ a bourchas un hevelep produ pe servij.
  • Hervez o saviad gwirel :
    • An embregerezhioù kevalaour,
    • An embregerezhioù publik, meret gant ar Stad,
    • An embregerezhioù kevelourel, lec'h ma ren ar re gevredet (gopridi, bevezourien, annezidi, degemererien ar servij...)
    • Ar c'hevredigezhioù hep pal kenwerzhel, embregerezhioù prevez a rank holl o spletoù bezañ postet en-dro,
    • Ar c'henwarezioù

Dodennoù a bouez

  • Kontouriezh
  • Kontroll mererezh
  • Telladurezh
  • Arc'hanterezh
  • Lec'haveiñ
  • Koskor
  • Merañ ar perzhded
  • Produiñ
  • Kevrediñ ha keveliñ

Muzuliañ ar berzh

  • Askorad
  • Kevezusted
  • Dielfennadur kellidel
  • Ar c'hengreadur
  • An disoc'h rik
  • Ar menteladoù mererezh etre
  • Ar barregezh emarc'hantañ (Cash flow)
  • Muzulioù liesseurt an askorusted
  • Hentennoù priziañ an embregerezhioù
  • Feur ar c'hevrannoù
  • Taolenn vourzh
  • Gwerzh ouzhpennet

Kevezerezh

Hervez gwir ar c'hevezerezh, stumm gwirel (tudelezh a wir prevez pe a wir publik, kevredad, kevredigezh) hag pal (kenwerzhel pe get) an embregerezh ne reont forzh. Gant se, gouez d'ar gwir kumuniezhel, « keal an embregerezh a gompren kement ensavadur dezhañ un obererezh armerzhel, forzh pe zezvad gwirel ha doare arc'hantañ a vije gant an ensavadur-se » (Lez Justis Kumuniezhioù Europa (LJKE), diferad Höfner, 1991).

Neoazh, nep aozadur a seven ur c'hefridi sokial hepken (LJKE, Poucet 1993) pe an hini a embreg brientoù a c'halloud publik (LJKE, Eurocontrole, 1994) na embreg ket un obererezh armerzhel ha n'eo ket kennebeut un embregerezh a suj da wir ar c'hevezañ.

  • Akuizitañ ha dilezel un embregerezh
  • Kevezañ
  • Gwir ar c'hevezañ
  • Kendeuziñ
  • Monopol
  • Oligopol
  • Steuñv marketing

Embregerezhioù diaesterioù dezho

  • Paouez a beañ
  • Disklêriañ ar freuz-stal
  • Freuz-stal
  • Adreizhadur barnerezhel
  • Lezenn gwareziñ ar Chabistr 11
  • Skoaziadennoù, skoazelloù ar Stad ha skoazelloù ar bankoù (emellout a ra ar Stad a-wezhioù en armerzh, evit abegoù ideologel pe bleustrek...).

Embregerezh ha darempredoù gant ar bed

  • Kenarroud an embregerezh
  • Kevredigezh
  • Atebegezh kevredigezhel an embregerezhioù
  • Bedelekadur
  • Embregerezhioù bras Europa
  • Kresk Armerzhel
  • Feur kampi

Gwelet ivez

Da vezañ klokaet

Tags:

Embregerezh An embregourEmbregerezh Ar stummoù embregerezhEmbregerezh An amkanioù armerzhel hollekEmbregerezh Didrochañ ar chefredioù e diabarzh ar frammEmbregerezh Aktourien an embregerezhEmbregerezh Klask ar spletoùEmbregerezh Rummata an embregerezhioùEmbregerezh Dodennoù a bouezEmbregerezh Muzuliañ ar berzhEmbregerezh KevezerezhEmbregerezh ioù diaesterioù dezhoEmbregerezh ha darempredoù gant ar bedEmbregerezh Gwelet ivezEmbregerezhArdivink

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

TiTomEnez VreizhYezhSaskatchewanPatrick Le BescoKervaria-SularOne Man Went To MowOksigenRepublik IwerzhonAescwine EssexKourzhMor Arabia2009i2ta8Bukkake19521671Lienenn-gourzhFilippo de' MediciMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaBeorhtric WessexShōnen1509Yezhoù romanekDans le Lit, le BaiserReizhKemper1483ぢ (lizherenn)1866MediaKazakstanMontanaYokegBrezel diabarzh SinaAmpechDispac'h ar JenoflRouantelezh-UnanetColt M19111833Sophia Charlotte von Platen-HallermundFellasionSomalilandUkrainaM109 howitzer2020GwrezverkWikeriadurGoodnight, IreneWorld Wide Web ConsortiumSaratovMoskovColt AnacondaMoudennLec'hiennDugelezh BreizhJakez II (Bro-Saoz)PantaleoneTimbroù GreunlandTyne (Bro-Saoz)KesoueItaliaTurkmenistanMontroulezNikki FritzSaozneg846DihunKêriadennBro Gwiniegi Naoned🡆 More