Ar c'halc'h (pe pidenn) a zo un organ hag a dalvez da venveg-embarañ d'ar wazed.
Unan eus lodennoù ardivink-genel ar wazed eo eta, war un dro gant an divgell.
Benveg an troazhañ eo ivez d'ar wazed.
Klotañ a ra ivez gant ellig ar maouezed, dre ma kreskont o-daou diwar ar memes framm orin. Kalc'h koulz hag ellig a zo gouest da stegnañ pa vezont atizet en ur mod bennak, gant ur flouradenn da skouer. Pa vez savet e galc'h e c'hall ar gwaz en em barañ.
|
|
Gant pobloù zo e vez trodroc'het ar c'halc'h.
Lod tud, e-touez heñvelrevidi kentoc'h, a blij dezho toullañ o c'halc'h: un 12 doare bennak zo d'ober, hag un anv da bep hini.
Un toullad mat a anvioù a vez graet eus ar c'halc'h:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kalc'h, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.