Iañ Kantved

Iañ milved kt JK | Iañ milved | Eil milved

1 2 3 4 5 6 7 8 9 10
11 12 13 14 15 16 17 18 19 20
21 22 23 24 25 26 27 28 29 30
31 32 33 34 35 36 37 38 39 40
41 42 43 44 45 46 47 48 49 50
51 52 53 54 55 56 57 58 59 60
61 62 63 64 65 66 67 68 69 70
71 72 73 74 75 76 77 78 79 80
81 82 83 84 85 86 87 88 89 90
91 92 93 94 95 96 97 98 99 100

Kregiñ a ra ar c’hantved I d'ar 1añ Genver 1 hag e echu d'an 31 Kerzu 100.

Darvoudoù

  • Mont a ra poblañs Roma en tu all d'ar milion a dud.
  • Treuztiriadegoù bras er bed a-bezh.
  • Neriñ a ra ar sektennoù undouegezhour a c’hortoz pe a embann eo degouezhet ar Mesiaz. Anavazout a reer 42 anezho da nebeutañ.
  • Skrivañ a ra feizidi ar C’hrist an avieloù.

Afrika

  • Treuztiriadegoù ar pobloù Bantou.
  • En Etiopia, betek treuzoù an oadvezh kristen, ez implijer reizhiadoù skrivañ kensonennek-rik sabeek pe mineek kreisteiz Arabia o tont eus al lizherenneg fenikek evit skrivañ engravadurioù war vein. Goude e emdro ar skritur betek an IIIe kantved war-du lizherennoù-red ma stager arouezennoù bihan evit merkañ ar vogalennoù. Emdreiñ a ra ar yezh eus he zu ivez ha graet e vo Gez eus an doare-skrivañ-se diwar anv an Agezaded, unan eus ar pobloù pennañ staliet en Etiopia.
  • Poblet eo Enez Madagaskar gant Pigmeed deuet eus Afrika (ar Vazimbaed kevrinus). Dilestret o defe Indoneziz war an enez e-tro deroù an oadvezh kristen goude bezañ hedet aod reter Afrika. Er mare-se e vefe bet degaset ganto plant dianav war an enez betek neuze, evel an ignam, ar bananez hag ar C’hraoñ-kokoz.
  • Peuraloubiñ a ra ar Romaned bro ar C’haramaed (Djerma) e-tro deroù ar I kantved.

Amerika

  • Treuztiriadegoù ar pobloù Arawak war-du an Antilhez (Mor Karib).
  • Sevenadur an Ipioutak e kornôg Alaska (1-900). Mont a ra da get implij ar prierezh, ar c’hleuzeurioù, ar plakennoù-maen hag ar rikoù hemolc’hiñ ar balumed. Treuztiriadegoù mareadek etre argoad (goañv) hag arvor ar meurvor Atlantel (hañv) evit chaseal bronneged mor bihan.
  • Sevenadur Inuited ar meurvor Habask e su Alaska (1-1600). Ostilhoù war blakennoù maen, bazalt hag eskern. Kleuzeurioù eoul e maen. Hemolc’h ar bronneged mor ha pesketa (eoged).
  • Prantad ar Farderien paneroù II e mervent Norzhamerika (1-500). Kêriadennoù a stroll betek unnek ti kelc’hiek, sanket al leur anezho un tammig, savet war lein tornaodoù a-us d'ar plaenennoù stêr ma c’hounezer maiz. Dastumet e vez c’hoazh an darn vrasañ eus ar plant magus.
  • Dont a ra war wel sevenadurioù kemplezh war aod hanternoz ar meurvor Habask ; artizanelezh war goad.
  • Mestr eo ar Voched, brudet evit o labour war an aour hag ar prierezh, war norzh arvor Perou.

Sina

  • 9 : Goude da Wang Mang kemer ar galloud, e sav emsavadegoù da-heul an cheñchamantoù degaset er vro.
  • 25 : Distro an Haned en o c’harg dre un diskennad eus an tiegezh Liu, GuangWu di.
  • 42 ha 43 : Moustret eo emsavadeg ar C’hoarezed Trung gant ar jeneral Ma Yuan.

Azia Greiz

  • Kas a ra ar marc’hadour makedonat Maes Titianos e gannaded war-eeun eus Siria war-du Sina dre hent an Tarim.
  • Teñzor Begram, Kapisa gozh en (Afghanistan) war Hent ar seiz (I-IVe), dizoloet e 1938 e div sanailh bet mogeriet : lakennoù Sina, plakennoù ivor, delwennoù hag irc’hier eus India, listri alabastr, delwennoù arem, pezhioù gwer ha pouezioù eus menteloù roman eus an diazad kreizdouarel.

Gevret Azia

  • E Kambodja eus ar I d'ar VIvet kantved e astenn ar Funan, ur rouantelezh indianekaet diazezet war delta ha red kreiz ar Mekong, he beli war su Indezsina dre he galloud milourel hag armerzhel. Darempredoù politikel ha sevenadurel zo etrezi, Sina hag India.
  • Kreizenn voudaek Peitkhano, e kreiz Birmania (eus ar I d'ar Vvet kantved). En em astenn a ra kêr war 800 ha, kelc’hiet eo gant ur vogeriad vrikennoù poazh zo teir dor enni. Kavet ez eus bet eno dilerc’hioù ouzhpenn 100 danframm brikennoù : bezioù e jarloù, savadurioù brikennek implijet evit ar velestradurezh, ar relijion pe al lidoù, manati heñvel ouzh re su India, gronnet gant daou stoupa. E bambouz pe koad eo savet an darn vrasañ eus an tiez annez.
  • Mojenn javanat Aji Saka : ur priñs deuet eus India a zesk ar skritur da bobl Java, un tamm steredoniezh hag ar gronologiezh.

India

  • Treuztiriadegoù ar pobloù Kushan (Kusãnã) adal Azia Greiz. Mestr int war ar Gandhãra hag ar Pañjãb hag aloubiñ a reont traoñienn ar Ganga betek Pãtaliputra.
  • Staliañ a ra an Andhraed (tierniezh Sãtavahãna) o galloud e norzh an Dekkan e-tro Pratisthãna (Paithãn).
  • Savidigezh ar rouantelezh c’halloudek Kola e penn pellañ su an tiriad.
  • Treuztiriadegoù pobloù India war-du gevred Azia hag Indonezia, ha krouidigezh rouantelezhioù indezat en Indezsina hag e Malaysia. 20 000 a dud o dije divroet eus Kalinga betek Java.
  • Reizhiadoù doura astennidik e Sri Lanka.
  • Savidigezh ar Purâna (I kantved-Vvet kantved).

Europa

  • 43 :
  • 66 :
    • Emsavadeg Jude a-enep an alouber roman. Aloubet eo Jeruzalem gant al lejionoù roman. Dismantret ha preizhet eo ar gêr ha distrujet eo an Templ. Kroazstaget eo miliadoù a Yuzevien.
    • Emsavadeg e Galia (Vindex) hag e Jude.
  • Delwennoù koad lakaet da ouestl e mammennoù ar Saena. Gwisket int gant kapenn dibar ar C'halianed pe gant an dro-c'houzoug hengounel. Talvezout a ra eien ar Saena hag ar Chamalières da santual ma lakaer kantadoù a ouestloù kizellet e koad, bravigoù, pezhioù moneiz, koshoc’h eget an aloubidigezh roman peurliesañ. Derc’hel a ra ar pobloù galian-ha-roman d'ul lid a sav da oadvezh an arem (an Tena).
  • Sujañ a ra ar Chated, staliet en Hessen ar Cherusked e dibenn ar c’hantved.
  • Oadvezh an houarn roman e Skandinavia (1-400). Divroañ a ra war-du ar su pobladoù germanek evel ar Gimbred (Kimbri) en Himmerland (Danmark) hag an Deutoned (Teutones, deuet eus Thy e Danmark). En em staliañ a ra an Daned, deuet eus su Sveden e Danmark e-pad oadvezh an houarn roman.
    • Skoulmañ a ra Skandinaviz, dre veur a hanterour, liammoù kenwerzhel troc’h-didroc’h gant bed ar Romaned (traezoù a orin roman e bezioù). Eskemm a reer ivez sklaved (merc’hed ha paotred) ha lêr. Moarvat ez eus bet c’hoariet ur roll hanterour pouezus gant Friziz dre ar Roen met hentoù all zo posupl ivez dre an Danav, Bohemia (Markomaned) pe adal Gotland dre an Elba, an Oder pe ar Vistul. Un hent a gas d'ar Mor Du dija, dre ar stêrioù hag al lennoù rusian.
  • En em staliañ a ra Finniz Estonia e su Finland.
  • Bered Krankmårtenkögen e Laponia Greiz (1-200). Bezioù korfoù losket merket gant steudadoù mein tric’hornek. Aspadennoù aberzhioù loened.
  • Hervez Jordanes, istorour got eus ar VIvet kantved, e treuz ar C’hoted, genidik eus Sveden, ar Mor Baltel evit en em staliañ war c’hlannoù ar Vistul. En IIIe kantved e tivroont war-du ar su hag adkavet e vezont e genoù an Danav war vord ar Mor Du.
  • Menegiñ a ra Plinius an Henañ pobl ar Weneted zo staliet war ribloù ar Vistul betek « pleg-mor ar Weneted » (mor Baltel). Tacitus ne oar ket re ha ret eo o renkañ e-touez ar C’hermaned pe ar Sarmated, rak tennañ a ra o boazioù d'an div bobl-mañ.
  • Gouzout a ra Plinius an Henañ (23-79) eus hent ar goularz a ya eus Carnutum war an Danav betek ar Mor Baltel. Kontañ a ra e kasas Neron ur marc’heg roman da « bro ar goularz » hag e teuas hemañ en-dro da Roma.

Roma

  • Tierniezh ar Flavianed (69 / 96).

Oseania

  • Treuztiriadegoù ar pobloù polinezian a-dreuz Oseania.

Reter-nesañ hag ar bed arab

Judea

  • Sellet a reer e penn-kentañ ouzh ar Gristeniezh evel ouzh ur sektenn yuzev kaset war-raok gant diskibled veur. En em ledañ a ra fonnus e-touez ar yuzevien helenekaet a selle ouzh Jezus Krist evel ouzh ar salver (Yeshua en hebraeg), ar Mesiaz, gortozet ha kemennet gant an diouganoù. Koulskoude e teu a-benn ar relijion nevez-se da wriziennañ kalz kreñvoc’h en-dro da Roma ha da Europa eget e Judea hec’h-unan ma oa ar yuzevegezh ur relijion undoueel kozh-kozh zo arsavet kreñv a-enep d'ar relijion nevez evit derc’hel d'ar gizioù hengounel.
  • Er I kantved ez a tud a orin gresian d'ober an darn vrasañ eus poblañs Judea; yuzevien eo an drederenn anezhi hag un nebeud Arabed ha Nabateed zo ivez.
  • E-kerzh ar c’hantved e teu an traoù da stegnañ da vat ; despoted zo eus gouarnourien Judea ha kas a reont ar Yuzevien d'en em sevel. Yuzevien trelatet, ar Zeloted a grog gant un emsavadeg feuls. Friket int e 70 gant an Impalaer Vespasian ha goude gant e vab Titus. Adpreizhet eo Jeruzalem ha distrujet an Templ en-dro. E 74 e rank Kreñvlec’h Masada kodianañ; fin zo d'an emsavadeg.

Tud dibar

Tags:

Iañ Kantved DarvoudoùIañ Kantved Tud dibarIañ KantvedEil milvedIañ milvedIañ milved kt JK

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

15 DuGoogleGeunMontroulezBiñsMickey Mouse ClubhouseHerrinTchekiaMoskovDidier DrogbaBevoniezhSant-PetersbourgWikimediaMickey MouseKanton Dunkerque-2IsraelTaliesinNew YorkProgramm ArtemisPippi LångstrumpEukariotListenn glok kodoù ISO 639-1JorjiaJakez KarterIndiaYann-Vari PerrotRevrfouzherezhTagadenn Crocus City HallSan AntonioKanton LumbresEil Brezel-bedStringSvedenEgiptDiwan1943BengaluruRusiaMakaoYec'hedCharles LapicqueLinuxJavascriptEmflourañIsabel SarliKoadaskornGeneviève PrigentWiki CommonsMec'hikoUpsilonTiraspolUndertaleKurdegyogaWikiarroudTaiwanJekoRouantelezh EssexIzoldKatigernMoudennLouis CapartKanariezJames Harden-HickeyVillanova MarchesanaAozadur ar Broadoù Unanet🡆 More