Studi ar sonioù a vez savet gant ar vouezh eo ar fonetik.
Disheñvel eo diouzh ar fonologiezh neuze, rak keit ha ma vez studiet gant ar fonologiezh doare mont-en-dro ar sonennoù hervez struktur ur yezh resis, gant ar fonetik e vez studiet perzhioù ar sonennoù sonenn hag an doareoù d'o froduiñ gant ar vouezh. Fonennoù a vez graet eus ar sonennoù yezh studiet gant ar fonetik, disheñvel-mik diouzh ar fonemennoù a vez pledet ar fonologiezh gante.
Gallout a c'heller isrannañ tachennoù-studi resis ar fonetik evel-mañ :
fonetik an distagañ : (saoz. articulatory phonetics) a denn da studi an doare ma vez produet ar sonennoù gant ar genoù, an dent, an teod, h.a. ;
fonetik ar sonioù : (saoz. acoustic phonetics) a denn da studi ar gwagennoù-son a sav diwar sonennoù disheñvel ;
fonetik ar c'hleved : (saoz. auditory phonetics) a denn da studi an doare ma vez merzet ar sonennoù
Peurliesañ e vez treuskrivet sonennoù ar yezhoù hervez al lizherennoù ispisial (Lizherenneg fonetik etrebroadel) bet savet gant KCevread Etrebroadel ar Fonetik, met muic'h-mui e vez kavet istemoù all, dreistholl evit ar c'henwiad, evel an X-SAMPA.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Fonetik, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.