Sir Arthur Ignatius Conan Doyle (Dinedin 22 a viz Mae 1859 – 7 a viz Gouere 1930) a oa ur skrivagner skosat eus ur familh a orin iwerzhonat.
Brudet-kaer eo gant e istorioù diwar-benn an enklasker Sherlock Holmes a vez sellet outo e-giz un nevezadenn a-bouez war dachenn an istorioù dre wall piv. Ur skrivagner puilh eo bet hag e-touez e oberoù e kaver istorioù skiant-faltazi, romantoù istorel, pezhioù-c'hoari hag istorioù karantez, barzhonegoù, ha skridoù nann-faltaziek.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Sir Arthur Ignatius Conan Doyle |
Anv ganedigezh | Arthur Ignatius Conan Doyle |
Anv-bihan | Arthur, Ignatius, Konan |
Anv-familh | Doyle |
Anv berr | Arthur Conan Doyle |
Deiziad ganedigezh | 22 Mae 1859 |
Lec'h ganedigezh | Dinedin |
Deiziad ar marv | 7 Gou 1930 |
Lec'h ar marv | Windlesham Manor |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cardiac arrest |
Lec'h douaridigezh | Church of All Saints cemetery, Windlesham Manor |
Tad | Charles Altamont Doyle |
Mamm | Mary Foley |
Breur pe c'hoar | John Francis Innes Hay Doyle |
Pried | Louisa Hawkins, Jean Elizabeth Leckie |
Bugel | Mary Louise Conan Doyle, Alleyne Kingsley Conan Doyle, Denis Conan Doyle, Adrian Conan Doyle, Jean Conan Doyle |
Kar | Benedict Cumberbatch |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | romant polis, English literature, detective literature |
Bet war ar studi e | Stonyhurst Saint Mary's Hall, Stonyhurst College, Stella Matutina, University of Edinburgh Medical School |
Diplom skol-veur | Bachelor of Medicine, Master of Surgery |
Honorific prefix | Sir |
Strollad politikel | Liberal Unionist Party |
Ezel ar skipailh sport | Edinburgh University RFC |
Lifestyle | Kevrinelezh |
Relijion | lapsed Catholic, spiritism |
Last words | Tu es merveilleuse, You are wonderful |
Sport | Kriked, mell-droad |
List of works | Arthur Conan Doyle bibliography |
Oberenn heverk | canon of Sherlock Holmes, The Lost World |
Diellaouet gant | Harry Ransom Center |
Tachenn | crime fiction, skiant-faltazi, historical novel |
Levezonet gant | Robert Louis Stevenson |
Prizioù resevet | Knight of Grace of the Order of Saint John, Queen's South Africa Medal, Order of the Medjidie, Knight of the Order of the Crown of Italy, Knight Bachelor |
Present in work | The Whitechapel's Circle |
Lec'hienn ofisiel | https://conandoyleestate.com |
Deskrivet en URL | https://conandoyleestate.com/news/benedict-cumberbatch-is-related-to-sir-arthur-conan-doyle, https://blogs.ancestry.com/cm/surprising-link-benedict-cumberbatch-sir-arthur-conan-doyle/, https://www.arthurconandoyle.com/biography.html |
Dedennet gant | marc'hhouarnerezh |
Oberennoù zo en dastumad | Geldersch Landschap en Kasteelen |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Personal library at | Harry Ransom Center |
Sir Arthur Conan Doyle a oa bet ganet d'an 22 a viz Mae 1859 e Dinedin e Bro-Skos. Un tiegezh niverus e oa tiegezh Doyle peogwir e voe ganet nav breur ha c'hoar da Arthur vihan. E dad a oa ur c'hargad bihan hag a oa deuet da vezañ mezvier pa varvas. E vamm a orin iwerzhonat a oa eus lignez ar Blantageneted.
Goude bezañ bet war ar studi kentañ hag eil derez e skolioù katolik e teuas da vezañ difeiz. Etre 1875 ha 1891 e studias ar medisinerezh e skol-veur Dinedin, ha goude se e voe medisin diouzh e vicher e-pad ur pennad amzer, hep ober berzh bras avat. Dre m'en doa nebeud a arvalien e c'hellas en em reiñ d'ar skrivañ. Embann a reas e skridoù kentañ (nann holmesian) e 1879, met e miz Du 1887 an hini eo e teuas Sherlock Holmes war wel evit ar wezh kentañ e-barzh A Studi in Scarlet embannet er Beeton's Christmas annuel. Abred e tilezas ar medisinerezh evit en em ouestlañ d'ar skrivañ nemetken.
Ober a reas war-dro politikerezh ha skrivañ a reas a bep seurt oberoù, en o zouez ur flemmskrid : The war in South Africa : Its Cause and Conduct (Ar brezel e Suafrika, ar pennabeg anezhañ hag e aozadur). E 1902 e voe lakaet da nobl ha setu e teuas da vezañ Sir Arthur Conan Doyle.
Adalek 1918 en em ouestlas d'ar speredouriezh dreist-holl, ha kregiñ a reas gant un droiad prezegennoù en ur skrivañ oberoù liesseurt, en o zouez The New Revelation (An diskuliadur nevez) (1918). Enno e fell dezhañ prouiñ e kendalc'her da vevañ goude ar marv, hag e c'heller mont e darempred gant ar bed all. Gant skeudennoù boudiged Cottingley savet gant div Saozez yaouank e voe tremenet lost al leue dre e c'henoù war-dro 1922.
Daoust ma anavezer Conan Doyle dreist-holl dre ma krouas tudenn Sherlock Holmes eo ret kaout soñj e oa anezhañ ur skrivagner ken puilh ha ma oa liesdanvez e skridoù : danevelloù istorel (e-giz The White Company (Ar gompagnunez Wenn)) ; oberoù skiant-faltazi (e-giz The Lost World (Ar Bed Kollet) hag avanturioù all eus ar C'helenner Challenger) ; romantoù met levrioù diwar-benn ar paranormal ivez a gaver e-touez e oberoù. Roet en deus deomp ouzhpenn hanter-kant levr hag un niver bras-meurbet a zanevelloù.
Mervel a reas Sir Arthur Conan Doyle d'ar 7 a viz Genver 1930, brudet ha pinvidik. Daoust ma roe ar brasañ pouez d'e oberenn istorel ez eo-hi peuzankounac'haet hiziv-an-deiz. Er c'hontrol ez eo brudet e dudenn Sherlock Holmes er bed a-bezh hiziv-an-deiz, o vougañ e grouer, daoust ma kave da hemañ ne oa nemet ul lennegezh d'en em vevañ.
Avanturioù Sherlock Holmes a zo enno pevar romant ha c'hwec'h danevell hag hanter-kant embannet etre 1887 ha 1927 :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Arthur Conan Doyle, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.