Pater Noster

Pater noster eo anv latin ar bedenn gristen anavezetañ, Hon Tad.

Henc'hresianek eo ar skrid orin, Κυριακή Προσευχή Kyriakí Prosefchí "Pedenn ar Sul" e anv ; Oratio Dominica eo an droidigezh rik e latin.

Hon Tad
Pater Noster
Christian prayer, prayer in the New Testament, excerpt, logion, barzhoneg
Iskevrennad eusPedenn Kemmañ
TitlOtče náš Kemmañ
SubtitleModlitba Páně Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Tachennwritten prayer Kemmañ
Krouet gantJezuz-Krist Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgresianeg, tchekeg Kemmañ
PennlinennΠάτερ ἡμῶν ὁ ἐν τοῖς οὐρανοῖς· Kemmañ
Last lineἀλλὰ ῥῦσαι ἡμᾶς ἀπὸ τοῦ πονηροῦ. Kemmañ
Time of earliest written record1. century Kemmañ
Pater Noster
Ar pater noster e brezhoneg, Karmel ar Bater, Jeruzalem.

Lavaret e vez gant ar gatoliked hag an ortodoksed e pep oferenn, ha gant ar brotestanted ivez.

Ar bedenn orin

An div destenn

Div wezh ez eo meneget ar skrid anezhi en Testamant Nevez : en Aviel Mazhev (6:9-13) hag en Aviel Lukaz (11:2-4).

Mazhev 6,9-13 (diwar Guichou, 2002)

    Evel-henn eta e pedoc’h : / « Hon Tad hag a zo en Neñv, / Hoc’h Anv bezet santelaet. / Ho Rouantelezh deuet deomp. / Ho polontez bezet graet war an douar evel en Neñv. / Roit deomp hirio or Bara pemdezieg. / Pardonit deomp hor mankoù / Evel m’hon eus, ni ivez, pardonet d’ar re o deus manket ouzomp. / N’hor c’hasit ket e tentadur, / met hon diwallit diouzh an Droug. »

Lukaz 11, 2-4 : (diwar Guichou, 2002)

    Hag e lavar dezo : / « Pa bedoc’h, lavarit : / Tad ! Hoc’h Anv bezet santelaet ! / Ho Rouantelezh deuet deomp. / Roit deomp hiriv hor bara pemdezieg. Pardonit deomp hor pehejoù, / Rak hon-unan e pardonomp da gement-hini a vank deomp. / Ha n’hor c’hasit ket en tentadur. »

Pedenn ar gristenien kentañ

Pater Noster 

Pater noster e doare ar c'han gregorian

Setu amañ ar skrid henc'hresianek (hervez an Aviel Mazhev) lakaet keñver-ha-keñver gant e droidigezh latin.

    Πάτερ ἡμῶν ὁ ἐν τοῖς οὐρανοῖς
    ἁγιασθήτω τὸ ὄνομά σου
    ἐλθέτω ἡ βασιλεία σου
    γενηθήτω τὸ θέλημά σου, ὡς ἐν οὐρανῷ καὶ ἐπὶ γῆς
    τὸν ἄρτον ἡμῶν τὸν ἐπιούσιον δὸς ἡμῖν σήμερον
    καὶ ἄφες ἡμῖν τὰ ὀφειλήματα ἡμῶν,
    ὡς καὶ ἡμεῖς ἀφίεμεν τοῖς ὀφειλέταις ἡμῶν
    καὶ μὴ εἰσενέγκῃς ἡμᾶς εἰς πειρασμόν
    ἀλλὰ ῥῦσαι ἡμᾶς ἀπὸ τοῦ πονηροῦ.
    [Ὅτι σοῦ ἐστιν ἡ βασιλεία καὶ ἡ δύναμις καὶ ἡ δόξα εἰς τοὺς αἰῶνας. ἀμήν.]
    Pater noster, qui es in caelis:
    sanctificetur Nomen Tuum;
    adveniat Regnum Tuum;
    fiat voluntas Tua,
    sicut in caelo, et in terra.
    Panem nostrum cotidianum da nobis hodie;
    et dimitte nobis debita nostra,
    Sicut et nos dimittimus debitoribus nostris;
    et ne nos inducas in tentationem;
    sed libera nos a Malo
    [quia tuum est regnum, et potestas, et gloria, in saecula]
    pe [quia tuum est regnum; et potentia et gloria; per omnia saecula]

Ar bedenn vrezhonek

Setu ar bedenn Pater noster e brezhoneg evel ma veze lavaret pe kanet en eskopti Kemper ha Leon abaoe 1969 :

    Hon Tad hag a zo en neñv,
    Hoc’h anv bezet santeleet,
    Ho rouantelezh deuet deomp,
    Ho polontez bezet graet,
    war an douar evel en neñv.
    Roit deomp hiriv hor bara pemdeziek.
    Pardonit deomp hor pec’hejoù,
    Evel ma pardonomp
    d’ar re o deus manket ouzhomp.
    Ha non lezit ket da gouezhañ en tentadur,
    Med hon diwallit diouzh an droug.
    Deoc’h ar Rouantelezh, Aotrou Doue,
    Deoc’h pep galloud ha pep gloar da virviken.
    Amen.

Trodidigezhioù ar Bater e brezhoneg

    XVIvet kantved
    1576: Gil a Gerampuil (Catechism) :

On Tat pe heny so en nefvou / Ho hann bezet sanctifiet / Deuet ho raouantelez / Ho volontez bezet graet / en douar euel en nefve. / Roit dimp hiziu hon bara pemdezyec / Ha pardonet dimp hon offansou / Evel ma pardonomp / da nep an deueux hon offanset / Ha n’on leset da couezo en temptation / Hoguen hon dilivrit vez an drouc.

Hon Tad pehini so en ên, / oc’h hano bezet sanctifiet, / roit deomb ho rouantelez, / ho volonté bezet gret en douar eguis en ên / Roit deomb hirio hor bara pemdeziec. / Hor pardonit hon offançou, / eguis ma pardonnomp da re o deus hon offancet. / Na bermettit quet e vemp fezet gant temptation, / mez hon dilivrit eus an drouc.

    XVIIIvet kantved
    1722 : Eskopti Kerne (Rituale Corisopitense) :

Hon Tad, pehini so en En, / hoc’h hano bezet santifiet. / Roet deomp ho rouantelez. / Ho polontez bezet grêt en Douar evel en En. / Roet deomp hirio hor bara pemdeziec. / Ha pardonet deomp hon offançou, / evel ma pardonnomp da nep en deus hon offancet. / Ha n’hon abandonet quet d’an dentacion. / Maes hon delivret a zrouc. / Evel-se bezet grêt.

Hon tad pehini so en eêvou, / hoc’h hano bezet sanctifiet, / Ra vezo ho rouantelez dinesseet. / Ho volontez bezet grêt / var an douar evel en eê. / Roït deomp hiryo hor bara pemdezyec / Pardounit deomp hon offançou / evel ma pardounomp d’ar re pere o deus hon offanset, / ha na bermetit quet e couezzemp e temptation / Maes hon dilivrit dious pep drouc. Amen.

Hon Tâd pehini a zô enn Énvou, / da hanô bezet meûlet, / da rouantélez deûed d’é-omp, / da ioul bézet gréat / war ann douar ével enn Énv. / Rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; / distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou / ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; / ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul, / hôgen hon mir diouc’h drouk. / Ével-se bézet gréat.

Hon Tad pehini so en Ên, / hoc’h hano bezet santifiet, / ho rouantelez deuet deomp, / ho polontez bezet great var an douar evel èn Ên. / Roit deomp hiryo hor bara pemdeziec / Pardonit deomp hon offançou / evel ma pardonomp d’ar re pere o deus hon offancet, / ha na bermetit qet e couezzemp e tentation ; / hoguen hon delivrit diouz an drouc. / Evelse bezet great.

Hon Tad pehini a zo enn envou, / hoc’h hano bezet santifiet, / Ho rouantelez deuet d’eomp. / Ho polontez bezet great / war ann douar evel enn env. / Roit d’eomp hirio hor bara pemdesiek, / ha pardonit d’eomp hon offansou, / evel ma pardonomp d’ar re ho deuz hon offanset, / Ha n’hor lezit ket da gweza enn dentasion, / hoghen hon dilivrit a zrouk. Evelse bezet great.

Hon Tad peini so an nenvo, / Hoc’h hano beet santifiet. / Ho rouantelez deud dimp, / Ho polonte beet gret var an douar evel en nenv. / Reit dimp hirie hon bara pemdiec. / Pardonet dimp hon offanço / evel ma pardonomp d’ar re en eus hon offancet. / Ha n’homp lezet quet da gouean en tentation, / Mes hon dilivret a zroug. Amen.

Hon Tad pehini zo enn env, / hoc’h hano bezet santifiet, / ho rouantelez deuet d’eomp, / ho polontez bezet great var an douar evel enn env. / Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziek, / ho pardounit d’eomp hon offansou / evel ma pardounomp d’ar re o deus hon offanset, / ha na bermettit ket e kouezfemp e tentasion, / mes hon dilivrit diouz ann droug. / Evelse bezet great.

Hon Tad, pehini zo enn env, / hoc’h hano bezet santifiet ; / roit d'eomp ho rouantelez ; / ho polontez bezet gret var ann douar evel enn env ; / roit d'eomp hirio hor bara pemdeziek ; / ha pardounit d'eomp hon offansou, / evel ma pardounomp d’ann nep en deuz hon offanset ; / ha n'hon abandounit ket d'ann dentasion ; / mes hon dilivrit a zrouk. / Evelse bezet gret.

Hon Tad a zo en Nenv ; / hoc’h hano bezet santifiet ; / ho rouantelez deuet deomp ; / ho polontez bezet gret var an douar evel en Nenv. / Roit deomp hirio hor bara pemdeziek, / ha pardonit deomp hon offansou, / evel ma pardonomp d’ar re o deus hon offanset ; / ha na bermetit ket e kouesfemp e tentasion, / met hon dilivrit an droug. / Evelse-bezet-gret.

    1943 : Eskopti Kemper ha Leon, Va c’hatekiz bihan, ha Va c’hatekiz krenn :

On Tad, hag a zo en neñv, / hoc’h ano bezet santelaet, / ho rouantelez deuet d’eomp, / ho polontez bezet graet / war an douar evel en neñv. / Roit d’eomp hirio or bara pemdeziek ; / ha pardonit d’eomp on ofansou, / evel ma pardonomp d’ar re o deus hon ofanset ; / Ha n’hon lezit ket da goueza en dentasion / med hon diwallit diouz an droug. / Evel-se bezet graet.

Ar Bater e gwenedeg

    On Tad a zo én néañv
    ho hanù revo santeleit,
    ho rouantelezh digaset deom,
    ho vennanté revo groeit àr an douar èl én néan.
    Reit deom hiziù or bara pamdieg,
    pardonet deom or péhedoù,
    èl ma pardonam d’ar ré en-des péhet dohom,
    pelleit azohom luskoù ar fallanté,
    ha diwallet-ni doh an droug.
    Deoh hwi ar rouantelezh,
    deoh hwi gelloug ha gloér,
    a oll viskoazh de virùikén.

Skeudennoù

Pedenn hor Salver ("Hon Tad"...) e brezhoneg ha kalz yezhoù, Karmel ar Bater, Jeruzalem

Troiennoù

  • Gwregel eo ar ger "pater" e brezhoneg.
  • An dra-se zo gwir bater, a vez lavaret eus un dra wir ha n'haller ket nac'h eo gwir, a ranker krediñ.
  • Lavarout e bater, un droienn savet diwar pater noster a c'haller tostaat ouzh ar ger gallek patenôtre, a dalv kement ha lavarout pedennoù.
  • Paterat, pateriañ zo "lavarout e bater" ivez.
  • Lavarout e bater, paterat a ra ar c'hazh pa vez o rouzmouzat.

Gwelout ivez

Liammoù diavaez

Notennoù

Tags:

Pater Noster Ar bedenn orinPater Noster Ar bedenn vrezhonekPater Noster SkeudennoùPater Noster TroiennoùPater Noster Gwelout ivezPater Noster Liammoù diavaezPater Noster NotennoùPater NosterHenc'hresianekKristeniezhLatin

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Silvia RuffiniAr SalAdrien BrodySaoznegOblast (Rusia)MededMyanmarEpsilon (lizherenn)VladivostokHelsinkiISO 4217Johann Nepomuk GeigerStevie NicksSparfell-vor lostekKastell-Nevez-ar-FaouTuba SkinnyMuqdishoLa cumparsitaKravatenn noterBibl1937Ivanka TrumpLizherenneg etrebroadel AFNASesto CalendeHebeiMoudennPlourivoùC++DañsC'hoari videoAna del CastilloGeorge OrwellLandevantBrezhonegBro-SaozLioudmila Mic'hailovna PavlitchenkoRoll riezoù ar BedKroaziadegoùBengaluruO povo unido jamais será vencidoAaron PhypersBlogNaonedAktourAristotelesGwiteiKawanIranHudellouriezh an treidCascading Style SheetsISBNTiegezhArabeg🡆 More