Un elfenn gimiek eo ar frankiom ; Fr eo e arouez kimiek, 87 e niver atomek ha 223 e mas atomek.
Ur metal alkaliek eo.
Frankiom | ||||
---|---|---|---|---|
Radon – Frankiom – Radiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 87 | |||
Rummad kimiek | Metaloù alkaliek | |||
Strollad | 1 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | s | |||
Tolz atomek | [223] | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Rn] 7s1 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8, 1 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +1 Oksidenn vazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 0,7 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 392,96 kJ/mol | |||
Skin atomek | 3,48 Å | |||
Skin kenamsav | 2,42 Å | |||
Skin Van der Vaals | 348 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Gaz | |||
Douester (≈20 °C) | 2,90 g/cm3 | |||
Teuzverk | 21 °C | |||
Bervverk | 650 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) | |||
Neuz an elfenn | ||||
? (Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder) | ||||
Nebeut-tre a frankiom a gaver en natur : jedet ez eus bet n'eus nemet 30 g a frankiom en Douar. En un tamm kailh uraniom ne gaver nemet 1 atom frankiom evit 1018 atom ag uraniom (1 atom 87 Fr evit 1 miliard a viliardoù ag 92U).
Eus skinoberiegezh an aktiniom (89Ac, un aktinid) e teu ar frankiom.
Kevanaozet ez eus bet atomoù frankiom dre vombezennaouiñ toriom gant protonoù, hogen a-gementadoù re vihan evit ma c'halljed o fouezañ.
Adal 1870 e voe klasket an elfenn a vije 87 e niver atomek, da lavaret eo dindan ar c'heziom 55Cs e strollad 1 an daolenn vareadek ; eka-cæsium e voe anvet da c'hortoz.
E 1925 ez embannas ar c'himiour soviedel D. K. Dobroserdov bezañ dizoloet eka-cæsium, a anvas rusiom evel-just. Ne glaskas ket pelloc'h.
Ur bloavezh diwezhatoc'h e voe daou gimiour saoz, Gerald J. F. Druce ha Frederick H. Loring, oc'h ober alkaliniom eus an hevelep elfenn.
E 1930 e voe tro an Amerikan Fred Allison d'he envel virginium 87Vi, hervez Virginia, ar Stad ma oa bet ganet. E 1934 e prouas an Amerikan H. G. McPherson e oa fazius labourioù F. Allison.
E 1936 e kredas ar fizikour rouman Horia Hulubei hag e genlabourez Yvette Cauchois, a Vro-C'hall, bezañ dizoloet an elfenn ivez, a anvjont moldaviom diwar Moldavia,bro c'henidik H. Hulubei. E 1939 e savas ar Priz Nobel Jean-Baptiste Perrin a-du gant ar moldaviom hag a-enep ar C'hallez all Marguerite Perey, he devoa embannet bezañ diskuliet an elfenn e Pariz en hevelep bloavezh.
Gant M. Perey e oa aet ar maout e gwirionez, p'he devoa tennet frankiom eus aktiniom 227Ac. An anv actinium-K a roa-hi d'an elfenn nevez, hag e 1946 e kinnigas catium diwar kation. Pa 'z eas he c'helennerez Irène Joliot-Curie enep an anv-se, a raje dave d'ar ger saoznek cat "kazh" kentoc'h eget da gation e kinnigas M. Perey an anv francium, a voe degemeret gant an IUPAC e 1949.
Par da re ar c'heziom eo perzhioù kimiek ar frankiom.
Bez' ez anavezer 33 izotop eus ar frankiom, an hini stabilañ o vezañ 223Fr (o tont eus 227Ac) gant un hanter-vuhez a 22 vunutenn hepken. An izotop naturel nemetañ eo.
Hini, ker ral ha distabil eo an elfenn.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Frankiom, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.