Scarlett Ingrid Johansson, ganet d'an 22 a viz Du 1984 e New York, a zo un aktourez ha kanourez stadunanat.
Bet e oa bet an aktourez paeet an uhelañ abaoe 2018, meur a wech eo bet lakaet e listenn ar Forbes Celebrity 100. Brudet eo abaoe kemeret perzh er film The Horse Whisperer e 1998.
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Scarlett Johansson |
Anv ganedigezh | Scarlett Ingrid Johansson |
Anv-bihan | Scarlett, Ingrid |
Anv-familh | Johansson |
Deiziad ganedigezh | 22 Du 1984 |
Lec'h ganedigezh | Manhattan |
Tad | Karsten Olaf Johansson |
Mamm | Melanie Sloan |
Breur pe c'hoar | Vanessa Johansson |
Pried | Colin Jost |
Kompagnun(ez) | Colin Jost |
Bugel | Rose Dauriac |
Yezh vamm | saozneg SUA |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg SUA, saozneg |
Bet war ar studi e | Professional Children's School, Lee Strasberg Theatre and Film Institute, P.S. 41 |
Deroù ar prantad labour | 1994 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Strollad etnek | Achkenazed |
Relijion | yuzevegezh |
Liv an daoulagad | green |
Handedness | Kleizard |
Benveg sonerezh | mouezh |
Pladennrolladur | Scarlett Johansson discography |
Filmography | Scarlett Johansson filmography |
Anvet diwar | Scarlett O'Hara |
Ezel eus | Akademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ |
Tachenn | sonerezh pop |
Label sonerezh | Atco Records |
Bet kinniget evit | Academy Award for Best Actress, Academy Award for Best Supporting Actress |
Ganet eo Scarlett Marie Johansson e New York eus un tad, Karsten Johansson, ur saver tier eus Danemark, hag ur vamm Melanie Sloan, produktour eus Polonia. He zad-kozh, Ejner Johansson e oa ur skriver senario ha sevener. Scarlette 'zo geveled gant Adrian. He deux ivez ur c'hoazh hag ur breur, Vanessa aktourez ha Adrian aktour ivez. Ha Christian, ur breur all ganet eus un tad disheñvel.
Kroget he devoa gant he micher aktourez da eizh vloaz o c'hoari e Sophisty war leurenn Broadway. Goude e c'hoari en he film kentañ L'irrésistible North gant Rob Reiner e 1994. Kenderc'hel a ra goude da gemer perzh e nebeut filmoù all met hep bezañ c'hoazh anavezet. N'eo ket nemet e 1998 pa c'hoari Scarlett e The Horse Whisperer gant Robert Redford ha Kristin Scott Thomas hag e c'hounez ur Young Star Award roet gant ar gelaouenn The Hollywood Reporters. Gant Lost In Translation e vez gounezet ganti priz an aktourez wellañ eus ar bloaz 2003 o c'hoari en ur c'homedi pe ur film muzikal. Abaoe e c'haller gwelout anezhi e meur a film evel La Jeune Fille à la Perle, En Bonne Compagnie, Love Song gant John Travolta, The Island, Scoop, Le Dalhia Noir ha kalz reoù all ...
E 2005 e oa Scarlett da gemer perzh en ur pezh-c'hoari brudet, La Mélodie du Bonheur an anv anezhañ, met roet e oa bet ar roll da g-Connie Fisher a-benn ar fin. Neuze e 2006 e soñjas Scarlett kanañ er bladenn Unexpected Dreams – Songs From The Stars kanet gant meur a aktour all. Adkemer a reas ar ganaouenn Summertime gant George Gershwin.
E 2007 ec'h enrollas kanaouennoù gant Tom Waits en he fladenn anvet Anywhere I Lay My Head a voe embannet d'ar 7 a viz Here 2007.
Bremañ he deus Scarlett savet ur bladenn, Break Up gant Pete Yorn enrollet e penn kentañ 2009.
Goude ar sonerezh, ar sinema, setu bremañ Scarlett hag ar bruderezh. Enrollañ a ra un nebeut hini evit ar c'hwezh-vat Eternity Moment gant Calvin Klein. Met n'eo ket nemet se, pozañ a ra Scarlett ivez evit skritelloù a bep seurt.
E 2006 e krou Scarlett gant Reebok ur merk nevez : Scarlett 'Hearts' Rbk. Ur merk votoù-sport war ar marc'had abaoe miz Meurzh 2007.
Keñveriñ a ra Scarlett gant meur a gevredigezh : Louis Vuitton e 2005, L'Oréal e 2006, Moët & Chandon, Dolce & Gabbana ha Mango e 2009.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Scarlett Johansson, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.