Michael Benjamin Bay ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1965 e Los Angeles, Kalifornia, zo ur filmaozour stadunanat brudet evit bezañ renet pe produet filmoù oberiant ker.
Stil e filmoù a zo labouret mat da geñver filmañ prim, implij bras an efedoù ispisial, gant e-leizh a tarzhadennoù. Ar filmoù en deus bet produet pe renet evel Armageddon (1998), Pearl Harbor (2001) pe an heuliad filmoù the Transformers (2007–bremañ), o deus bet rastellet 78 bilion$ dre ar bed a-bezh. Perc'henn eo eus Platinum Dunes, gant Bradley Fuller hag Andrew Form.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Michael Bay |
Anv ganedigezh | Michael Benjamin Bay |
Anv-bihan | Michael |
Anv-familh | Bay |
Deiziad ganedigezh | 17 C'hwe 1965 |
Lec'h ganedigezh | Los Angeles |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | Wesleyan University, Crossroads School, Art Center College of Design |
Lec'h annez | Miami |
Deroù ar prantad labour | 1986 |
Relijion | yuzevegezh |
Filmography | Michael Bay filmography |
Tachenn | film birvidik |
Prizioù resevet | Michael Bay |
Lec'hienn ofisiel | https://michaelbay.com |
Rummad tost | Category:Films directed by Michael Bay, Category:Films produced by Michael Bay, Category:Music videos directed by Michael Bay |
Daoust m'eo ur filmaozour hag a rastell kalz arc'hant n'eo ket brudet mat gant ar filmvarnerien. Ar filmoù The Rock (1996) pe Transformers (2007) a voe degemeret gant burutelladennoù etre, e filmoù all, evel heuliadoù ar film Transformers, a zo bet degemeret fall ha burutellet kreñv.
Brudet eo evit bezañ un den macho, Kate Beckinsale a oa bet aet skuizh gant e zoareoù d'ober pa voe o sevel ar film Pear Harbor e 2001.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Michael Bay, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.